Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Rann ar plant a gresk dindan an douar hag a dalvez dezho da chom stag outañ ha da dennañ dioutañ dour hag an danvezennoù ret dezho d'en em vagañ. Don eo gwrizioù an dervenn-se. Pa vez troc'het gwrizioù ar wezenn ne zale ket ar skourroù da zisec'hiñ. & (db. plant zo) Gwrizienn-vamm, gwrizienn-vestr : gwrizienn bennañ, anezhi an hini gentañ, hag a gresk a-sonn en douar. & Ober gwrizioù : gwriziennañ. An hadenn a reas gwrizioù. & Dre skeud. (db. an dud) Ober gwrizioù : chom pell, re bell en un tu bnk. DHS. dangorz. 2. Dre heveleb. Rann eus an dent na weler ket zo en askorn ar garvan. Torret eo ma dant met chomet eo ar wrizienn. II. A. Dre skeud. 1. Orin, diazez, pennabeg. Gwrizioù an droug. 2. Pezh a stag an den ouzh tremened e bobl, e sevenadur. Reiñ en-dro e wrizioù d'an dud dre studi an istor. B. Trl. Jedon. Gwrizienn-garrez un niver x : niver zo par al liesad drezañ e-unan d'an niver x. Gwrizienn-garrez pevar (ar. √ 4) zo par da zaou.

Exemples historiques : 
34
Masquer la liste des exemples

gwrizienn gaol

1499
Référence : LVBCA p93, 108 (racine de choul)

gwrizienn

1499
Référence : LVBCA p93 (racine)

grizienn

1659
Référence : LDJM.1 pg racine

grizienn, ha sinifiañs ur ger

1732
Référence : GReg pg etimologie

mezennoù grizienn an teod

1732
Référence : GReg pg amigdales

grizienn dant

1732
Référence : GReg pg chicot (de dent arrachée)

griziennoù dant

1732
Référence : GReg pg chicot (de dent arrachée)

griziennoù dent

1732
Référence : GReg pg chicot (de dent arrachée)

dizoleiñ gwrizioù ur wezenn

1732
Référence : GReg pg dechausser (un arbre)

dizoleiñ gwrizioù ur wezenn

1732
Référence : GReg pg dechausser (un arbre)

grizioù

1850
Référence : GON.II pg grisien

ur c'hrizienn zon en deus

1850
Référence : GON.II pg grisien

gwrienn

1850
Référence : GON.II pg grisien, grouien

grizienn zant

1850
Référence : GON.II.HV pg grisien-zañt, skôdik (-dañt)

griziennoù dent

1850
Référence : GON.II.HV pg grisien-zañt

grizienn

1850
Référence : GON.II pg grisien, grisien

gwrienn

1850
Référence : GON.II pg gouriein, grisien

grizienn

1850
Référence : GON.II pg gourien, grien, grisien

griziennoù

1850
Référence : GON.II pg grisien

Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp

1867
Référence : MGK p12

— « Alies, alies siwazh, emañ an droug, ar mad / O sevel harp-oc'h-harp er bed, evel er prad, / Sellet pizh a zo ret oc'h an dud, al louzoù, / Evit gouzout piv int, pe ez eo mat pe fall / O spered, o c'halon, o delioù, o gwrizioù. »

1867
Référence : MGK p71-72

An diaoul, n’eus nemet trubarderezh ha korvigell en e gorf, a alias anezho da skeiñ da gentañ war ar penn, rak pa vez torret ar penn, e vez marv ar c’horf ; pa vez troc’het gwrizioù ar wezenn, ar skourroù ne zaleont ket da zisec’hañ.

1877
Référence : EKG.I. p.7

gwriennoù

1904
Référence : DBFV pg -ad1 (plusieurs racines)

gwrienn

1904
Référence : DBFV pg -ad1 (une racine)

O vezañ ma ’z eo dourioù lenn an Heol peuzdisall, e tiskenn koadoù ar vro gant dinaou sonn ar pantennoù tre betek an traezh, ken e teu, d’al lanvezh, an tonnoù-mor da c’hlebiañ ar wriziennoù anezho.

1923
Référence : SKET p.94

Ervat o anavezomp : tantadoù a enaouent gant avaloù-pin ; gwrizioù ha louzaouennoù yec’hedus a glaskent ; bleunioù a gutuilhent d’o flezhenniñ e kurunennoù ha garlantezennoù ; ar bravañ amprevaned askellek a bakent ; krugelloù-merien a zispennent da gerc’hat vioù merien d’ar c’hilhog-gouez bras ha d’an evned all.

1923
Référence : SKET p.40

Hag an dibab eus ar vugale anezho eo a voe hadenn ha kentañ gwrizienn poblad ar Gelted.

1923
Référence : SKET p.44

(1) [...] Ar wrizienn-c’her "vebro-", kembraeg "gwefr" « goularz » a gaver e kalz a anvioù divoutin hengeltiek, anvioù-tud hag anvioù-stêrioù.

1923
Référence : SKET p.98

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he magas gant laezh he divronn ramzez, — En Amzer-gent. — He c’hibellañ a eure er glizh, — Hag he sec’hañ en aezhenn-veure. — He gwaskediñ a eure dindan skourroù an dervenn ; — Ur c’havell a reas dezhi e gwask gwrizioù an ivinenn ; — Gant deil spilhaouek ar binenn, ha marblev evned ar c’hoad. »

1923
Référence : SKET p.21

Adalek gwrizienn e vlev da vegoù e dreid daou liv war e gorf : liv gwenn ar bara gwinizh, liv ruz evel ar ruzell-veure kent an tarzh-heol.

1924
Référence : SKET.II p.58

Hon tammig emsav a zeraoue e wrizioù kregiñ.

1944
Référence : EURW.1 p.201

Kaoz e [sic] oa war Arvor ar sizhun ail, eus ar « Roazhoneg » pe vrezhoneg Breizh-Uhel. Eman ar « roazhoneg » o teurel gwrizioù e kêrioù ail Breizh-Uhel. Tra vev eo ur yezh : kreskin hag ober berzh a ra, pa vez graet war he zro ; ha kivizan ha raervel. pa vez dilezet.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

Ha neuze trumm emeur e diabarzh ar vro, sioul ha teñval an dour etre ar paletuvez, a weler o gwrizioù o korvilañ a bep tu war al lec'hid.

1985
Référence : DGBD p29

En holl c'herioù-se e teu war-wel ar wrizienn ntang [gwenn].

1985
Référence : DGBD p40

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux