Ar Breizhad, evitañ da vezañ dispont dirak an tan hag an dir, a zo aonik, spontik-meurbet dirak an divroidi ; pe evit lavaret gwell, ar Breizhad a lez e skiant-vat a-gostez evit krediñ ha mont da heul an hini a deuio da gontañ dezhañ sorc’hennoù burzhudus, dispar ha diskiant, ma n'eo ket eus e vro, ma ne gomz ket yezh e dudoù-kozh ; abalamour da se ez aed a-unan gant an divroidi a rae en hor bro an traoù fall a gontañ amañ.
dispont
Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.