Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechad soñjal. Ur soñjezon vat. Ne gouskis ket gant ar soñjezonoù teñval a vage ma faltazi. Yann a oa o vagañ soñjezonoù. 2. Mennozh. N'o deus soñjezon ebet war an tu-se. An den-se na chom ket da bismigañ e soñjezonoù. HS. soñj.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Goude en em lakaan da soñjal [e] peseurt pec'hedoù am eus kometet an deiz-se, er soñjezonoù, er c'homzoù, hag en euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eveus ar re am eus kavet kometet ganin o propoziñ mont da gofes hag en em gorrijañ.

1622
Daveenn : Do. p52

Goude-se, goulenn kont digant hon ene eus a gement pec'hed nag ofañs en deus graet a-enep Doue an deiz-se, en soñjezonoù, er c'homzoù, en euvroù hag en ankounaat ouzh en em aretiñ priñsipalamant war ar pec'hedoù pe da re omp muiañ subiet.

1622
Daveenn : Do. p54

soñjezon

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pensée

Goude en em lakan da soñjal peseurt pec'hedoù em eus kometet en deiz-se e soñjezonoù, komzoù, hag euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eus ar re am eus kavet kometet genen, en ur bropoziñ o c'hofes, hag en em gorrijañ.

1677
Daveenn : Do. p53

soñjezonoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg soñjézon

soñjezon

1850
Daveenn : GON.II.HV pg soñjézon

Dre ma kerzhemp, evelato, soñjezonoù teñval a save d'hor penn.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

An eil abardaevezh e Pariz, a [sic] oamp pedet da goaniañ e ti Erwan Berthou, o oa dimezet d'un Normandez, Loeiza Mezeray, ur wreg hegarat hag a seblante karout kalz he gwaz ha hanteriñ penn-da-benn e soñjezonoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.155

Ya ! karet he dije gouzout, gouzout, mes ne ouie netra ebet, netra ; hag ar soñjezonoù spontusañ, terruplañ, strafuilhusañ a rede, a gorolle, a zaoulamme en he spered pennfollet.

1944
Daveenn : ATST p.53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial