Donemat !

Donemat war porched an teknologiezhioù nevez evit ar brezhoneg. Gant Ofis Publik ar Brezhoneg eo bet savet al lec'hienn-mañ gant ar pal brudañ ar binvioù hag al loazioù niverel a zo anezho evit ar brezhoneg.

Ar binvioù hag al loazioù-se zo frank ha digoust o implij. Diorroet int bet gant Ofis Publik ar Brezhoneg pe gant obererien an niverel e Breizh evit bastañ da ezhommoù brezhonegerien ha brezhonegerezed hiziv, evit aesaat an deskiñ brezhoneg hag evit talvoudekaat plas ar yezh war Internet.

Moned prim

Loazioù niverel

TermOfis
Diaz termenadurezh

Termbret, anezhañ kreizenn dermenadurezh an OPAB, a c’haller gwelet hag implijout e vank roadennoù publik evit netra.

N’eo ket Termofis ur geriadur. Ar roadennoù a zo en diaz-mañ ne vezont ket kavet er geriadurioù hollek : termenoù teknikel eo an darn vrasañ anezho, diwar-benn tachennoù arbennik evel ar skiantoù, ar velestradurezh pe c’hoazh an ekologiezh. E TermOfis eo embannet an termenoù teknikel dave skrivet el levrioù-skol hag el levrioù-kelenn, pe c’hoazh implijet gant ar melestradurezhioù war o skritelloù er vuhez foran hag en teulioù melestradurel pe gwir savet ganto.

Monet
KerOfis
Diaz lec'hanvadurezh

KerOfis eo diaz roadennoù ar servij Glad yezhel ha panellerezh en Ofis publik. Gantañ e c'haller kaout e brezhoneg stummoù melestradurel anvioù-lec’h e Breizh (enanvioù) a vez implijet war ar panelloù-hent, da skouer. Ennañ e c’haller kavout ivez stummoù brezhonek anvioù-lec’h en estrenvro (ezanvioù) a vez implijet dreist-holl war ar c’hazetennoù brezhonek, el levrioù douaroniezh pe istor hag el levrioù da ledañ deskamant skiantel. Bez’ ez eus ivez titouroù etimologel hag istorel war al lec’hanvioù a zo en diaz.

E KerOfis e c’hallot kavout da gentañ anvioù kumunioù, kêrioù, kêriadennoù, hentoù, stêrioù, uhelennoù ... met ivez anvioù douaroniel : broioù ha kêrioù-penn estren, stêrioù ha menezioù ar bed.

Monet
Meurgorf
Geriadur istorel ar brezhoneg

Meurgorf eo ar geriadur istorel evit ar brezhoneg hag e brezhoneg. Tost da 60 000 pennger zo er benveg niverel-mañ.

Termenet eo kement pennger pe kement ger a zo ennañ. Ar geriadur a ro ivez skouerioù implij istorel deiziet ha mammennet, tennet eus oberennoù dave al lennegezh vrezhonek pe eus embannadennoù all (kelaouennoù, kazetennoù pe c’hoazh geriadurioù).

Pal Meurgorf eo bodañ ha kinnig holl gorpus anavezet ar brezhoneg abaoe mare ar c'hrennvrezhoneg betek hon amzer.

Monet

Binvioù niverel

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial