Sintezenn
Sintezenn ar vouezh

Gant reizhiad sintezenn ar gomz evit ar brezhoneg e c'hallit sintezennañ un doare klevet eus n'eus forzh peseurt frazenn skrivet e brezhoneg. Diazezet eo war ur reizhiad naouegezh artifisiel diwar rouedadoù neuron.

Peder mouezh a c'haller klevet, e brezhoneg standart : div vouezh plac'h ha div vouezh paotr. Evit pep hini eus ar mouezhioù-mañ e c'heller implijout meur a batrom :

  • Patrom arouezennoù : ar patrom-se a implij an destenn skrivet e peurunvan ha skoueriekaet
  • Patrom fonemoù : ar patrom-se a implij un treuzskrivadur eus an destenn el lizherenneg fonetik etrebroadel
  • Patrom liesyezher : ar patrom-se, a ya en-dro evel ar patrom fonemoù, zo ar peder mouezh ennañ
Kalz danvezioù a vez implijet pa vez sintezennet ar gomz.

Genel ho restr glevet a c’hall kemer meur a eilenn. Evit espern al loazioù ha gwarantiñ e vo efedus an argerzh hon eus bevennet da 400 arouezenn hirder ar frazennoù a c’haller sintezennañ. M’ho peus ezhommoù resis e c’hallit mont e darempred ganeomp amañ.

Niver a arouezennoù a chom : 400

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial