Meurgorf
Geriadur istorel ar brezhoneg

Ar brezhoneg skrivet, un hêrezh lennegel kozh

Alies e vez sellet ouzh ar brezhoneg, e gaou, evel ouzh ur yezh komzet nemetken. Stag eo ar soñj-se ouzh ar fed n'eo ket bet skoliataet ar vrezhonegerien en o yezh. Met e gwirionez e c'hall ar brezhoneg ober e vad eus un hengoun lennek kozh-mat, ken evit an oberennoù lennegel ken evit an oberennoù geriadurel. Ar skridoù brezhonek kentañ deuet betek ennomp a sav d'an VIIIvet kantved, ar pezh a ra eus ar brezhoneg unan eus ar yezhoù a skriver abaoe ar pellañ e-touez yezhoù modern Europa, pell-mat a-raok ar galleg. Kerkent ha mare an Azginivelezh, e 1464, d'ar c'houlz ma weled ar geriadurioù kentañ o tont er-maez, e oa bet skrivet gant Yann Lagadeg ar c’hCatholicon, anezhañ ar c'hentañ geriadur teiryezhek (brezhoneg-latin-galleg) ; ar geriadur brezhoneg kentañ-mañ eo ivez ar geriadur galleg kentañ. Abaoe ar XVvet kantved eo didroc'h an hengoun lennegel skrivet e brezhoneg.

Abaoe ar mare-se n'eus ket bet paouezet gant ar vrezhonegerien da sevel geriadurioù a zo ar re vrudetañ anezho, ouzhpenn ar c’hCatholicon, re Gregor a Rostrenn (1732), ar Gonideg (1850), Vallée (1931), geriadur ar brezhoneg a-vremañ F. Favereau (1992) pe c'hoazh geriadur unyezhek an Here (2001) evit menegiñ un nebeud anezho nemetken.

Geriadur istorel Roparz Hemon

N'eo ket Meurgorf ar geriadur istorel kentañ bet savet evit ar brezhoneg. Etre 1959 ha 1978, betek dezhañ mont da Anaon, e oa bet labouret gant ar yezhoniour Roparz Hemon da sevel ur geriadur istorel eus ar brezhoneg. Ur pikol labour eo bet merket ar c'heriadurezh vrezhonek gantañ (45 levrenn a c'haller prenañ er stalioù pe goulenn digant an ti-embann Preder). Kendalc’het e oa bet al labour-se gant krouidigezh ar geriadur diakronek hag etimologel Devri gant Martial Ménard e 2016.

Meurgorf, ur benveg niverel aes da dizhout

Meurgorf zo ur geriadur brezhoneg kinniget e stumm niverel hag e brezhoneg. E 2011 e oa bet roet lañs d’ar raktres gant an OPAB. E 2014 a oa bet harpet ar sevel anezhañ gant ur skoazell arc’hant dibar digant ar PDEGYF (penndileurierezh evit ar galleg ha yezhoù Frañs). Hiziv eo ar benveg niverel dave publik a ginnig, dre un diaz roadennoù, korpus skrivet ar brezhoneg abaoe mare ar c'hrennvrezhoneg betek hon amzer. Setu aze diazez pennañ ar raktres bet kaset en-dro gant an OPAB.

Gallout a reer ober gant an ostilh niverel-mañ enlinenn evit netra. Bouetaet eo a zeiz da zeiz gant un den o labourat leunamzer abaoe ma oa bet krouet ur post evit-se en OPAB e 2014. Pal ar geriadur eo bodañ holl gorpus anavezet ar brezhoneg. Ar pezh a dalvez ivez renabliñ an adstummoù istorel ha/pe rannyezhel testeniekaet. Evit ar poent ez eus tost da 60 000 pennger ennañ.

Deiziet ha kinniget dre ur frizenn gronologel eo skouerioù ar gerioù brezhonek ; diskouezet int en o c'henarroud. Tennet eus oberennoù dave eo ar skouerioù. Adskrivet eo bet pep termen en doare-skrivañ orin ha, diouzh an dro, treuzskrivet en doare-skrivañ a-vremañ evit aesaat al lenn hag ar c'hompren. Merket-pizh eo daveenn implij pep skouer. Gallout a reer adkavout aes roll an oberennoù implijet en ur bouezañ war an ivinell Mammennoù.

Gallout a reer klask er geriadur dre ul lusker enklask klasel. Posupl eo klask gerioù a-bezh pe lodennoù eus ur ger nemetken. Abaoe 2023 e c'hall an dud a gar ezporzhiañ ar skouerioù a gaver en diaz da-geñver pep enklask

Evit pep pennger e ro ar geriadur :

  • ar rummenn-ger,
  • an holl furmoù deveret posupl a c’haller pellgargañ.

E 2023 eo bet ouzhpennet :

  • treuzskrivadur penngerioù ar geriadur hervez an LEF (lizherenneg etrebroadel ar fonetik),
  • an distagadur dre gomz, a c’haller klevet dre ur restr son,
  • stankter implij an termenoù er c’horpus geriadurel brezhonek,
  • ar gerioù kar da benngerioù ar geriadur.

Enrollet eo bet ar restroù son dre genlabour an OPAB ha Radio Kerne. An holl benngerioù zo bet enrollet an eil war-lerc’h egile gant ar gazetennerez Laetitia Fitamant.

Tamm-ha-tamm e vez ouzhpennet ha klokaet an termenadurioù brezhonek ivez.

Gant an holl ditouroù-se e vo tu da sevel arloadoù evel difazierioù skrivañ pe skoazellerioù skrivañ evit ar pellgomzerioù hezoug.

Kavet e vez an holl verradurioù implijet evit Meurgorf war-bouez an ivinell Berradurioù.

Etimologiezh

Raktreset ez eus sevel tamm-ha-tamm notennoù etimologel.

Evit an termenoù saoznek omp en em harpet peurvuiañ war titouroù tennet eus ar Concise Oxford dictionary, 1989. Evit ar c'hembraeg eo Geiriadur prifysgol Cymru a gaver bremañ enlinenn eo zo bet implijet. Erfin, evit ar galleg eo bet heuliet ar CNRTL, Centre national de ressources textuelles et lexicales.

Kemer perzh er raktres

Meret penn-da-benn enlinenn eo ar raktres Meurgorf. An dud a venn kemer perzh er raktres-mañ en ur binvidikaat ar geriadur gant skouerioù nevez a c'hall mont e darempred war-eeun gant skipailh an Ofis publik.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial