Emañ an naouegezh artifisiel ha teknologiezhioù ar vouezh o kemer ur plas brasoc’h-brasañ en hor buhez. Ret-holl eo d’ar brezhoneg bezañ enframmet en ostilhoù-se, mod-all e vo lezet a-gostez penn-da-benn.
Evit se rankomp sevel ur c’horpus mouezhioù ar brasañ posupl, frank a wirioù, evit ma c’hallfe bezañ implijet gant an holl oberourien disheñvel.
Common Voice zo anezhañ ur savenn niverel frank a wirioù meret gant Mozilla. Krouet eo bet Common Voice evit ma c’hallfe holl yezhoù ar bed bezañ enframmet en teknologiezhioù-se.
Pep hini a c’hall kemer perzh evit brasaat ar c’horpus e brezhoneg !
War Common Voice e c’hallit :
Pouezus eo pep pazenn evit lakaat ar c’horpus brezhonek da vezañ ar c’hlokañ posupl evit ma c’hall hor yezh bezañ enframmet en un doare efedus e bed an naouegezh artifisiel ha teknologiezhioù ar vouezh.
Evit goleiñ kement degouezh zo hag ober e zoare ma c’hallfe ar mekanikoù anavezout ar brezhoneg evel m’emañ komzet hiziv ha gallout eskemm plaen ganeomp eo pouezus dastum dre Common Voice kement doare mouezh zo, doareoù komz disheñvel, mouezhioù merc’hed ha paotred, mouezhioù yaouank pe zarevoc’h, lemm pe voud, embannet war-blaen pe diwar dizh.
Neuze na chomit ket etre daou, kemerit perzh ha roit 5 munutenn eus hoc’h amzer (pe muioc’h !) evit kas ar raktres war-raok, ezhomm en deus ar brezhoneg ac’hanoc’h evit mont e-barzh ar binvioù naouegezh artifisiel.