Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
123
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. 1. (db. an dud, al loened) Dont d'ar red. An tad zo deredet da bokat d'e vugale. Deredek a reas ar c'hi davet e vestr. [1954] Graet e oa bet din mont d’am gwele evel boaz, ha daoust din da stourm ouzh ar c’hoant kousket, krog e oan da vorediñ pa ziredas va zad d’am bete. 2. Dre ast. (db. an dud dh.) Dont niverus (d'un emvod, h.a.). Ur bern tud a oa deredet di. [1954] Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro [...]. 3. (db. an dour, an danvezioù tanav pe vunut) Dont war zinaou, pe d'an traoñ. An dour a zerede eus an doenn. [1878] [A]n dour a zirede dioc’h va zal evel pa vijen bet o varrat. HS. deverañ, dinaouiñ, diruilhal. 4. Dre skeud. Deverañ (eus), tennañ e orin (eus). Diwar o muzelloù e tered ur brezhoneg flour. Eus an Neñv e tered an holl c'hrasoù. II. V.k.e ROUEZ. Dre skeud. [1954] A-zruilhadoù e tirede ar saverien o fri d'ar gousperoù war-zigarez skrignal hag ober goap.

Exemples historiques : 
37
Masquer la liste des exemples

diredet

1659
Référence : LDJM.1 pg accourcir

diredek

1659
Référence : LDJM.1 pg accourcir

deredek mibin

1732
Référence : GReg pg accourrir

deredek

1732
Référence : GReg pg accourrir, courir

deredet mibin

1732
Référence : GReg pg accourrir

deredek

1732
Référence : GReg pg courir (d'un lieu à celui-ci)

redek, ha diredek

1732
Référence : GReg pg courir (ça, & là, populairement, courailler)

redet, ha diredet

1732
Référence : GReg pg courir (ça, & là, populairement, courailler)

deredek

1732
Référence : GReg pg accourrir

diredet

1850
Référence : GON.II pg dirédi (Accourir, venir en courant. Part.)

diredek

1850
Référence : GON.II pg dirédi (Accourir, venir en courant).

dirediñ

1850
Référence : GON.II pg dirédi (Accourir, venir en courant).

E welout a ran o tirediñ.

1850
Référence : GON.II pg dirédi (Je le vois qui accourt).

Hag ouc’hpenn, hemañ, ar beleg-mañ, a ziredo war hor lerc’h, rak aon en devezo nad afe e arc’hant ganeomp.

1877
Référence : EKG.I. p.209

Ar soudarded a yoa skornet bremaik er garidoù, ha me, an dour a zirede dioc’h va zal evel pa vijen bet o varrat.

1878
Référence : EKG.II p.134

deredek

1909
Référence : BROU p. 229

Rak, da heul m’oa bet an douaroù pinvidik tro-dro argadet ha gwastet, e tiredas kalz eus ar vroidi anezho, o tec’hout rak ar marv hag ar sklaverezh, da glask bod en o zouez.

1923
Référence : SKET p.91

Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »

1923
Référence : SKET p.102-103

Ha ken taer eo ar youc’h-se ha yudadeg tri-ugent arzh feulzet o tiskenn eus ar menezioù, seizh-ugent tarv gouez o tont eus ar gouelec’h, nav-ugent bleiz kriz marnaoniet o tiredek eus ar c’hoadoù.

1923
Référence : SKET p.116

D’e gentañ korniadenn, laosket gantañ en ur deurel e droad en e vag, ez oa diredet e genvrezelidi war glann ar stêr.

1923
Référence : SKET p.135

Di e tired tud eus pevar c’horn ar bed, ma tigouez dalc’hmat da neb a berc’henn douar bezañ argaset ha diberc’hennet gant re-all nevez-deuet.

1924
Référence : SKET.II p.70

Diredek a reas davetañ ha teurel he divrec’h a-dro-vriad en e gerc’hen.

1924
Référence : SKET.II p.12

deredek

1931
Référence : VALL pg accourir, affluer

deredet

1931
Référence : VALL pg accourir

deredek

1931
Référence : VALL pg accourir, affluer

Pa veze sonet ar c'hloc'h e tirede ur vatezh, gant ur c'hoef mod Treger, hag e oa gourc'hemennet dezhi komz brezhoneg ouzh an dud a zigouezhe da c'houlenn digor.

1944
Référence : EURW.1 p55

Raktal diredet e-maez ar porzh ti-skol, an holl drubuilhoù-se a veze ankounac'haet buan.

1944
Référence : EURW.1 p22

Chomet eo an tren en e sav. Ar C’hernevad a glask ar wetur kentañ-klas, hag a zo o vont da bignat enni, pa zired eur c’homis ‘drek e gein : « Hola, hola, ma faotr, faziañ a rit. Aze ‘mañ ar c’hentañ klas.[…] ».

1944
Référence : EURW.1 p.102

Ha Job a zeredas buan eus an armel d’ar gwele. Job avat, a redas adarre d’an armel, goude m’en devoe kemennet da Lom pasaat ha toc’hellat e-leizh e c’hourlañchenn.

1944
Référence : ATST p.35

Met n’eus forzh, plijout a raemp d’an arvestourien diredet e-leizh eus kêr hag eus ar parrezioù nesañ, rak netra n’o deveze da baeañ.

1954
Référence : VAZA p.69

A-zruilhadoù e tirede ar saverien-o-fri d'ar gousperoù war-zigarez skrignal hag ober goap.

1954
Référence : VAZA p.23

Graet e oa bet din mont d’am gwele evel boaz, ha daoust din da stourm ouzh ar c’hoant kousket, krog e oan da vorediñ pa ziredas va zad d’am bete.

1954
Référence : VAZA p.44

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Référence : VAZA p.52

P'emañ Kêrsalaun o vont da dennañ, e tired er porzh ar vatezh hag ar c'hure gwisket evel ur c'houer.

1960
Référence : PETO p79

C'hwi, keveler d'o c'hostezenn, / Eo a zired d'am saveteiñ ?

1960
Référence : PETO p59

O welout ur soudard o vont da sankañ a vaionetez e korf ar gloaziad e tired ar person da virout outañ.

1960
Référence : PETO p52

D'ar mare ma oan o koll fiziañs, setu ma tered an den da lavarout din emañ ar "Bonne Espérance" o tegouezhout.

1985
Référence : DGBD p114

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux