1. Gwechad soñjal.
Ur soñjezon vat. Ne gouskis ket gant ar soñjezonoù teñval a vage ma faltazi. Yann a oa o vagañ soñjezonoù.
2. Mennozh.
N'o deus soñjezon ebet war an tu-se. An den-se na chom ket da bismigañ e soñjezonoù.
HS. soñj.
Goude en em lakaan da soñjal [e] peseurt pec'hedoù am eus kometet an deiz-se, er soñjezonoù, er c'homzoù, hag en euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eveus ar re am eus kavet kometet ganin o propoziñ mont da gofes hag en em gorrijañ.
Goude en em laquaff da soi/gall [songall] pe seurt pechedaou a-m eux commetet an dez se, en songesounaou, en comsaou, hac en euraou, hac ez goulennaff pardon ouz Doue eues an re am-eux caffet commettet gueneuff, oz proposiff mont da coffes, hac en em corigaff.
1622
Référence :
Do.
p52
Goude-se, goulenn kont digant hon ene eus a gement pec'hed nag ofañs en deus graet a-enep Doue an deiz-se, en soñjezonoù, er c'homzoù, en euvroù hag en ankounaat ouzh en em aretiñ priñsipalamant war ar pec'hedoù pe da re omp muiañ subiet.
3. Goude se goulen cont digant hon eneuff ves à quement pechedaou [sic] nac offansou [sic] en deues gret à enep Doue an dez se, en songesounaou, en comsaou, en euraou, hac en ancoufhat, ouz en em arrety principalamant voar an pechedaou pe da re omp muyhaff subiet.
1622
Référence :
Do.
p54
soñjezon
songeson
1659
Référence :
LDJM.1
pg pensée
Goude en em lakan da soñjal peseurt pec'hedoù em eus kometet en deiz-se e soñjezonoù, komzoù, hag euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eus ar re am eus kavet kometet genen, en ur bropoziñ o c'hofes, hag en em gorrijañ.
Goude en em laquân da songeal pe seurt pec'hedou emeus commettet en deiz-se e songæsonou, compsou, hag œuvrou, hag e oulennân pardon ous Doué eus ar re ameus ca/vet commettet guenên, en ur proposi o c'hoffés, hag en em corrigea.
1677
Référence :
Do.
p53
soñjezonoù
soñjézonou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg soñjézon
soñjezon
soñjézon
1850
Référence :
GON.II.HV
pg soñjézon
Dre ma kerzhemp, evelato, soñjezonoù teñval a save d'hor penn.
Dre ma kerzemp, evelato, soñjezonou teñval a save d'hor penn.
1944
Référence :
EURW.1
p36
An eil abardaevezh e Pariz, a [sic] oamp pedet da goaniañ e ti Erwan Berthou, o oa dimezet d'un Normandez, Loeiza Mezeray, ur wreg hegarat hag a seblante karout kalz he gwaz ha hanteriñ penn-da-benn e soñjezonoù.
An eil abardaevez e Pariz, a [sic] oamp pedet da goania e ti Erwan Berthou, o oa dimezet d'eun Normandez, Loeiza Mezeray, eur wreg hegarat hag a seblante karout kalz he gwaz ha hanteri penn-da-benn e soñjezonou.
1944
Référence :
EURW.1
p.155
Ya ! karet he dije gouzout, gouzout, mes ne ouie netra ebet, netra ; hag ar soñjezonoù spontusañ, terruplañ, strafuilhusañ a rede, a gorolle, a zaoulamme en he spered pennfollet.