Télécharger les mots parents dislonk dislonkadenn dislonkadur dislonkerezh lonkañ
Evel-se eo ez a da goll / Ar garantez dre ar bed-holl, / Ha, gant karantez ar galon, / E kouezh pep vad en ur mor don / Ne zislonko, gant an amzer, / Nemet pense dioc'h ar reier, / Nemet kleñved divronn estren, / Nemet alies danvez gwall den, / Danvez grweg fall, danvez muntrer / Digant magerez deut d'ar gêr.
War bord ar mor o doa c’hoazh marteze muioc’h a ijin an dud, eget en douar bras, evit gellout mont da gaout o beleien, da c’houlenn diganto kuzul evit en em dennañ dibec’h euz a-greiz kement-all a draoù fall, ha digas nerzh d’o eneoù evit harpañ ouc’h fallagriezh an droukspered, dislonket gant an ifern da zaoniñ an dud war an douar.
E zaoulagad a strinke luc’hed, e benn a-dreñv a zislonke moged hag e gerniel, evel tourioù tan, a oa plantet beg unan anezho e kalon al loar.
Gwashañ a zo evidon eo ez eus savet arnev, ur barr teñval a zo o klask dislonkañ ha tomm-brout eo deut da vezañ.
Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.
Evit ar boued em boa dantet ma muzelloù evit chom hep dislonkañ.
Mots précédents
Mots suivants
dislonkerezh