Sintezenn
Sintezenn ar vouezh

Sintezenn ar gomz

E 2020 en doa roet Ofis publik ar brezhoneg lañs da raktres sintezenn ar gomz e brezhoneg. Bastañ a ra ar raktres-se d’ar pal krouiñ binvioù hag a ro tro da dalvoudekaat ar yezh en oadvezh an niverel.

Gallout a rit implijout ar reizhiad-se digoust en hol lec’hienn, en ur stumm bevennet evit espern loazioù ar servijer. Evit sintezennañ testennoù hiroc’h pe evit gallout implijout ar patromoù sintezenn, deuit e darempred ganeomp mar plij.

Ul labour kaset da benn e kenlabour gant an IRISA

Ar raktres-se, arc’hantaouet gant an OPAB ha Rannvro Breizh, a zo bet kaset da benn e kenlabour gant ar skipailh Eztaoliñ e labourva an IRISA, diazezet e Lannuon hag arbennikaet war reizhiadoù sintezenn ar gomz eztaolus.

Roet en deus tro da grouiñ ur c’horpus klevet e brezhoneg, daou batrom sintezenn ar gomz, hag ivez un hollad brikennoù da dretañ ar yezh a c’hallit kavout en hor porched, er rubrikenn Binvioù all.

Taolet ez eus bet pled mat gant an OPAB ouzh kalite an distagañ hag ouzh taol-mouezh ar brezhoneg, evit ma c’hallo ar benveg-mañ bezañ implijet evel benveg dave evit deskiñ ar yezh.

Skouerioù implij

Meur a zoare zo da ober gant ur reizhiad sintezenn ar gomz, setu un nebeud anezho :

  • Lenn ur skramm ha sikour an dud fall o gweled pe dall da lenn ;
  • Kemennadennoù er garioù, en aerborzhioù hag en doareoù treuzdougen boutin ;
  • Kemmadennoù GPS ;
  • Arloadoù pedagogel pe c’hoari ;
  • Responterioù emgefre ;

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial