Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.b. 1. Santad a verk n'eus ket a zoujañs evit ub., e prizer dister talvoudegezh, oberoù ub. Kaout dismegañs evit, ouzh ub. Ne'm eus netra nemet dismegañs evitañ ! HS. dismeg, dispriz, fae. 2. Mezh, dizenor. Ober dismegañs da ub. Teuler dismegañs war ub. & Trl. Taol-dismegañs : distokadenn. II. B. Gaou a reer ouzh enor ub. dre gomz, dre an emzalc'h a vez en e geñver. Kaout, gouzañv un dismegañs. Ober un dismegañs da ub.

Exemples historiques : 
31
Masquer la liste des exemples

dismegañs

1659
Référence : LDJM.1 pg contumelie, deshonneur, honte, ignominie, infamie, vergogne

ober dismegañs

1659
Référence : LDJM.1 pg confondre

kaout dismegañs, dizenor

1732
Référence : GReg pg (recevoir du) deshonneur

dismegañsoù

1732
Référence : GReg pg affront

dismegañs

1732
Référence : GReg pg affront, confusion (honte), deshonneur

ober dismegañs

1732
Référence : GReg pg (faire un pas de) clerc

Ne c'hall ket ankounec'haat an dismegañs-se.

1732
Référence : GReg pg digeré (Il ne peut digerer cet affront.)

dismegañs

1850
Référence : GON.II pg dismégañs

dismegañsoù

1850
Référence : GON.II pg dismégañs

un dismegañs vras a zo kouezhet warnezhañ

1850
Référence : GON.II pg dismégañs

« Kaer am boa-me prezeg, den ne rae van ebet, / Hag e-lec'h trugarez[,] dismegañs am beus bet. »

1867
Référence : MGK p75

Tamm dismegañs ne vije bet / Ha pa vije lakaet [ar gwin] war daol ar roue brasañ ; / Tañvaet e voe diwezhat.

1867
Référence : MGK p39

Hag em be dismegañs, me a lavaro c'hoazh / Ne dalv ar verc'h koantañ un den fur, hanter gwaz. Goude dimezioù mat, teuas kalz a re grenn.

1867
Référence : MGK p56

Evit poanioù dister, dismegañs pe rendael, / Ne lavarfent neuze o deus c'hoant da vervel.

1867
Référence : MGK p67

Pa oa aet pep hini en e hent, pa ne chomas mui, e Lesneven, nemet tud kêr ha republikaned diroll, ar soudarded a falvezas dezho lakaat an Aotrou Feburier da baeañ, dre ar marv, an dismegañs en doa graet war Mirabeau ha war ar gouel burzhudus graet en e enor.

1877
Référence : EKG.I. p.187

Ken divalav e kavas an dud kement-se, ma klaskjont, evit diskargañ o c’halon, un hanv da reiñ dezhañ hag a vije an dismegañs ar vrasañ.

1877
Référence : EKG.I. p.309

Krial a rejont war an hini a yoa e-barzh en ur lavaret dezhañ dont er-maez da evañ ur banne ganto, rak achu [e] oa an "enteramant", a-walc’h a zismegañs o doa graet war Landregeriz.

1877
Référence : EKG.I. p.32

E-touez ar bobl, e oa ivez chomet pell ar soñj eus ar galon hor boa diskouezet e Kergidu hag eus an dismegañs o doa an holl evit soudarded Canclaux.

1877
Référence : EKG.I. p.308-309

Ar c’hastiz, avat, emaon-me o vont da skeiñ outo evit o dismegañs ouzhin, a anavezan mat.

1923
Référence : SKET p.112

"dismegañs" gg.

1923
Référence : SKET p.171, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Impudence ; affront, offense, injure'.

Gwashat taol-dismegañs ouzh izili ar Rummad peurbad en em ziskouez dezho gant dilhad intret pe roget, ivinoù lous ha krennet-fall, penn ha korf n’eus bet berad-dour war o zro, treid flaerius, blev hep bezañ gwalc’het, kribet, barrskubet kempenn (2).

1923
Référence : SKET p.63

Droug er c’hilhog. Blinkañ en deus graet eus e yer, evit reiñ dezhe da c’hoût penaos e oa ret dezhañ mont gant ar re all, dindan boan da vezañ disprizet gant an holl, ha da gouezhañ en dismegañs.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.950 (Mae 1924)

dismegañs

1931
Référence : VALL pg affront, avanie

taol-dismegañs

1931
Référence : VALL pg (un) affront

teurel dismegañs war

1931
Référence : VALL pg (faire) affront

-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.

1944
Référence : EURW.1 p.207

Ar gouennoù all o deus kalz dispriz ha dismegañs ouzh ar Bahouined ha n'em em veskont ket ganto.

1985
Référence : DGBD p73

an daou beul-se ne oa ket bet aotre d'o sevel, a c'haller soñjal, nemet e penn traoñ an iliz, ar pellañ ma voe gallet diouzh al lodenn gozh, kuit d'ober dismegañs dezhi

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Arru omp skuizh o welet ar bed renet gant an arc'hant : pinvidigezhioù ar blanedenn laeret da viken, tud mistri war dud all, an aer hag ar morioù saotret, spesadoù loened o vont da get peogwir int bet pesketaet pe chaseet betek re, lies[s]eurted an natur taget, ar baourentez oc'h astenn, toulloù-bac'h ha doareoù eveshaat niverusoc'h-niverusañ, brezelioù evit mestroniañ ar c'hailhegoù hag an eoul-maen, an direizhder hag an dismegañs oc'h astenn, an embregerezhioù prevez o lakaat o c'hrabanoù war madelezh an holl, an deskadurezh, ar yec'hed, an anneziñ, an douar paneveken... N'houllomp ket bezañ kengiriek deus an holl draoù-se a ra poan dimp.

2015
Référence : DISENT p9

Ar seurt dichekadennoù ha taolioù dismegañs ne rae van anezho, evel-just, ha da veno ar braz eus an dud, e zoareoù frank hag hegarat, e vousc'hoarzh bugel leun a hoal, ha gras hep he far an yaouankiz dispar-se a hañvale n'aje digantañ biken a oa drezo o-unan ur respont bastus d'ar falstamalloù - an termen implijet an hini e oa - a lakaet a redek warnañ.

2015
Référence : POLDG p224

Paotr Gamal, wichoude, ne oa ket evit degemer un dismegañs a seurt-se.

2016
Référence : BARAB p23

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux