Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k. A. V.k.e. DISPEGAÑ UDB. DIOUZH UDB. ALL. 1. Lemel, tennañ udb. diouzh udb. all ma oa peget. Dispegañ paper diouzh ar voger. ES. pegañ. 2. Dre ast. Distagañ. Dispegañ brennig diouzh ar mein. Dispegañ a reas goustadik gwrizioù ar wezenn diouzh an douar. 3. Tennañ udb. eus al lec'h m'emañ dalc'het, sanket, h.a. Dispegañ e dreid diouzh al lec'hid. Dispegañ a reas an higenn diouzh ar pesk. & Dre skeud. Huanadiñ ha klemm a rae evit dispegañ ur gwenneg bnk. diouzh o yalc'h. 4. Pemdez (db. an taolioù) Darc'haouiñ. Hennezh a zispege bazhadoù pa skoe. [1924] [U]r grabanad en deus tapet, ha dispeget mat, m’en asur deoc’h. HS. distagañ. 5. Trl. skeud. Na zispegañ e zaoulagad diwar ub., udb. : o delc'her warnañ. Ar c'hi ne zispege ket e zaoulagad diwar an den. 6. V.k.e. (db. ar yezhoù) Distagañ. Na dispegañ mat a ra yezh ar vro ! B. V.k.d. 1. DISPEGAÑ DIOUZH UDB. : tennañ e zorn diwar ar pezh a zalc'her pe diwar ar pezh en em zelc'her outañ. Dispegit diouzh ma dorn mar plij. N'emaout ket er skol ! a lavaras din, en ur zispegañ diouzh ma brec'h. O tispegañ diouzh an aspled e riklas a-hed an aros. Ar bleiner ne zispege ket diouzh ar rod-stur. & Dre skeud. Dispegañ diouzh e beadra, e zanvez : dilezel e vadoù. 2. DISPEGAÑ DIOUZH UB. : tennañ e zorn diwar ar pezh a zalc'her pe diwar ar pezh en em zelc'her outañ. C'hoant hoc'h eus da dec'hel diouzhin met me ne zispegin ket diouzhoc'h ! & Tr. estl. Pemdez Dispeg diouzhin ! : lez ac'hanon e peoc'h. II. V.g. 1. Diskregiñ. Mar ne lakaez nemet begoù da dreid war bizhier ar skeul, emaout e riskl da zispegañ ha da gouezhañ. 2. Mont kuit diouzh udb. all ma oa peget, staget. Ar patatez-mañ ne zispegont ket diouzh ar gaoter. 3. Dre ast. Mont diwar-dro, pellaat. Ar mor n'en deus ket dispeget diouzh ar bili. 4. Dre skeud. Kaout an dizober eus udb. Honnezh a vo pell o tispegañ diouzh an diaesterioù-se. 5. Paouez gant ul labour, un afer, h.a. Diwall da zispegañ re abred. 6. Dre skeud. (db. ar c'hleñvedoù, ar santadoù) Mont kuit diwar ub. Ur gomz vil chomet peg ouzh ma c'halon ha na zispego biken. Kleñvedoù ha na zispegont ket. III. V. em. 1. EN EM ZISPEGAÑ DIOUZH UDB. : e zilezel. Kregiñ a reer ennañ met eñ en em zispeg eus e vantell hag a dec'h kuit. 2. EN EM ZISPEGAÑ DIOUZH UB. : en em dennañ a-dre e zaouarn. Fouge a oa enno da vezañ gallet en em zispegañ kerkoulz marc'had diouzh un den ken rust.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

dispegañ diouzh

1659
Référence : LDJM.1 pg decrocher

dispegañ

1659
Référence : LDJM.1 pg d[e]mordre

dispegiñ

1732
Référence : GReg pg demontrer (montrer clairement & evidemment)

dispeget

1732
Référence : GReg pg demontrer (montrer clairement & evidemment)

ne zispeg ket aes

1732
Référence : GReg pg (il est dur à la) desserre

dispegañ

1732
Référence : GReg pg demordre

an ifern kriz ha kruel ne zispeg nepred eveus ar pezh en devez ur wech lonket

1732
Référence : GReg pg (l') enfer (impitoïable ne rend jamais ce qu'il a une fois pris)

Skrimpañ a rejont buan war ar c’hleuz ; mes p’edont o tiskenn en tu all, soudanenn an Aotrou Breton a spegas ouc’h ur c’hef derv hag en dalc’has a-ispilh. Filip a rankas dont en-dro d’en dispegañ, hag, e-pad keit-se, ar soudard a c’hounezas kement warnezho, ma n’edo ket ouc’hpenn kant paz ken war o lerc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.303

Fouge enno o vezañ gellet en em zispegañ kerkoulz marc’had diouc’h un den ker rust ha ker garv hag an Aotrou Breton, ha bremañ leun o godelloù a arc’hant, ar soudarded a ya laouen war-zu Kleder.

1877
Référence : EKG.I. p.247

Evel-se ne voen ket pell evit dispegañ ar skeul dioc’h an ti ha dont ganti en-dro.

1878
Référence : EKG.II p.50

Furchal a rae en e eñvor, hag ac’hane e tispege tra pe dra : ur gaoz, un divinadell, un ouidell.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, penngamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwashoc’h-gwazh an eil eget egile, evit dispegañ diouzh yalc’h ar belerined un diner, ur gwennegig bennak marteze.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Ar mor a led e wagennoù war an traezh, a astenn e divrec’h en-dro d’ar ger[r]igi, d’ar bili ; kelc’hañ a ra al listri, an taolioù-mor a strop o mogerioù, a freg warne, nebeut ha nebeut [,] tamm ha tamm e tispegont an traezh eus ar vein, ar mor a sav, strinkañ a ra, lammet a ra er bagoù, disjuntrañ a ra an tourioù.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

E gomz n’oa ket gantañ peurechuet, ma oa dorn Bilzig war e jod ; ur grabanad en deus tapet, ha dispeget mat, m’en asur deoc’h.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Ac’hane betek ar gourlen, an daou baourkaezh archer o deus bet trawalc’h da ober evit dispegañ o zreid pounner diouzh an traezh lec’hidus, gleb ha gwak.

1925
Référence : BILZ2 p.131

Evurus, sioul, ec’h event o bannac’h gwin-ardant en osteleri ; evurus e c’houzañvent ar joausted a save a-nebeudoù war o spered hag a zispege diwar o c’halon ar moustrer a oa bet darbet dezhañ o mougañ.

1925
Référence : BILZ2 p.113

Ur wech echu al labour-se e vije aes heuliañ ar c'hefioù hag o dispegañ diouzh ret.

1985
Référence : DGBD p183

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux