Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Na spont ket. Daou zen dispont. Dispont e oa rak ar marv. HS. dizaon. ES. aonik, spontik.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

An dispontañ rak ar marv / Eo ar gwellañ kristen a zo.

1867
Daveenn : MGK p100

Henhont, ar c’habiten Kivoron, evitañ da vezañ ur bleiz-mor ha dispont dirak ar Saozon, a gren dirak e wreg ; kaset ha digaset e vez ganti evel ur bugel.

1877
Daveenn : EKG.I. p.223

An divroidi disakret, war o c’hleuz e-mesk al lann, en em guzulie evit lazhañ, evel loened gouez noazus, kristenien vat Breizh-Izel ; koueriaded Gwimilio, Sant-Tegoneg hag ar re all, a deue gant an hent, dinec’h ha dispont, en ur bediñ Doue a-greiz o c’halon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.164

Ar Breizhad, evitañ da vezañ dispont dirak an tan hag an dir, a zo aonik, spontik-meurbet dirak an divroidi ; pe evit lavaret gwell, ar Breizhad a lez e skiant-vat a-gostez evit krediñ ha mont da heul an hini a deuio da gontañ dezhañ sorc’hennoù burzhudus, dispar ha diskiant, ma n'eo ket eus e vro, ma ne gomz ket yezh e dudoù-kozh ; abalamour da se ez aed a-unan gant an divroidi a rae en hor bro an traoù fall a gontañ amañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.173

dispont

1931
Daveenn : VALL pg brave

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Daveenn : EURW.1 p15-16

Divarc'het ez on krenn, mezhekaet hag uvel / Dirak ho nerzh-kalon ken dispont hag uhel ; / N'ouzon ket petra d'ober 'vit ho trugarekaat.

1960
Daveenn : PETO p48

'C'hanta ! paotred, leueoù gwener, / 'Vel merc'hejoù, gwak ha tener, / Pa 'z oc'h ken dispont ha yer-dour, / N'ho po 'met triñchin e-lec'h pour.

1960
Daveenn : PETO p52

Plumachenn wenn war gern e benn, / Da Sant Mikael arc'hael e tenn / Ha lâret ' vefe c'hoazh ez eo / Ur stourmer mat, ur marc'heg glev / A lez Arzhur, ar roue fur, / O kantren dispont ha gant kur, / Entanet-holl, da glask ar Graal, / Ar Bezel sakr kollet gwechall.

1960
Daveenn : PETO p56

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial