Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. ARMERZH Hent, hollad hentoù pleustret gant tud pe draoù evit eskemmoù armerzhel. An amred a gas danvezioù krai d'ar bevezerezh. Amredoù ar prenañ hag ar gwerzhañ. Amred ar c'hevalaoù : monedone ar c'hevalaoù dre ar bed. & Ent strizh Lusk hollad ar moneiz e-touez an dud. Berniañ arc'hant hep e lakaat en amred en-dro. Lemel bilhedoù eus an amred. & (impl. da stn.) Moneiz amred. 2. TEKNIKOÙ [2015] Hollad perzhioù stag an eil ouzh egile a ro tu d'ul liñvenn da dremen e-barzh un ardivink. [2015] Eno koulskoude e welan e oar ar gwir ganin rak stanket eo ar monedone er straedoù evel amred ar gwad en talmerennoù gant ur gaouledenn ha bali Mesoyion a zeu da vezañ dihentadus, ha pa vije gant ur c'hwitellerez. 3. ELEKTRONIK Hollad elfennoù heren ouzh an tredan zo stag an eil ouzh eben. Amred kloz. Amredoù pellgomz. Amred elektronek.

Exemples historiques : 
1
Masquer la liste des exemples

Eno koulskoude e welan e oar ar gwir ganin rak stanket eo ar monedone er straedoù evel amred ar gwad en talmerennoù gant ur gaouledenn ha bali Mesoyion a zeu da vezañ dihentadus, ha pa vije gant ur c'hwitellerez.

2015
Référence : EHPEA p173

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux