Klask a ra ar politikerezh prevezded-mañ kelaouiñ implijerien al lec’hienn a-fet ar mod ma vez dastumet o roadennoù
personel. Kontet eo da vezañ roadennoù personel kement titour a c’haller anavezout un implijer gantañ.
Hervez mellad 5 ar Reolenn europat 2016/679, ar roadennoù personel a vez :
- Tretet en ur mod aotreet, leal ha treuzwelus evit a sell ouzh an den a zo e kaoz ;
-
Dastumet evit palioù termenet, splann ha reizh-mat, ha chom hep bezañ tretet diwezhatoc’h en ur mod ha ne glot
ket gant ar palioù-se ;
-
Dastumet evit palioù termenet, splann ha reizh-mat, ha chom hep bezañ tretet diwezhatoc’h en ur mod ha ne glot
ket gant ar palioù-se ;
- Azas, reizh ha termenet gant ar pezh a zo ezhomm a-fet ar palioù ez int tretet evito ;
-
Gwir ha, ma vez ezhomm, hizivaet. Kement tra a skiant a rank bezañ graet evit ma vo diverket pe reizhet hepdale
ar roadennoù personel diwir, e-keñver ar palioù ez int tretet evito ;
-
Miret en ur stumm ma c’haller anavezout an dud e kaoz e-pad ur c’heit ha ne vo ket hiroc’h eget ar pezh a zo
ezhomm e-keñver ar palioù ez int tretet evito ;
-
Tretet diouzh ma vo gwarantet ur surentez dereat eus ar roadennoù dastumet, ar gwarez a-enep an tretañ diaotreet

pe direol hag a-enep ar c’holl, an distruj pe ar freuz dre wallzarvoud, war-bouez divizoù jaojapl a-fet an
teknik pe an aozadur.
teknik pe an aozadur.
Ma ne vez graet netra gant an implijer ne vez ket dastumet roadennoù personel gant al lec’hienn.
Roadennoù zo a c’hall bezañ dastumet pa rit traoù war al lec’hienn :
-
Furmskrid darempred : dastum a reomp hoc’h anv, hoc’h anv-bihan hag ho chomlec’h postel evit tretañ ar goulennoù
kaset adalek lec’hienn OPAB brezhoneg.bzh. Miret e vez ar roadennoù-se e-pad 6 miz a-raok bezañ dilamet.
Lakaet e vo toupinoù en hoc’h urzhiataer gant al lec’hienn. Liammet ouzh mont en-dro mat al lec’hienn hepken eo an
toupinoù-se ha ne c’hallont ket dastum roadennoù personel nag anavezout an implijer.
Dastumet e vez ar roadennoù personel gant an DPKS Ofis publik ar brezhoneg.
An dileuriad evit gwarez ar roadennoù a c’haller skrivañ dezhañ er chomlec’h-mañ : prevezded@opab.bzh.
Kement implijer a dreter e roadennoù personel a c’hall ober e vad eus ar gwirioù-mañ, diouzh ar reolenn europat
2016/679 hag al Lezenn Urzhiataerezh ha Frankizoù (Lezenn 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978) :
- Gwir da welet, da reizhañ ha da ziverkañ ar roadennoù (a gaver e melladoù 15, 16 ha 17 an RHGR)
- Gwir da amloadusted ar roadennoù (mellad 20 an RHGR) ;
- Gwir da herzel (mellad 18 an RHGR) ha da enebiñ ouzh an tretañ roadennoù (mellad 21 an RHGR) ;
- Gwir da chom hep bezañ dindan un diviz diazezet war un doare-ober emgefre hepken ;
- Gwir da dermenañ tonkad ar roadennoù goude ar marv ;
- Gwir da sezisañ ar bennadurezh kembeliek (mellad 77 an RHGR).
Evit lakaat ho kwirioù da dalvezout, skrivit da Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez ; pe dre
bostel da prevezded@opab.bzh.