Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. A. Obererezh prederiañ, soñjal en ub., udb. Ne oa ket evit distagañ e soñj diouzh ar vugale. Ar soñj a ya buanoc'h eget ar sklêrijenn. Ur pec'hed dre soñj : n'eo ket sevenet. Bezañ soñj ub. gant udb. : bezañ o soñjal en udb. & Lavaret d'e soñj : dezhañ e-unan. & Bezañ en e soñj e-unan : dilavar, o prederiañ. DHS. preder, spered. B. 1. Eñvor. Adwelet un darvoud tremenet dre e soñj. 2. KAOUT SOÑJ EUS, EN UB., UDB. : na vezañ ankounac'haet, kounaat en-dro. Soñj mat am eus anezhañ. & Ent krenn Ne'm eus ket a soñj ken. Ma'm bez soñj e rin. & Trl. A-gement am befe soñj : hervez ar pezh am eus soñj anezhañ. & Delc'her soñj eus ub., udb. : strivañ a-benn chom hep e ankounac'haat. Dalc'hit soñj eus ar pezh hoc'h eus desket ! Delc'her soñj ober udb. & Koll ar soñj eus ub., udb. : e ankounac'haat. 3. DONT (DA) SOÑJ DA UB. EUS, EN UDB. : kounaat udb. bet disoñjet. Dont a ra da soñj din eus e anv, piv e oa. [1878] Dont a reas da soñj din en un taol, edo ganen, em godell, va benviajoù tennañ-tan hag ur pennad gouloù-koar. & (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e", "ne") Dont a reas soñj dezhi he doa da ober an dra-se. & Degas da soñj d'ub. eus, en udb., degas da soñj d'ub. ober udb. : e lakaat da gaout koun en-dro. Ar maen-se a zegas da soñj eus un emgann brudet. Degas da soñj din prennañ an nor. II. G. A. 1. Mennozh. Laouen eo gant ar soñj e timezo hep dale. Ar soñj eus ar marv zo skrijus. Dont a ra ur soñj dezhañ. Bezañ e soñjoù gant ub., udb. : bezañ o soñjal ennañ. & Sonjoù du : a denn da draoù trist. & Trl. Malañ, lonkañ, tennañ soñjoù : prederiañ. & Bezañ ub. pe udb. war e soñj : soñjal en den-se pe en dra-se. 2. Meno, kredenn. Lavaret, displegañ e soñj. Selaou soñj ub. Pep hini en deus ur soñj war an dra-se. [1878] Pep hini a lavare he zonj, mez hini anezho ne vele an traou var an du vrao. & Trl. War e soñj, d'e soñj : war e veno. [1878] An Aotrou Krenn ned eas ket war e lerc’h : mont a reas dre guzh d’an Atil Vras, hag ac’hano, war e soñj, e c’hellas mont a-hed ar c’hleuzioù betek Leskoad. & Ober soñjoù : mont da grediñ traoù hep abeg. & (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e", "ne") Gant ar soñj : o krediñ, o hetiñ. Graet en deus an dra-se gant ar soñj e rafe vad dezhañ. 3. Mennad, gwechad prederiañ a-benn kemer un diviz. N'eus nemet ur soñj en e benn. & Kemm soñj : treiñ mennozh. Ne zeufe e soñj den ebet ober an dra-se. Ober hervez e soñj : diouzh e c'hoant. & Trl. Bezañ gant ar soñj da ober udb., kaout soñj da ober udb. : bezañ e-sell da ober udb. Da belec'h en deus soñj da vont. & Bezañ soñj ub. ober, bezañ ub. e soñj da ober : bezañ e-sell da ober. & Lakaat en e soñj ober udb., ober e soñj da ober udb. : bezañ mennet da ober an dra-se, divizout ober an dra-se. & Bezañ, chom etre daou soñj : na c'houzout ervat petra ober. & Ober daou soñj (kent seveniñ udb.) : ober mat e soñj (a-raok e seveniñ). & (db. meur a zen) Bezañ en ur soñj : soñjal ar memes tra. & Bezañ er memes soñj gant ub. : soñjal ar memes tra hag eñ. B. Koun. Me a ouie gwerzioù kaer ha bremañ ne'm eus ket ur soñj enno.

Exemples historiques : 
81
Masquer la liste des exemples

soñj

1659
Référence : LDJM.1 pg pensée

hep soñj

1659
Référence : LDJM.1 pg (par) mesgarde

ober ur soñj

1732
Référence : GReg pg former (Former un dessein.)

graet ur soñj

1732
Référence : GReg pg former (Former un dessein, pp.)

Graet am boa va soñj da vonet da Vrest

1732
Référence : GReg pg former (J'avois formé le dessein d'aller à Brest.)

Fresk-bev eo c'hoazh em penn [sic, fenn] ar soñj eus an istor-se.

1732
Référence : GReg pg frais (J'ai encore la memoire toute fraîche de cette histoire.)

Me am eus soñj a se, evel pa vez oc'h arruout.

1732
Référence : GReg pg frais (J'ai encore la memoire toute fraîche de cette histoire.)

Graet eo bet kement-se hep soñj din.

1732
Référence : GReg pg garde (Cela s'est fait sans que j'y ai pris garde.)

ober e soñj

1732
Référence : GReg pg aviser (s'aviser, songer)

graet e sonch

1732
Référence : GReg pg aviser

bezañ boureviet gant ar soñj eus e dorfed

1732
Référence : GReg pg bourreler (être bourrelé par l'image de son crime)

soñj

1732
Référence : GReg pg but (fin, dessein), dessein (projet, volonté)

n'en deus ken soñj, nemet da dec'het dioc'h al labour

1732
Référence : GReg pg (il n'a d'autre) but (que d'éviter le travail)

e holl soñj a laka da dec'het dioc'h al labour

1732
Référence : GReg pg (il n'a d'autre) but (que d'éviter le travail)

e-keit m'em eus soñj

1732
Référence : GReg pg a propos

Ar madoberioù resevet a ankounec'haer prest hag an droug resevet a zalc'her pell amzer soñj anezhañ.

1732
Référence : GReg pg airain (Les injures s'écrivent sur l'airain, & les bienfaits sur le sable.)

pa em eus soñj

1732
Référence : GReg pg a propos

mougañ ar soñj eus a un dra

1732
Référence : GReg pg éteindre (le souvenir d'une chose)

soñj

1732
Référence : GReg pg commemoration (souvenir)

soñj parfet

1732
Référence : GReg pg consideration (reflexion, prudence)

diskuliañ e soñj da un all

1732
Référence : GReg pg découvrir (ses sentiments, s'ouvrir à quelqu'un)

va soñj voa monet da Gemper

1732
Référence : GReg pg (j'avois) dessein (d'aller à Quimper)

e soñj gwelet va lignez

1732
Référence : GReg pg (a) dessein (de voir ma famille)

don er soñj

1732
Référence : GReg pg écrit (dans la memoire)

e soñj a zo dismantet

1732
Référence : GReg pg (sont) dessein (est avorté, son projet a resté sans effet)

Likit en hoz soñj penaos ezmañ amañ.

1732
Référence : GReg pg figurer (Figurez-vous qu’il est ici.)

soñj

1850
Référence : GON.II.HV pg soñj, soñjen

Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer; gant ar soñj d'o lakaat bravoc'h, e varellas anezho a dammoù galleg dastumet e kêr, traoù ken divalo ha ken iskis e brezhoneg ma'z int evel kozh peñselioù ruz pe c'hlas gwriet ouzh ur sae wenn gant ur c'hemener mezv-dall.

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : / "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, / Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, / An naon, ar yeot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, / Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, / E peurjon er prad-se ledander va zeod.

1867
Référence : MGK p25-26

Mat, va soñj eo distreiñ d’am c’houent ; re hir on chomet da zibriñ eus ho para.

1877
Référence : EKG.I. p.50

E-touez ar bobl, e oa ivez chomet pell ar soñj eus ar galon hor boa diskouezet e Kergidu hag eus an dismegañs o doa an holl evit soudarded Canclaux.

1877
Référence : EKG.I. p.308-309

Me a oar peger start eo bet emgann Kergidu, ha soudarded Canclaux a zalc’has ivez pell soñj penaos e oant bet teurket ganeomp-ni.

1877
Référence : EKG.I. p.308

Hag ez eas, kasoni en e galon, soñjoù kriz en e benn, d’en em ginnig d’an hini a gase, en hanv ar republik, an traoù en-dro e kêr Gastell, hag e lavaras dezhañ e oa den da gregiñ e kement beleg disent a yoa etre Kastell ha Lesneven, a-hed an aod, ha d’o c’has holl, er memes dervez, d’ar prizon, gant ma vije roet dezhañ tri-ugent soudard hepken.

1877
Référence : EKG.I. p.242

Soñj ac’h eus eus a Doull-al-Lakez, e-harz Pont Krist, war hent Ploueskad ?

1877
Référence : EKG.I. p.201

Kaout a rae d’an dud diskiant-se e c’helljent displantañ eus a galon an den ar soñj a Zoue, abalamour ma ne lezent e hanv nag e skeudenn na war goad, na war gwer, na war maen.

1877
Référence : EKG.I. p.172-173

Me a lakaio diskar d’an traoñ tour bras Sant-Tegoneg ha freuzañ hoc’h iliz ker kaer, hag er c’hiz-se, ne chomo netra ganeoc’h evit digas da soñj deoc’h eus ho falskredennoù hag eus a ziotachoù an amzer gozh.

1877
Référence : EKG.I. p.171

Mar gellez kemeret an tec’h da-unan, dalc’h soñj mat da vont da Vaner Sant-Yann-Kerdaniel [sic], un teir lev bennak ac’halen.

1877
Référence : EKG.I. p.78

Ne zalejomp ket d’en em gaout e Runveuzid, rak ne gredan ket e ve, kement ha m’am eus soñj, ouc’hpenn ur c’hardeur bale etre Sante-Kroaz ha Runveuzid.

1877
Référence : EKG.I. p.70

Marteze an tennoù fuzuilh a denne ar chaseerien a zigase da soñj dezhañ eus a verzherenti e genvreudeur.

1877
Référence : EKG.I. p.55

O youl a gouezhe zoken war draoù ha n’o doa talvoudegezh ebet evito : N’o doa ken c’hoant, a gredan, nemet da zistrujañ kement tra a c’hellfe digas da soñj dezho eus un Doue en neñv hag a roio da bep hini hervez e oberoù.

1877
Référence : EKG.I. p.30

Hag e teuas da soñj din e gwigour ar gleizenn hag e grigoñs ar vuduren. Anat e oa din e oan dizoloet hag edo ar c’hlask war va lerc’h ; n’oa ket brav an traoù ganen.

1878
Référence : EKG.II p.125

Dont a reas da soñj din en un taol, edo ganen, em godell, va benviajoù tennañ-tan hag ur pennad gouloù-koar. Alumiñ a ris va goulaouenn...

1878
Référence : EKG.II p.42

Ne deuas ket zoken em [f]enn laosker va mallozh war an dispac’herien ; ur soñj all a yoa em spered.

1878
Référence : EKG.II p.50

Pep hini a lavare e soñj, mes hini anezho ne wele an traoù war an du vrav.

1878
Référence : EKG.II p.59

An Aotrou Krenn ned eas ket war e lerc’h : mont a reas dre guzh d’an Atil Vras, hag ac’hano, war e soñj, e c’hellas mont a-hed ar c’hleuzioù betek Leskoad.

1878
Référence : EKG.II p.59-60

Pa brenomp un tamm houarn en ti ar marc'hadour, na deu ket da soñj dimp penaos an tamm houarn-se n'e[o] ket bet bepred er stumm 'mañ bremañ.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Plouneve[z]iz o devo joñj da votiñ ‘vit an daou-se, rak ober a reont kalz a vad er barrouz, hag ober a rafent muioc’h c’hoazh.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

— Kanfarded ! ar wialenn… Soñj hoc’h eus ?… ar wialenn !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

Soñj hoc’h eus, mamm : pa skoent warnon gant o gwalinier er presbital, me n’em boa graet netra a zrouk.

1925
Référence : BILZ2 p.132

Evurus Izabel da ober plijadur dezhe ha d’o bugale vihan, soñj mat dezhi en deizioù glac’harus he devoa gwechall gouzañvet.

1925
Référence : BILZ2 p.177

Soñj am eus eus hiniennoù a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout ur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…

1944
Référence : EURW.1 p.198

E soñj dezhañ a oa prouiñ, kent e varo, daou dra : Da gentañ, ne oa ket hor c’hentadoù-ni, Bretoned, diskennidi eus Bretoned Breizh-Veur, hogen nized vihan pell an Arvoriz, breudeur d’ar C’halianed.

1944
Référence : EURW.1 p.209

Ar c'hinnig-se a lezas ac'hanomp etre daou soñj.

1944
Référence : EURW.1 p36

Mat, an ti-se a zo bet satanazet ha marteze zoken, ar re gozh o deus dalc’het soñj : hanter-kant vloaz ’zo e teuas Satanaz e-unan da chom e-barzh an ti. Gwelomp penaos.

1944
Référence : ATST p.10

Lukaz a selle outo, ha souezhet e chome, pa zeue soñj dezhañ eus doare digristen an daou zen yaouank da zegemer ar c’heloù eus marv o eontr, ha ne voe ket bet evit en em virout da lavarout d’e wreg un dra hag a oa anavezet eus Karreg an Tan betek Menez-Hom ["Menez-C'hom"] : — « Ar re-se a zo daou istrogell. »

1944
Référence : ATST p.16

Ma oa prim Job, lemm e oa ivez e spered ; dont a reas dezhañ ur soñj kaer.

1944
Référence : ATST p.34

N’em eus ket a soñj ken petra o doa respontet, mes, sur, o doa graet d’o c’herent ur respont faos, rak ar wirionez en o genou a oa un dra souezhus evel pempvet troad ar maout.

1944
Référence : ATST p.37

« Ha c’hwi, Job, petra emaoc’h o soñj ober, an abardaez-mañ ? »

1944
Référence : ATST p.39

Ur vezh eo d’ur paotr yaouank chom ken diwezhat en e wele. Bremaik e teuio ar re all d’o lein ; ha c’hwi n’emañ ket en ho soñj sevel ?

1944
Référence : ATST p.69

'Benn ar fin e teuas din da soñj eus ali ma mamm : « Ma ne vez ket evit kousket, an diaoul a zo kaoz ».

1944
Référence : EURW.1 p33

Edo e soñj mont da gavout e voereb da gomz dezhi diwar-benn an heritaj, ha setu n’en doa ket amzer !

1944
Référence : ATST p.128

Mes war ar memes soñj gant ma c'herent e oa teir familh all eus ar barroz, kas o faotred d'ar golaj, hag an teir familh-mañ o doa dibabet kloerdi bihan Gwengamp, Itron-Varia-ar-Gabusined.

1944
Référence : EURW.1 p29

Me a yae da-heul, ha derc'hel a rin da viken soñj dudius eus predoù fetis ar maezioù en amzer-se ma lavared dre holl Frañs : « La Bretagne, pays pauvre, terre des landes et des bruyères, où l'on se nourrit encore de pain noir et de gruau (?) ».

1944
Référence : EURW.1 p27

E vamm intañvez en dizalias start, kement ha ken bihan, ma sentas outi ; mes ne oa ken e soñj gant al labour-douar ; uheloc'h en doe c'hoant da sevel.

1944
Référence : EURW.1 p11

Evel-se emañ an Amerikaned holl : p’en en dommont ouzh tra pe dra, ne chomont ket da blediñ gant soñj ar sellerien.

1944
Référence : EURW.1 p.190

Kregiñ a reas egile en e vilgin, hag e sile dezhañ en e skouarn. - N'ho pefe morse soñjoù lous ?

1949
Référence : SIZH p.47

- Ya ! ha soñj a zegaso dit ar Werc'hez Santel-dreist eo merc'hed krouadurien Doue ivez…

1949
Référence : SIZH P.51

- Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel. Hogen, ma anzavin ouzhit, me n'eo ket gant va diantegezh em beve[z] nec'h ar muiañ ; gant va ourgouilh, ne lavaran ket. Me 'zo ken bras va lorc'h gant ar soñj e vin beleg ha manac'h, m 'am beve[z] aon da gouezhañ e pec'hed ar spered.

1949
Référence : SIZH p.54

- Pa 'z eus meneg avaloù, breur Arzhur, e lavarin deoc'h n'am [sic, ne'm] eus ket debret Aval Skiant ar Mad hag an Droug, ha n'ouzon ket pe soñj a zo aet dre ho penn, o reiñ dimp hoc'h abadennig termaji.

1949
Référence : SIZH p.62

Ha koulskoude, nann ! N'eo ket davet ur vaouez ez ae. Biskoazh seurt soñj !...

1949
Référence : SIZH p.44

Mont a rae e soñjoù da vale bro, dispak-bras o eskell. C'hoant en doa, eñ e-unan, mont da redek.

1949
Référence : SIZH p.47

Kregiñ a rae ar breur Arturo gant e zent en e vuzell-draoñ. Sailhat a rae a bep seurt soñjoù en e benn...

1949
Référence : SIZH p.49

Ya ! soñj am eus, urzh en deus bet / D'am diwall amañ gant evezh.

1960
Référence : PETO p43

Beuzet en e soñjoù, e tav adarre da gomz.

1960
Référence : PETO p42

Ur soñj vat hor boa bet p'hor boa kroget, ha ni war-dro Ntoum, da lakaat ar re a veze dibrez da vont da glask delioù rafia, a vez "gwriet" da ober "koloennoù" da deiñ al lochennoù.

1985
Référence : DGBD p99

Dalhet em-eus, e gwirionez, euz an amzer-ze, eur zoñj vad, hag an dra-ze eo a 'fell din lavared amañ d"am nized ha nizezed bihan. (Dalc'het em eus, e gwirionez, eus an amzer-se, ur soñj vat, hag an dra-se eo a fell din lavaret amañ da'm nized ha nizezed bihan).

1985
Référence : AMRZ p.7

Ur c'hreistevezh e voemp avat pedet da vont d'hor pred e ti un den hag a oa o chom dirak ar mor e Pointe Clairette, un den ha n'am eus ket adwelet abaoe na dalc'het soñj eus e anv zoken.

1985
Référence : DGBD p43

Ho pet soñj avat e sav Itron Varia an Edeier e-kreiz douar bouedek, mat da winizh hag e oa c'hoarvezet enni, a zo kaeroc'h, dres p'edod o tarbar adsevel anezhi, ur burzhud a'n estlammusañ

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 7

An eil elfenn, gall he doare, eo eizh peul bras lodenn eeun ar chantele hag a zegas da soñj eus re Chartres pe Reims, gant o c'halonenn greiz tev hag o feder c'holonenn gostez

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 11

Lakaat a ran an alc'hwez er potailh etre daou soñj, troet kentoc'h da devel ma genoù.

2015
Référence : EHPEA p26

Re all ac'hanomp o deus dalc'het soñj ivez marteze eus ar c'hentelioù skolaj pe lise - arabadus a-wezhioù - ma veze sachet ar gaoz war droioù-kaer ha kurioù saouzanus harozed brezelioù Troia.

2016
Référence : ILIAS p. 3

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux