Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

H.g. I. A. Pezh na c'hall nemet bezañ, na c'haller ket tremen hep ober. Delc'her strizh da hent ar red. Plegañ d'ar red. Ober udb. hep red. & En tu all d'ar red. : en tu all d'ar pezh zo ret, zo dleet ober. Kemeret en deus traezh en tu all d'ar red. & Trl. Ar red hag ar c'haled : redioù start ar vuhez. B. Tr. adv. OUZH AR RED : abalamour d'ur redi bnk. Bez' e c'hallfen, ouzh ar red, klozañ ma danevell amañ. II. Impl. da anv unan. Ur red : udb. zo ret. Ne oa ket ur red dezhañ dont war o sikour. & Tr. adv. Ouzh ur red : mar bez ret. Ouzh ur red e rin al labour-se ma-unan. & Tr. adv. Dre ur red : diouzh ret. An dud ne werzhont o zra nemet dre ur red.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Référence : EURW.1 p15-16

War-lerc'h an taol-mañ e teuis d'en em gompren ha da blegañ d'ar Red.

1944
Référence : EURW.1 p39

Soñjal a ra dezhi ez eo en tu all d'ar red hon demata, ne ra ken nemet digeriñ an nor en he c'hichen en ur lavarout war-zu an eil burev: "An aotrou komiser".

2015
Référence : EHPEA p41

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux