Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Lemel (diouzh un toull, diwar un hent, h.a.) ar pezh zo ouzh e stankañ. Distankañ un duellenn. Distankañ un toull. Ul louzoù mat da zistankañ ar fri. 2. Distankañ kontell un arar : he diac'hubiñ eus an traoù berniet warni. 3. Dizoare Distankañ ur plac'h : he lakaat da goll he gwerc'hded. B. Dre skeud. Disac'hañ ub., e garr, h.a. Mont a rin d'e zistankañ bremaik. C. (db. ar plant diwanet) Distankañ karotez, pour, h.a. : lemel lod anezho dre m'emaint re dost an eil d'eben. II. V.g. 1. (db. an dour) Mont er-maez eus an naoz. Deuet ar glav da gouezhañ, an doureier da zistankañ, an avelioù da c'hwistañ war an ti-se, ne fiñvo ket. 2. (db. ar fri, ar c'hourlañchenn) Dont da goll ar pezh a oa ouzh e stankañ. Dont a ray e c'houzoug da zistankañ. III. V.k.d. Distankañ war udb. : e lezel da vont. Distankañ war ar frankizoù ha treiñ ar frankizoù e lezennoù.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

distankañ

1659
Référence : LDJM.1 pg deboucher

distank ur stank, ul lenn

1732
Référence : GReg pg (faire) écouler (l'eau d'un étang)

distankañ

1732
Référence : GReg pg debonder (ôter la bonde d'un étang), déboucher (ôter ce qui bouche)

distañket

1732
Référence : GReg pg debonder (ôter la bonde d'un étang), déboucher (ôter ce qui bouche)

distankiñ

1732
Référence : GReg pg déboucher (ôter ce qui bouche)

distankañ

1850
Référence : GON.II pg distañka

distanket

1850
Référence : GON.II pg distañka

it da zistankañ al lenn

1850
Référence : GON.II pg distañka

Ar wech-mañ, marteze gant aon ne chomje ar vanifesterien e-pad tout an noz, ec'h asantas ar prefed distankañ ar pont.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Goulenn a ran digant Vlasopoulos klask gouzout ha distanket eo bet kreiz-kêr ha dont a ra ar respont ez eo gwashoc'h c'hoazh ar veskailhez hag ez eo diwirheñvel e vije digoret en eurvezhioù o tont.

2015
Référence : EHPEA p54

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux