— « Boulc’hurun !… eme an diaoul kentañ, arabat lavarout amañ anv an Aotrou Doue. » — « Disoñjet am [sic "em"] boa, eme an hini all. Me a daolo evezh ; kendalc’homp ! »
Kerkent, avat, Job a daolas ur sell war gorre an armel, hag e welas warni e falz ; ar falz villiget, disoñjet gantañ an deiz a-raok.
Paket berr an tamm anezhañ, Herri a lavaras din : « Un tamm houarn kozh bennak a zo bet disoñjet e goueled an armel. »
Rak disoñjet em eus da lavarout deoc’h e oant o-daou, Job ha Lom, kendirvi[-]kompez.
— « A ! a ! a ! malchañs !… malchañs !… » a hopas ar voereb. « Disoñjet em boa. Herri… Herri… a zo… beuzet !… malchañs !… » Hag e taolas adarre he fenn a-dreñv, hag e serras he daoulagad.
Pell amzer sur e c'hortozo an Institut Pasteur an dakenn wad-se, rak pa zeuas ar medisin da ober e eil tro, goude kreisteiz, en devoa disoñjet krenn an derzhienn, ur gavadenn en devoa graet, avat : amibennoù a oa bet kavet er fank, da lavaret eo e oa klañv bremañ ar paotr yaouank gant an "dysenterie".
Ha goude-se, d'abardaez, p'oc'h bet a-hed un devezh-labour o c'hoari cowboy, person, baraer ha kere dirak saliadoù damgousket pa zamc'hoapaus, n'hoc'h eus ken c'hoant, ur wech distro d'ar gêr, n'ouzit ket ivez dre beseurt burzhud, rak ne oa ket re splann an hent dirak ho taoulagad ha ne oa ket re sklaer ho penn, neuze n'hoc'h eus ken c'hoant nemet gourvez, kaout sioulder, ha disoñjal pep tra, disoñjal pep tra...
Ar re [kazetennerien] all, anavezet evit bezañ enebourien direizh, a c'hallo bezañ "disoñjet", ha mat pell zo...
Sevenit ho tever, na zisoñjit ket.
Mots précédents
Mots suivants
disoñjded