Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. (impl. gt un anv lies) 1. [1850, 1944, 1954, 1955, 1972, 1985, 2015] Niverus. [1850] Uhel ha stank eo ar brug amañ. [1944] E menez Arre, 'lec'h e oa stank an euredoù a vil den pedet. [1954] [...] rak dre amañ ne veze ket gw[a]ll stank ar c’hirri dre dan er mare-se. [1955] Tud ’oa d’ar c’houlz-se hag a grede dezho e weled e Moskov hag er c’hêrioù bras all dre du-hont ourzien pe vleizi o valeata er straedoù ken stank ha chas. [1972] Setu perak e veze stankoc'h ar strakadegoù daouarn d'ar galleg eget d'ar brezhoneg. [1985] Stankoc'h e vo hon ehanoù hiviziken. [2015] E straed Pireós ez eo stankoc'h an tremenerezh. An naeron zo stank er vro. Stank e oa an dud war an hent. Lamponed stank zo war-dro ar c'hêrioù. Ur wezenn stank he delioù. 2. Puilh. Skuilhañ daeroù stank. [1954] [...] en desped d’e selloù dalc’hmat fuloret, d’e abrantoù stank d’an daou lost mailhard dindan e fri. 3. Doues. Gwiskadoù stank an aergelc'h. DHS. start. 4. (en egor) Tost-ha-tost an eil ouzh egile. Ar gwez zo stank er c'hoad-mañ. 5. (en amzer) Tost-ha-tost an eil ouzh egile. Honnezh he doa bet bugale stank. Stank eo bet an devezhioù glav. ES. rouez. II. (impl. gant un anv unan) 1. Fonnus Ur c'hoad stank. Ur glav stank ha fonnus. Un engroez stank a dud. [1954] El lenn vras, o devoa taolet eor e[n]-dro d’ar Standart ha d’ar Verite kaerañ listri Bro-C’hall, hobregonet ha rederien, un dek bennak anezho, hag un tammig a-dreñv, bez ’oa un eil gelc’h ken stank all, listri skouadrenn ar Mor Baltel, ha pelloc’h c’hoazh, ur c’helc’h ouzhpenn, listri gall pe rusian, tarzherien ha distrujerien [...]. 2. A vez kavet alies. D'ar mareoù-se, ar gwin-ardant ne oa ket ken stank entiez evel ma'z eo bremañ. An anv-se zo stank er vro. 3. [1699, 1732] Puilh. Ur c'hwezenn stank a bizenne war e dal. Ur glav stank ha fonnus. 4. Doues. Fardañ ur gordenn blouz hir ha stank. Pri-prad stank ha fetis. 5. Trl. Ober un implij stank eus udb. : e implijout alies. Un implij stank zo bet graet anezhañ. ES. rouez 6. [1931] (db. ar binvioù da silañ pe da zirouestlañ) Ur c'hrouer, ur roued stank : bihan pe strizh ha niverus an toulloù ennañ kuit da lezel re a draoù da dremen drezo re fonnus. Ur grib stank : niverus ar gwaskoù ennañ. ES. boull, rouez. 7. (db. ar c'hleñvedoù) A zastumer alies. Ar c'hleñved-se zo stank ha diaes da bareañ. Al lovrnez zo ur c'hleñved zo stank c'hoazh er broioù tomm. III. Trl. kv. 1. Stank evel ar glizh, ar grizilh, evel brenn, kelien, merien, raden, evel traezh ar mor : stank-tre. 2. Dre eilp. Stank evel kerez war ur bod balan : rouez-kenañ.

Exemples historiques : 
70
Masquer la liste des exemples

stank

1659
Référence : LDJM.1 pg dru (& espais), epais, gras, gros

stank

1699
Référence : Har. pg stank

gwechall edo ker stank ar sent e Breizh-Veur, e-c'hiz pa vezent bet hadet

1732
Référence : GReg pg (la Grand') Bretagne (étoit autrefois une pepiniere de Saints)

ur glav stank ha fonnus

1732
Référence : GReg pg abondant

tremen dre an tamouez stank

1732
Référence : GReg pg blutter (passer de la farine par un bluteau)

koadig stank

1732
Référence : GReg pg bocage (bois touffu, & de petit étendue)

koad stank

1732
Référence : GReg pg bois (épais)

gwechall edo ker stank ar sent e Breizh-Veur, e-c'hiz pa zeuzient diwar had

1732
Référence : GReg pg (la Grand') Bretagne (étoit autrefois une pepiniere de Saints)

krouer stank

1732
Référence : GReg pg crible (fin)

gouelañ stank ha druz

1732
Référence : GReg pg deplorer

stank

1732
Référence : GReg pg dru (druë, épais, en quantité), épais (rempli, abondant)

stank, druz, puilh, paot, eo ar gwez eno

1732
Référence : GReg pg (les arbres y sont bien) drus

druz, stank, ez varvont en kêr

1732
Référence : GReg pg (ils meurent bien) dru (dans la Ville)

stank ha munut

1732
Référence : GReg pg dru (& menu, beaucoup)

stank ha tilh

1732
Référence : GReg pg dru (& menu, beaucoup)

er bloaz-mañ ez eo stank, tilh, puilh, fonnus, paot, an edoù e-barzh ar parkoù

1732
Référence : GReg pg (les blez sont) épais (dans les clos cette année)

stankoc'h eo siwazh, ar re fall, eged ar re vat

1732
Référence : GReg pg (les méchans sont par malheur plus) épais (que les bons)

a daolioù stank ha kre

1732
Référence : GReg pg force (A force de coups.)

bezañ ker stank ha merien en ul lec'h

1732
Référence : GReg pg fourmiller (être en grand nombre, comme sont les fourmis)

bet ker stank ha merien en ul lec'h

1732
Référence : GReg pg fourmiller (être en grand nombre, comme sont les fourmis, pp.)

Ker stank eo ar fazioù e-barzh el levr-mañ e-c'hiz ar merien en ur grugell.

1732
Référence : GReg pg fourmiller (Ce livre fourmille d'erreurs.)

An hanv a Vrevalazr a zo stank ha paot en eskopti a Leon.

1732
Référence : GReg pg Brandan Le nom de Brandan est fort commun en Leon.)

Ur c'hoad stank a zo war-dro d'an ti.

1850
Référence : GON.II pg stañk (il y a un bois épais, serré, autour de la maison).

Uhel ha stank eo ar brug amañ.

1850
Référence : GON.II pg brûk (La bruyère est haute et fournie ici).

stank

1850
Référence : GON.II pg stañk (épais. serré. pressé. nombreux), stañkaat, pg stañkded ou stañkder, pg pg téô ou tev

Roit din ar gribin stank.

1850
Référence : GON.II pg kribin (Donnez-moi le seran serré).

Stank eo an ed-se.

1850
Référence : GON.II pg stañk (ce blé-là est épais).

Ar c'herc'h ne oant re stank : petra ra ? Warnezho, / Strinkañ a-zehoù, a-gleiz yenien, skorn du ha rev.

1867
Référence : MGK p90

Pep den, ma vez kredet, / A zo ur gwir vignon ; / Anezho stankoc'h n'eus ket, / Dibaot eo ar galon !

1867
Référence : MGK p60

Ar re-mañ a oa stank, rouez oa ar re all.

1867
Référence : MGK p104

« Ar pezh voa mat a lavarez, / Ar pezh a voa fall a nac'hez, / Ha koulskoude te da-unan / A skrab ivez, 'vel a welan, / A-raok an dud hag ar c'hizhier, / Stankoc'h amañ evit em c'hêr. »

1867
Référence : MGK p128

M’en divije ivez ’ta gouezet ar C’houilh e skoe war Loull ar Bouc’h, e vije bet ha stank, ha c’hwek, ha pounner e daolioù penn-bazh !

1877
Référence : EKG.I. p.133

N’o doa ket kavet a win-ardant, rak d’ar mareoù-se ar gwin-ardant n’oa ket ker stank en tiez evel ma’z eo bremañ.

1878
Référence : EKG.II p.43

Amañ vo foenn a-builh hag a-vern, amañ vo adtroc'h foenn, amañ vo ur peuriñ stank ha dru[z] d'al loened ; amañ vo souchenn fonnus evit gwinizh da vla.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

"P. 50, trede dilinennañ, lin. 5, e lec’h « e vlev melen tev » lenn « e vlev melen stank ».

1923
Référence : SKET p.197, "Da reiz[h]a[ñ]".

Meurbet sakr e tremener an holl benn-tir a zibenn an enezenn er c’huzh-heol rak, estreget bez Nemetos, e kaver warnañ bezioù stank m’emañ er goudor enno relegoù mibien ha gourvibien an den-meur.

1923
Référence : SKET p.130

Momoros a eveshaas neuze ez oa steuziet ar marc’h hag e klevas ul laouen[i]digezh vras en e greiz, rak brav ez oa ar vro ma ’z edo, stank ha disi ar boblad anezhi, ha diouzh e c’hoant ar vibien hag ar merc’hed.

1923
Référence : SKET p.122

Diwar an taol kentañ o dije argaset gant euzh an Ermaeziad, kuit a lezel da zihuniñ en o c’halon, e-kerzh emweladennoù re stank, ar fiziañs outo hag ar vignoniezh.

1923
Référence : SKET p.112

Ar c’hoadoù, a ra d’an traonioù ha krec’hioù ur gwiskad deil, a zo enno gwezennoù ar bravañ-holl : ar faou hag an derv a gaver ar stankañ, toueziet amañ hag ahont gant gwez pin ha sapr.

1923
Référence : SKET p.95

Kreskiñ a reas eno, ha fonnañ ha paotañ ken e teuas ar wazed hag ar maouezed anezhi ker stank hag an deliennoù war wez ar c’hoad, ar yeotennoù er beurvan, an traezhennoù war an tevenn, al lommadoù er mor, ar steredennoù en neñv.

1923
Référence : SKET p.77-78

Ker stank enno an tiez ha bili en tevenn-mor pe en naoz-froud !

1924
Référence : SKET.II p.71

Rak hag em c’hredit, mar kerit, stankoc’h eo ar beskonted war douar Breizh-Izel eget ar bili war aod Porzh-Biliek.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1089 (Here 1924)

Goloet int eus o zroad d’o c’hern a goadoù stank ma kaver enno, war un dro, an holl ouennoù gwez o kriskiñ en hor rannved hag ar gouennoù a vez kavet hepken e bro ar C’hreisteiz hag ar Sav-heol.

1924
Référence : SKET.II p.47

D’ar pempet kan-dour, e tiskennas ar c’hirvi stank ha diniver eus ar c’hoadoù-pin m’o doa en em dennet enno e-pad ar glav.

1924
Référence : SKET.II p.54

Merienañ a ra an dud enno, ker stank ha neizhiadoù naered.

1924
Référence : SKET.II p.65

E-pad ar goañv, Saig Jelvest a rae ar besketaerezh, a-hed an aod, gant rouedoù stank : drag pe sein.

1925
Référence : BILZ2 p.103

rouedoù boull [...] rouedoù stank

1925
Référence : BILZ2 p.104, Notenn 1 ("rouejou boull") : "Filets aux mailles très larges, par opposition à "rouejou stank", filets aux mailles plus serrées".

tamouez stank

1931
Référence : VALL pg bluteau, blutoir

stank

1931
Référence : VALL pg abondant

kribin stank

1931
Référence : VALL pg affinoir

Ne zalejont ket da vezañ beuzet e stêriad tud ar vro, o tec'hout, a oa goloet gant an engroez stank anezho an hent-bras broadel.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Ar binviou-mañ [kezeg-houarn] ne oant ket stank d'an ampoent.

1944
Référence : EURW.1 p72

A-benn ar fin, un hirvoud hir, ur varailhadenn sklintin, ur c'houblad treid o plavañ war al leurenn, o trotal 'trezek an nor, hag e oa dirazon ma aotrou bihan, heñvel ouzh un diaoulig, e lost e roched, blev du war e zivesker ken stank ha re ur marmouz, ha pikouzet e zaoulagad...

1944
Référence : EURW.1 p80

Ha setu koulz pred. Daouzek taoliad, a gant kouviad pep hini, a zo bet savet en ur park, pe gentoc'h, a zo bet toullet en ur park, rak e menez Arre, 'lec'h e oa stank an euredoù a vil den pedet, ne c'halled ket kaout pleñch ha bankoù a-walc'h, ha sed e veze toullet div foz en douar ; an daol a oa ar c'hlazenn etre an div foz.

1944
Référence : EURW.1 p.168

Ouzh tor ar menez, e goudor teñval un toull-roc'h, kenaozet gant daroù-ben, mo[u]est atav, hag ur stank a doennad ili[a]v ha gwez kelen, e oa ur feunteun vras dour riellet ha sklaer e-giz lagad an naer.

1949
Référence : SIZH p.52-53

E gwirionez, gallet he divije tapout Viktor Emmanuel war he barlenn da vezurat evel ur c’hrennard pe ur poupig, en desped d’e selloù dalc’hmat fuloret, d’e abrantoù stank d’an daou lost malard [sic, mailhard] dindan e fri.

1954
Référence : VAZA p.138

El lenn vras, o devoa taolet eor e[n]-dro d’ar Standart ha d’ar Verite kaerañ listri Bro-C’hall, hobregonet ha rederien, un dek bennak anezho, hag un tammig a-dreñv, bez ’oa un eil gelc’h ken stank all, listri skouadrenn ar Mor Baltel, ha pelloc’h c’hoazh, ur c’helc’h ouzhpenn, listri gall pe rusian, tarzherien ha distrujerien, ha noz[-]deiz e veze war vourzh ar re-mañ gedourien gouest d’ober diouzh ma tegouezhje, ha d’enebiñ raktal ouzh ur gwall-daol na vije moarvat biken anezhañ.

1954
Référence : VAZA p.183-184

Diouzh ar beure ha d’abardaez pa veze ar vicherourien hag ar gargidi o vont d’o labour pe o tont d’ar gêr, ken stank ha ken prim ha merien a bep seurt liv e skare ar mekanikoù-se dre an holl straedoù, kement ha ken bihan ma vezen a-wechoù war var da vezevenniñ en ur sellout outo.

1954
Référence : VAZA p.164

Bez’ eus a bep tu dezho ur menez meinek, pikoloù re a-wechoù, gant koadeier stank eus an traoñ d’an nec’h, gwez-bezv ken lintrus hag arc’hant, sapr ha tourmantin eeunoc’h ar c’hef anezho eget korzennoù dir : alese e veze tennet gwechall ar gwellañ gwernioù evit al listri-dre-lien.

1954
Référence : VAZA p.163

Ken stank ha grizilh e kouezhe war ar c’hlazenn dirak ar beorien santimoù ha gwenneien, ha d’ar c’houlz-se, kristenien, e vire c’hoazh ur gwenneg a netra e holl dalvoudegezh.

1954
Référence : VAZA p.55

Met emañ bremañ an dud o klask tu d’en em zizober diouzh al lazherien-se, ken stank ma’z int deut d’o zro da vezañ ur c’hastiz hag ur walenn.

1954
Référence : VAZA p.92

Kentañ porzh e taoljomp eor ennañ a voe Las Palmas, en enezenn Grande Canarie, ur vro gaer ha tomm, arabat eo arguziñ, met ur gredenn am boa e weljemp eno seraned ken stank hag ar filiped pe an Alanigoù kof-ruz e liorzh Soaz Sapeur, hogen n’eus tanfoeltr evn melen ebet e Las Palmas, nemet ha hiniennoù a vefe du-mañ ha du-hont en ur gaoued e ti tud ar c’hiz kozh eveldon.

1954
Référence : VAZA p.89

Tud ’oa d’ar c’houlz-se hag a grede dezho e weled e Moskov hag er c’hêrioù bras all dre du-hont ourzien pe vleizi o valeata er straedoù ken stank ha chas.

1955
Référence : VBRU p.48

An deiz-se end-eeun, e-keit m’edon gant va merenn e ti-hent-houarn Wilhelmstrasse e Berlin, e oa er sal-prejañ ur bern koronaled pe jeneraled, ken stank ar bagad anezho evel pa vijent bet diwanet eno diwar had, ha war lein tog arc’hant lies-hini [lies hini] e weled ur c’haer a erer daoubennek o tisplegañ e zivaskell.

1955
Référence : VBRU p.30

Hogen, ken stank, ken c’hwerv e oa he re an dro-mañ m’am boa truez outi, ha briataet e oan ganti ken start ma ’z oan gloazet gant he divrec’h : « Alo ’ta, emezon, n’oc’h ket emichañs ken diaviz ha pennhêr ar maerdi a vougas e vamm gant ar garantez en devoa outi ? ».

1955
Référence : VBRU p.22

setu perak e veze stankoc'h ar strakadegoù daouarn d'ar galleg ha primoc'h ha nerzhusoc'h e tarzhent

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.4

Stankoc'h e vo hon ehanoù hiviziken.

1985
Référence : DGBD p16

N'eus ket da vezañ sebezet dreistkont gant seurt hevelebiezh pa ouier pegen stank e oa an darempredoù etre an daou du da vor Breizh, darempredoù sevenadur, kenwerzh ha politikerezh.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 13

E straed Pireós ez eo stankoc'h an tremenerezh ha pa erruomp a-geñver Kef ar Surentez Sokial ez eo ret deomp gorrekaat.

2015
Référence : EHPEA p17

Stankoc'h-stankañ e vez ar c'hameraioù-evezhiañ, hag a-wechoù e vez tud dirak ar skrammoù evit dielfennañ ar skeudennoù war ar prim pe dost.

2015
Référence : DISENT p74

L'Office public de la langue bretonne