Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. (db. ar c'havennoù) [1985] Leuniañ (un toull, h.a.) gant douar, atred pe draoù all. [1985] Labourerien o stankañ ar chekoù hag ar poulloù-pri a oa bet graet e-pad ar glaveier. Stankañ un toull. Stankañ ar poulloù-pri war an hent. Taolet e voe mein hag atred er puñs ken e voe stanket gantañ. Stanket e vo pep flagenn hag izelaet pep torgenn. & Trl. Stankañ e fri : e stardañ gant e vizied kuit da glevet ar c'hwezhioù. Ar merc'hedigoù a stanke o fri pa dremenent e-kichen ar c'hañval. & Stankañ e zivskouarn : lakaat e vizied enno kuit da glevet, ha dre ast., chom hep ober diouzh komzoù klevet digant ub. Dleet e ve stankañ an divskouarn ouzh ar rebechoù-se. 2. (db. an digoroù, an hentoù, h.a.) Lakaat, ober ur skoilh. En e di e oa ur c'hav stanket gant un nor houarn. Stankañ an hent d'ar c'hirri. Stankañ ar ribinoù graet gant ar chatal. Ur bern keuneud a stanke an hanter eus an hent. 3. Serriñ. Stankañ an nor ouzh ub. Stankañ a reas ar Saozon an hent ouzh listri Bro-C'hall. & Dre skeud. Stankañ an hent ouzh an dienez. Tud sot a stanke hent ar studi ouzh ar re yaouank. 4. (db. ar goulioù) Mirout ouzh ar gwad a redek diouzh ur gouli. Al louzaouenn-se zo mat evit stankañ un troc'h. & Dre ast. Eno e voe gwalc'het o goulioù ha stanket ar gwad : miret outañ a redek. 5. (db. an dourredennoù) Mirout ouzh red ur stêr, ur wazh, h.a. Stankañ ar wazh. 6. Trl. skeud. Stankañ e c'henoù, e veg, e forn, e riboul, e veol da ub. : e lakaat da devel en ur drec'hiñ warnañ dre ur gomz lemm. & DIZOARE Stankañ toulloù : kaout darempredoù rev gant merc'hed. II. V.g. A. (db. al liñvennoù) 1. Paouez a redek. A-benn ur pennad e stankas ar gwad. 2. Poulladañ. Evel ma oa pri e douaroù ar vro, e chome an dour da stankañ. B. 1. (db. ar sanioù, ar c'hanioù, an tuellennoù, h.a.) Dont da vezañ ac'hubet gant traoù a vir ouzh red an dour pe ul liñvenn all. Deuet eo ar c'han da stankañ tamm-ha-tamm. 2. (db. ar poulloù-dour) Dont da vezañ leun gant traoù all estreget dour. Ar poull-mañ, dre ma ne servije ket ken, a oa deuet da stankañ. 3. [1943] (db. an hentoù, un tremen) Bezañ ac'hubet gant strouezh, drez, h.a. [1943] Ar frailhoù pe fiñvadennoù-douar o deus a-wechoù kemeret perzh e neuziadur ar c'haniennoù, en ur lakaat an dilerc'hiadurioù a stanke ar ganienn da risklañ. Dont a ra buan ar gwenodennoù da stankañ pa ne vezont ket darempredet. 4. (db. ar mekanikoù) [1931] Chom a-sav, paouez da vont en-dro. 5. Klozañ. En-dro d'an dachenn e stankis gant ur c'hael peulioù. 6. (db. ar goulioù) Kigañ. Louzoù ar vezeien a reas d'ar gouli stankañ. DHS. kleizhennañ. 7. Bezañ leun a draoù. Dre ma'z are e oa deuet an teil da verniañ ha kontell an arar da stankañ. III. V.k.d. 1. [1659, 1931, 1985] Stankañ ouzh ub. : mirout outañ a ober, herzel ouzh an tremen. [1985] Stankañ ouzh an dour a zo krog da redek. Gwelet a rit, me n'on mat da seurt ebet, nemet da stankañ ouzh ar re all. 2. Stankañ war udb. : lakaat, ober ur skoilh war udb. Lakaat a rejont, ouzhpenn, ur maen da stankañ war ar bez.

Exemples historiques : 
44
Masquer la liste des exemples

stankañ

1499
Référence : LVBCA p188

stank

1659
Référence : LDJM.1 pg etouper

stankañ

1659
Référence : LDJM.1 pg boucher

stankañ ar gwad

1659
Référence : LDJM.1 pg etancher (le sang)

stankañ an henchoù ouzh

1732
Référence : GReg pg coupper (les passages)

stankiñ

1732
Référence : GReg pg étancher (empêcher de couler), fermer

stankañ

1732
Référence : GReg pg boucher (fermer les passages de l'air, du vent), (un fût qui coule, une chauffée qui laisse perdre l'eau), combler (remplir un creux, un vuide), engorger (fermer un passage destiné à faire écouler des eaux, ou les humeurs du corps), étancher (empêcher de couler), fermer

stanket

1732
Référence : GReg pg boucher (fermer les passages de l'air, du vent), combler, , engorger (fermer un passage destiné à faire écouler des eaux, ou les humeurs du corps), étancher (empêcher de couler)

stankañ e zivskouarn

1732
Référence : GReg pg (se) boucher (les oreilles)

stankañ ur chaoser

1732
Référence : GReg pg (etancher une) chaussée (qui laisse perdre l'eau)

stankañ ar gwad

1732
Référence : GReg pg arrêter (le sang)

stanket ar gwad

1732
Référence : GReg pg arrêter (le sang)

stankañ a ra ar c'han

1732
Référence : GReg pg (le tuyau s') engorge

n'heller ket stankañ ar gwad

1850
Référence : GON.II pg stañka

stanket eo an distrouilh

1850
Référence : GON.II pg distroul

Lakait un nebeud kourrez amañ, evit stankañ an dour.

1850
Référence : GON.II.HV pg kourrez (Mettez un peu de corroi ici, pour arrêter l'eau).

stankañ

1850
Référence : GON.II pg stañka, stañkadur, stañka, stoufa, stouva

stanket

1850
Référence : GON.II pg stañka

stankit ho tivskouarn

1850
Référence : GON.II pg stañka

« Lost, penn hag all ker bihan on, / Ne c'helloc'h ganen-me stankañ / Toull ho kildant ar bihanañ. »

1867
Référence : MGK p41

Distanañ a rae ar gouli nebeut-ha-nebeut, hag a-benn ur pennad e stankas ar gwad, rak abaoe m’oan en em lakaet da vale, e oa digoret ar glaz.

1878
Référence : EKG.II p.24

Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.

1923
Référence : SKET p.69

va re-me) a yeas en dro ken na zifindaone ! Eur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouz va fenn ha bec'h ivez d'ezi, da gas ar c'hig sall hag ar bara kras da stanka he genou d'am bouzellenn vras!

1929
Référence : SVBV p9

stankañ ouzh

1931
Référence : VALL pg barrer

stankañ

1931
Référence : VALL pg (s')arrêter, boucher

stankañ an douar-bras

1931
Référence : VALL pg blocus (continental)

stankañ e draped da

1931
Référence : VALL pg (clore le) bec

stankañ e glapez da ub.

1931
Référence : VALL pg (en) boucher (un coin à qqn)

stankañ e glapez da

1931
Référence : VALL pg (clore le) bec

serriñ, klozañ, stankañ e c'henoù d'ub.

1931
Référence : VALL pg (fermer la) bouche (à qqn)

stankañ ouzh an dour

1931
Référence : VALL pg arrêter (l'eau)

stankañ war an dour

1931
Référence : VALL pg aveugler

ar marc'h a stankas

1931
Référence : VALL pg (le cheval fut à) bout

Evel m'hon eus lavaret, o deus a-wechoù frailhoù pe fiñvadennoù-douar kemeret perzh e neuziadur ar c'haniennoù, en ur dresañ dre vras [dre-vras] o stumm, pe en ur lakaat stivelloù da strinkañ, pe en ur lakaat an dilerc'hiadurioù a stanke ar ganienn da risklañ.

1943
Référence : TNKN p81

— « C’hoazh ’po, c’hoazh ’po ! » a lavare dezhañ Job. Neuze, pe flastret gant ar pouez a oa war e gof, pe ur c’hwil o kouezhañ eus ar wezenn gozh en e c’henou digor, Lom a greñchas ["grañchas"] e-kreiz figur Job gant ar paz a oa deuet dezhañ. — « Me ’stanko deoc’h ho kenou, Lom gouez. »

1944
Référence : ATST p.21

Ha Lom a hope diouzh e du : — « Sikour ! sikour !… » — « Stankit ho kenoù ! Lom, pa ne vefe nemet gant ar vezh, » a lavare Job.

1944
Référence : ATST p.109

— « Lom, emezañ, stankit buan toull ar c’hazh. » — « Gant petra ? » — « Gant ho taouarn ! Gant petra ken ? »

1944
Référence : ATST p.64

Kent diskenn d'e gefridi en iliz, e oa aet ar breur Arturo d'ar stivell d'en em walc'hiñ. Brav e oa houmañ, e disheol ur bodad gwez lore, o stankañ ar vali e tu ar c'hreizteiz [sic, ar c'hreisteiz].

1949
Référence : SIZH p.43

Dav eo din sevel eus va gwele da stankañ ouzh an dour a zo krog da redek dre zindanañ, daoust ma oa bet disaniet en-dro d'an telt evit na c'hoarvezje ket kement-se.

1985
Référence : DGBD p114

An nav c'hilometrad kentañ a reer en-dro war an hent-bras. Labourerien a zo bremañ krog d'e gompezañ, stankañ a reont ar chekoù hag ar poulloù-pri a oa bet graet e-pad ar glaveier.

1985
Référence : DGBD p153

Gallout a reont stourm er parkadoù OGK, da geñver ur skarzhadeg tud dibaper, en ur stourm sokial e-barzh un embregerezh, sikour stankañ un [ur] chanter, mont da vastariñ panelloù bruderezh, aloubiñ ul lec'h saotrus, un emvod aksionerien pe vinistred zoken.

2015
Référence : DISENT p17

Ha ma chom unan bennak eurvezhioù-pad o [da] stankañ un nor en un trepas teñval, n'eo ket sur tamm ebet e vo gwelet adarre kentañ tro.

2015
Référence : DISENT p113

Gallout a rit lakaat e pleustr ivez degouezhioù e-lec'h m'en em gav gopridi a fell dezhe mont da labourat a-enep stourmerien mennet da stankañ mont e-barzh an embregerezh...

2015
Référence : DISENT p104-105

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Référence : DISENT p58-59

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux