Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

dic'hwriziennañ

1850
Référence : GON.II p.6, introduction, "déraciner"

Hag e viot souezhet neuze o klevet anezho o krial : Harz ar bleiz ! pa [z]euio an dud fall da esa dic'hwriziennañ eus ho kalon karantez an Aotrou Doue ?

1877
Référence : EKG.I. p.294

Flastret ar patatez, ar melchon ; ar vuoc’h a zic'hwriziennas ur gaolenn-sklej.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1066 (Gwengolo 1924)

Bilzig, deut soñj dezhañ en e vamm, ar vamm n’en devoa ket bet anavezet, a zic'hwriziennas ar yeot a guzhe he maen-bez, hag eviti en deus pedet a wir galon, ivez evit e dad, evit e vammig-kozh Marc’harid, hag evit e vamm Izabel.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

An avel a stage da c’hwezhañ ; breviñ ha dic'hwriziennañ ar gwez marv a rae-hi ha kas ganti d’o stlepel er mor an holl goad krin, an holl loened kabac’h pe glañv.

1924
Référence : SKET.II p.34

Ar vartoloded, en-dro d’ar wezenn-dilh, a deue da gaozeal, da brezeg, evel gwechall-gozh an dud a skiant vras war an heñchoù, war leurioù-kêr evit diskiñ d’o diskibien an traoù burzhudus a oa diwanet en o spered pe o devoa dic'hwriziennet eus hini ar re all.

1925
Référence : BILZ2 p.133

— Ar pezh a zo gwir, eme Jarlig kozh, sant Kireg a wenve hag a ziwrienne ar goañvennoù, an darouedennoù, ar gwenaennoù ; sant Melar a roe nerzh d’ar vugale blank ; sant Kado a yac’hae ar goulioù, sant Urlo ar remm, sant Kirio ar gorioù ; santez Roza a zigase laezh e bronnoù disec’het ar mammoù ; sant Herbot a wellae al loened, ha Gwerc’hez Itron-Varia ar Jaou a sederae, a sklaerijenne ar speredoù klañv gant an displijadur…

1925
Référence : BILZ2 p.134

Gwazh d'an hini a vez tapet dindan ur seurt barr-amzer e-touez ar gwez ; skoachañ a ra eus e wellañ, hag e klev en-dro dezhañ ar skourroù o vreviñ, ar gwez o tiswrizienniñ hag o vont a-stok.

1985
Référence : DGBD p134

Spontus niver ar brankoù a voe diskolpet diouzh ar c'hefioù, ha niver ar gwez kombo-kombo diswriziennet ha diskaret gant ar c'horwent.

1985
Référence : DGBD p132

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux