V.k.e.
I.
Ent strizh
1. [1499, 1659, 1732, 1850] Kaout ur sammad arc'hant digant ub. pe un aozadur, a zo da vezañ restaolet diwezhatoc'h, a-benn kaout moneiz a-walc'h da baeañ evit udb. a vez c'hoant prenañ pe ober.
[1850] Emprestañ a vezo ret din.
Amprestet em eus arc'hant digant ar bank evit lakaat sevel ma zi.
2. [1499, 1659, 1732, 1850, 2015] Kemer udb. digant ub. evit ober e vad anezhañ e-pad ur pennad amzer hepken.
[2015] Ma amprester kirri-tan e c'haller soñjal e vo rannet ar frejoù dour-tan evel-just. Amprestet en doa ur frondenn digant e dad.
HS. prestañ.
II.
Dre ast. (db. ar fedoù sevenadurezh)
Degemer traezoù, doareoù ober teknikel, h.a., zo boaziet en ur gevredigezh all, evit emvataat anezho.
Amprestet o doa ar Romaned o c'hirri digant ar Gelted. Amprestet e vez gant an holl yezhoù kalz a c'herioù digant ar yezhoù all.
N'en doa ket an arc'hant-se : ret e voe dezhañ amprestañ un hanter digant an Aotrou ar Bras, advoue e Gwengamp ; en ur ober pemp bloaz, e voe rentet gantañ.
N'en doa ket an arc'hant-se : ret e voe d'ezañ ampresta eun hanter digant an Aotrou ar Bras, advoue e Gwengamp ; en ur ober pemp bloaz, e voe rentet gantañ.
1944
Référence :
EURW.1
p13
Ma amprester kirri-tan e c'haller soñjal e vo rannet ar frejoù dour-tan evel-just.