ar red
red an dour
red
ur red apotum
Ur wech ma o doa klevet an hent da vont da Sant-A[l]bin, o doa klevet ar pezh a glaskent, ha ne voent ket dievezh a-walc’h evit disklêriañ da zen ar pezh a yoa en o spered, rak mar o divije lavaret o doa c’hoant da vont da Sant-A[l]bin, dek den el lec’h unan a vije kavet da vont d’ar red da gas kemenn d’ar venec’h.
d'ar red
Kement-mañ c’hoazh a glot dereat-tre gant ar pezh a lavar hor c’hanennoù hag hon danevelloù eus meurded, kened ha sioulded al lec’hioù glasvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerezh dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou bleuñvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadoù ma weljont o tremen, ur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouzh-lerc’h, koroll ar pevar c’houlz-bloaz ; ar gwezegoù e-lec’h a-nebeudoù, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beurevezhioù, e sioulder ar c’hreistevezhioù, e ruzder an abardaevezhioù, e tibunas red o buhez.
red monedone
red kas-digas
red
dont d'ar red
Diveuzet an douaroù a 170 m., ne vije bet hiraet red ar Rhône nemet a 30 km. hepken, tra ma vije hiraet Seine a 600 km.
Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent[-]bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioir [sic, "kleuzioù"], a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker.
Ha me d'ar red, ha kavout er parlouer un den gant un dremm plijus-kenañ, daoulagad glas dezhañ 'drek e lunedoù alaouret, ur barv kistin oc'h ober tro e javedoù ; e benn a oa dija un tammig moal, hag e gein un tammig kromm, mes tres ur paotr kalet ha kreñv a oa war an aotrou am galve er parlouer.
Kavout a ran digarez zoken da welout ul loen bennak en tu-hont d'ar merien ha d'ar balafenned, hag ivez d'ar pesked hag a gaver e pep ruzellen pe "marigot" evel ma lavar an dud wenn dre eno : du-hont, dreist un droñjenn wez kouezhet a-dreuz ar stêr e welan un doare gwiñver -kazh-koad- ruz o tremen d'ar red ; pri ar sanioù-dour bihan a zo breset ha divreset : ur vandennad moc'h-gouez a zo bet eno oc'h ebatal ; an toull-se, en ur wezenn gleuz a zo toull un hoc'hig spernaouek pe heureuchin daredek ; setu pelloc'h aze douarenn ur vaot.
Pa vez douar a-walc'h e vez ar c'hef o neuñv er poull, e vez freuzet ar stankell, hag ar c'hef a ya gant kas an dour keit ha ma vez red a-walc'h, ha pa vez sac'het ar c'hef e ranker adarre sevel ur poull all heñvel pelloc'h.
Ha da Vaen c'hoazh, a lavare mamm-gozh, e ranke an den gouestlet mont, d'ar red, da brenañ ul luriad tachoù digant an tacher en e garront ha dont en-dro, d'ar red ivez, d'o eurel en ur gaoteriad dour o virviñ a-benn dizrougavelañ e di, e dud, e loened, pe en em zistrobinellañ e-unan.
Lavaret em boa dezhi dont tre evit ma rojen dezhi ur werennad dour met treiñ kein he doa graet ha tec'het e oa kuit d'ar red.
Mots précédents
Mots suivants
red