redet, ha diredet
Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »
deredek
Ha Job a zeredas buan eus an armel d’ar gwele. Job avat, a redas adarre d’an armel, goude m’en devoe kemennet da Lom pasaat ha toc’hellat e-leizh e c’hourlañchenn.
Met n’eus forzh, plijout a raemp d’an arvestourien diredet e-leizh eus kêr hag eus ar parrezioù nesañ, rak netra n’o deveze da baeañ.
Graet e oa bet din mont d’am gwele evel boaz, ha daoust din da stourm ouzh ar c’hoant kousket, krog e oan da vorediñ pa ziredas va zad d’am bete.
Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.
D'ar mare ma oan o koll fiziañs, setu ma tered an den da lavarout din emañ ar "Bonne Espérance" o tegouezhout.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
deredet