Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. 1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1929, 1931, 1973] (db. an dud, al loened) Mont buan war-raok o lakaat e dreid, e bavioù an eil a-raok egile. [1850] Redek a ra e pep tu. [1929] Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù. [1973] Logod a red er c'hrignol a-us d'ho kwele. Redet en deus ar paotr d'ar skol. Ar c'had a oar redek buanoc'h eget ar c'honikl. Redet eo kuit dirak ar c'hi. & Redek gant an hent. & Trl. kv. Redek evel an avel, evel un tenn : buan-meurbet. & Trl. DISPRED. [1732] Redek ker buan evel ur Bask & Trl. [1732] Redek evel un heizez : redek buan-tre. HS. galoupat. 2. [1659] Mont a lec'h da lec'h, hep pal resis prl. A bep tu en deus redet pa oa yaouank. E-pad e ehanoù ez a da redek dre ar vro. & Trl. Lakaat udb. da redek : da vont e-touez an dud. [1732] Lakaat fals moneiz da redek. Lakaet en deus ar brud-se da redek. & Trl. [1732] Leuskel ub., ul loen da redek : reiñ e frankiz dezhañ. [1732] Lakaat peskedigoù munut en ur stank redek, evit poblañ a-nevez. & Dre skeud. [1732, 1850] Leuskel gedon da redek : skignañ keleier faos. & Trl., dre eilp. Laosk da redek ! : na vez ket chalet gant ar pezh zo graet, lavaret dit ! HS. galoupat, kantren. 3. (db. an traoù) Mont ingal war-du ur penn bnk. [1850] Ar c'hoabr a red kalz hiriv. Koumoul o redek war an amzer. Ul lestr o redek war ar mor. B. 1. (db. an heverennoù) [1659, 1732, 1877] Dilec'hiañ ingal, war-du ur penn bnk. prl. [1732] Pa ne red ha ne zired mui ar gwad e korf un den, emañ ar marv gantañ. Ar stêr a red gorrek er gompezenn. Gwad zo o redek eus e fri. Daeroù a red war e zivoc'h. [1877] Daoust da se, va gwad a rede puilh, saflikañ a rae em botoù dre ma valeen [...]. HS. ruilhal ; berañ, deverañ. & Dre skeud. (db. ar c'homzoù) Dont fonnus hag ingal. Ar c'homzoù a red war e vuzelloù. HS. difloupañ. 2. (db. al liñvennoù) Birviñ. Ar soubenn, tizh warni, a oa o redek hag o kantren. 3. (db. an amzer) Mont e-biou. [1732] Ar bloaz a red : er bloaz-mañ. Se a c'hoarvezas e deroù ar bloaz a red. HS. ren. 4. (db. plant zo) Teuler kreskennoù a-rez pe dindan gorre an douar. Krog eo al louzoù-se da redek. 5. (db. ar mor) Gounit nerzh gant an diforc'h etre liveoù an dour d'ar gourlen ha d'an daere o kreskiñ. Emañ ar mare, ar mor o redek. II. V.k.e. 1. [1732] Mont dre ur rann eus ar bed. [1732] Redek ar ruioù, ar vro, ar mor. Mont a ra da redek bro. Boas eo da redek (ar) mor. N'en deus ket mui c'hoant da redek hentoù. [1924] Mont da vale, da redek bro evel « Paotr e vazh-houarn », evit saveteiñ priñsezed [...]. [1924] A-wechoù all, Bilzig, pa ’c’h ae da redek an aodoù, a gave Jarlig kozh o turmuch er gourlenn. DHS. faoutañ, foetañ, lopañ, regiñ. 2. Mont war-lerc'h un den, ul loen. [1931] Redek ar saout. & Redek ar yar : mont da laerezh ur yar, yer. & Redek ar c'had : ober un droiad didalvoud, aner. & Redek ar merc'hed, ar baotred : daremprediñ ar merc'hed, ar baotred, klask o c'hompagnunezh. & Trl. DISPRED. [1732] Redek ar post : hastañ buan 3. (db. an dour, danvez teuzet) [1732] Skuilhañ, diskenn e-barzh udb. [1732] Redek metal teuzet. & Trl. [1732] Redek ar c'houez : gwalc'hiñ an dilhad, ober ar c'houez. 4. Dre zismeg (db. an dud) [1732] Mont d'ober troioù e lec'hioù zo, ren buhez fall. [1732] Redek an noz. Ned a ket da redek an tavarnioù. Gwechall e veze redet ar foarioù. Mont a ra alies da redek an noz. & Trl. [1931] Redek ar c'hwitell : bezañ ingal o vont hag o tont a bep tu, a vro da vro. & Redek e reuz : bevañ e vuhez.

Skouerioù istorel : 
146
Kuzhat roll ar skouerioù

redek

1499
Daveenn : LVBCA p173 (courir)

redek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg couler, courir, roder, troter, vaguer

redek war-lerc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Poursuiure

redek ar post

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (courir la) poste

redet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg courir, roder

redek a-dreuz d'ar brousgwez

1732
Daveenn : GReg pg brosser (courir au travers des bois)

dont en ur redek

1732
Daveenn : GReg pg accourrir

redek d'an armoù

1732
Daveenn : GReg pg (prendre promptement les) arme(s)

redek evel ur Bask

1732
Daveenn : GReg pg (courir comme un) basque

redek ker buan evel ur Bask

1732
Daveenn : GReg pg (courir comme un) basque

redek evel un heizez

1732
Daveenn : GReg pg (fuir comme une) biche

redek a-dreuz d'ar broustoù

1732
Daveenn : GReg pg brosser (courir au travers des bois)

redek ar c'houez

1732
Daveenn : GReg pg (couler la) buée

redek ha diredek

1732
Daveenn : GReg pg circuler (parlant du sang)

redet ha diredet

1732
Daveenn : GReg pg circuler (parlant du sang)

pa ne red ha ne zired mui ar gwad e korf un den, emañ ar marv gantañ

1732
Daveenn : GReg pg circuler (quand le sang ne circule plus, c'en est fais de la vie d'un homme)

a red

1732
Daveenn : GReg pg coulamment (nettement), courant (ante, qui court, qui s'écoule), (tout) courant (en courant)

redek

1732
Daveenn : GReg pg couler (se mouvoir avec fluidité, & par une pente naturelle), courir, fluer (couler, parlant de l'eau, des humeurs du corps, & des plaies)

redet

1732
Daveenn : GReg pg couler (se mouvoir avec fluidité, & par une pente naturelle), courir, , fluer (couler, parlant de l'eau, des humeurs du corps, & des plaies, pp.)

redek

1732
Daveenn : GReg pg couler (se mouvoir avec fluidité, & par une pente naturelle)

ridek

1732
Daveenn : GReg pg couler (se mouvoir avec fluidité, & par une pente naturelle), courir

redek a ra ar gwad

1732
Daveenn : GReg pg (le sang) coule

redek a ra an dour er gouerenn-se

1732
Daveenn : GReg pg (l'eau) coule (dans ce ruisseau)

redek en-dro

1732
Daveenn : GReg pg couler (à l'entour)

redek metal teuzet

1732
Daveenn : GReg pg couler (du métal)

ar bloaz a red, a ren

1732
Daveenn : GReg pg (l'année) courante

a red kaer

1732
Daveenn : GReg pg (tout) courant (en courant)

a benn red

1732
Daveenn : GReg pg (tout) courant (en courant)

en ur redek

1732
Daveenn : GReg pg (tout) courant (en courant)

redek en ul lec'h

1732
Daveenn : GReg pg courir (en un lieu)

redek, ha diredek

1732
Daveenn : GReg pg courir (ça, & là, populairement, courailler)

redet, ha diredet

1732
Daveenn : GReg pg courir (ça, & là, populairement, courailler)

redek tu-hont, ha tu-mañ

1732
Daveenn : GReg pg courir (ça, & là, populairement, courailler)

redek ar spilhoù

1732
Daveenn : GReg pg courir (pour gagner les épingles, aux fileries)

redek ar spilhoù

1732
Daveenn : GReg pg courir (pour gagner les épingles, aux fileries)

redek ar ruioù

1732
Daveenn : GReg pg courir (les ruës, battre les pavez)

redek an noz

1732
Daveenn : GReg pg courir (la nuit)

redek ar vro

1732
Daveenn : GReg pg courir (le païs, battre la femelle)

redek ar mor

1732
Daveenn : GReg pg croiser (courir les mers)

leuskel gedon da redek

1732
Daveenn : GReg pg debiter (de fausses nouvelles), garder (En donner à garder.)

redek goustadik

1732
Daveenn : GReg pg écouler (couler doucement)

lakaat redek ul lenn, ur stank

1732
Daveenn : GReg pg (faire) écouler (l'eau d'un étang)

skourjezet voa ken na rede ar gwad eus e lost

1732
Daveenn : GReg pg (il fut foüetté jusqu'à) effusion (de sang)

lakaat peskedigoù munut en ur stank redet, evit poblañ a-nevez

1732
Daveenn : GReg pg empoissonner (ou appoissonner, mettre du peuple en un étang pêche)

lakaat fals moneiz da redek

1732
Daveenn : GReg pg (donner cours à de la monnoie) fausse

foetañ ken na red ar gwad

1732
Daveenn : GReg pg fouetter (Foüetter jusqu'au sang.)

laosket gadon da redek

1732
Daveenn : GReg pg garder (En donner à garder, pp.), habler (craquer, pp.)

o redek

1732
Daveenn : GReg pg gerondif (En courant.)

en ur redek

1732
Daveenn : GReg pg gerondif (En courant.)

redek an houarn

1732
Daveenn : GReg pg gueuse (Couler la gueuse du grand fourneau dans la fable.)

redet an houarn

1732
Daveenn : GReg pg gueuse (Couler la gueuse du grand fourneau dans la fable, pp.)

leuskel gadon da redek

1732
Daveenn : GReg pg habler (craquer)

leuskel levrini da redek war-lerc'h gadon ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg habler (Empêcher quelqu'un de habler.)

redek bete bezañ dialan

1732
Daveenn : GReg pg haleine (Courir à perte d'haleine.)

redet bete bezañ dialan

1732
Daveenn : GReg pg haleine (Courir à perte d'haleine, pp.)

redek ken na goller an alan

1732
Daveenn : GReg pg haleine (Courir à perte d'haleine.)

redet ken na goller an alan

1732
Daveenn : GReg pg haleine (Courir à perte d'haleine, pp.)

ar c'hoabr a red kalz hiriv

1850
Daveenn : GON.II pg koabr, kouabr

Red a-raok.

1850
Daveenn : GON.II pg a-raok (Cours devant).

Redet a-walc'h hoc'h eus, arsavit bremañ.

1850
Daveenn : GON.II pg arzaôi (Vous avez assez couru ; reposez-vous actuellement).

Ar braoued a red atav.

1850
Daveenn : GON.II pg braoued (Le trait passe toujours. A la lettre, la boisson coule toujours).

leuskeul gedon da redek

1850
Daveenn : GON.II pg gâd

evel un dremedal e red

1850
Daveenn : GON.II pg drémédal

dielc'het eo o rediñ war va lerc'h

1850
Daveenn : GON.II pg dielc'ha

redek

1850
Daveenn : GON.II pg rédek, ridek

Redet em eus 'hed an noz.

1850
Daveenn : GON.II pg rédek (J'ai couru toute la nuit).

Redek a ra ar gwad eus he fri.

1850
Daveenn : GON.II pg rédek (Le sang lui coule du nez).

redet

1850
Daveenn : GON.II pg rédek (Courir avec vitesse et impétuosité. Couler. Fluer. Part.)

rediñ

1850
Daveenn : GON.II pg rédek (Courir avec vitesse et impétuosité. Couler. Fluer), rédi

Redek a ra e pep tu.

1850
Daveenn : GON.II pg rédek (Il court de tous côtés).

dialanañ a reot, mar redit kement-se

1850
Daveenn : GON.II pg dialana

redek

1850
Daveenn : GON.II pg rédek, rédi, ridek

N'eus forzh ! Eus hoc'h holl brejoù mat, me ne fell din takenn, gwell ganin mont d'ar c'hoad. Hag ar bleiz en e dro, ha da skarañ mibin. Abaoe red atav.

1867
Daveenn : MGK p9

Hag ac'hano dioc'htu, tizh tizh halegentañ, / Koulm ha razh a red da dennañ / Er-maez a boan ho mignonez, / An heizez.

1867
Daveenn : MGK p47

Kement penn hini er [an azen] gwele / 'Vel a-raok an diaoul a rede, / Hag o tec'het e vijed c'hoazh, / Anez e skouarn a zifoupas, / En un taol, he begig er-maez.

1867
Daveenn : MGK p61

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel !

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Ganti 'oar krog-diskrog : evel an dour a red, / Ar vuhez deiz ha noz a dremen hed-ha-hed, / Hag a gav, en un taol, ar mor don d'he beuziñ.

1867
Daveenn : MGK p100

Daoust da se, va gwad a rede puilh, saflikañ a rae em botoù dre ma valeen ; koulskoude ne raen van ebet, ne ouien ket zoken e oan tizhet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.286-287

An Aotrou de la Marche a rede an dour eus e zaoulagad o klevet komzoù ker kalonek.

1877
Daveenn : EKG.I. p.12

Kerkent e voe klevet an tennoù o krozal ; ar venec’h paour, toullet o c’horf, torret o fenn gant ar bouledoù a ruilhe diwar o gwele kalet war al leur-zi : ar gwad a rede war an douar hag a bouloudenne un tamm larkoc’h en o c’hichen...

1877
Daveenn : EKG.I. p.39

Neuze ec’h en em lakejont da redet adarre buanañ ma c’hellent evit gellout mont er-maez eus ar foenneier ha sevel da gaout an tiez a zo dirak, rak eno e kavint tud d’o difenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.303-304

Goude bezañ trec’het Canclaux, va mennozh e oa mont war-zu Brest evit kas eus ar gêr vras-se an divroidi deuet di, hag a laka kement a spont da redet dre ar vro gant o lezennoù dizoue hag ho c’hrizder.

1878
Daveenn : EKG.II p.102-103

Ne vije ket bet ret bezañ kement-se war evezh, rak ne voe klevet netra nemet chilpadenn skiltrus al louarn o redet war-lerc’h ar c’had pe al lapin, hag hopadenn kañvaouus ar gaouenn war-dro maner Kervengi.

1878
Daveenn : EKG.II p.11-12

Kement-se na oufe be[z]añ : / digompouez an treo[ù] er bed-mañ. / Pe na deu mado[ù] davedomp, / Da c’haout [D'o c'haout], 'lec’h m'emaint, redomp ! /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ma tremenfe unan ane[zhe] da Vaer, paourkaezh marc‘hadourien deus bourk Plounevez, paket ho stal, hag et da redek heñcho[ù] Breizh-izel... ‘n ur ganañ ur werz diwar-benn ar fentusañ « Conseil municipal » a vefe neuze en Frañs.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Neuze e teñvaas an aezhennoù diwar Aedobitus hag, o kouezhañ e glaveier berv, e c’holojont gorre an douar gant ur gwiskad dour ma vordrouze, ma rede-direde dibaouez warnañ, an eil war-lerc’h egile, koummoù, tonnoù ha gwagennoù.

1923
Daveenn : SKET p.28 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "3e dilinenna[ñ], lin. 4, e lec’h « tenvaas » lenn « tevaas » kentoc’h". )

Braouac’het-holl, o krenañ gant an efreizh, strebotus ha trabidellus, e tec’hont kuit digempenn hag e redont en-dro d’o ribouloù kuzh.

1923
Daveenn : SKET p.116

Hogen, e gwazhied glas Derkeia e rede, peurzigemmesk, kuit a bep saotr, gwad ur ouenn uhel ha kadarn ha doueel

1923
Daveenn : SKET p.105

An div pennañ anezho eo ar Stura, a red war-du ar c’hornog hag a gej he dourioù gant re an Albis, hag an Dravinna a red war-du ar reter hag en em daol e lenn an Heol (1).

1923
Daveenn : SKET p.95-96

War-lerc’h ar re a zo digouezhet da benn o hent e teu re-all ha, war-lerc’h ar re a zeu, re-all c’hoazh a sav hag a red d’an armoù.

1923
Daveenn : SKET p.81

Hag eñ e-unan-penn ouzh trizek, ne dermas ket da zistagañ e vag evit redek war-lerc’h Erkuniz.

1923
Daveenn : SKET p.134

Da gentañ-holl, ne deus ket a lec’h da zaleañ pell gant an danevelloù o redek e-touez Kreisteiziz diwar-benn hon Amzer-gent, rak ma ’z int mojennoù diskiant, ya, pa na vezont dismegañsus ouzhimp-ni.

1923
Daveenn : SKET p.31-32

Meneget eo ar burzhudoù en danevell a zo o redek e-touez al Lingoned. [sic] Volked an Arkunia hag ar Voged, amezeien dezho, diwar-benn emlazh ar roue Eparios ha muntr an daou vugel ha tregont anezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.75

Rak ar vro-se hag an draonienn ma red aven vras an Nil ne reont nemet unan.

1923
Daveenn : SKET p.16

En ampoent ma wilioudas Izabel, dre ar bourk e rede ar brud penaos lestr Kola Fañch ar Guez a oa bet kollet, korf ha madoù hag all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.812 (Genver 1924)

Entre e viz-meud hag e viz-yod e save biz-meud troad Katellig, ha deus an eil d’egile : Hemañ hen gwelas, / Hemañ hen redas, / Hemañ hen tapas, / Hemañ hen debras !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.842 (Miz C'hwevrer 1924)

Mont da vale, da redek bro evel « Paotr e vazh-houarn », evit saveteiñ priñsezed ; evel « Tignasennig » eñ ac’h aio ivez en karros alaouret, hag evel « Yann hep aon » netra ne vo kat d’en spontañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

A-wechoù all, Bilzig, pa ’c’h ae da redek an aodoù, a gave Jarlig kozh o turmuch er gourlenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Ha m’en deus Bilzig evet ur werennad gwin Bourdel (ha digej mat a ran va girioù), m’en deus Bilzig evet ur bannac’h gwin, ar gwin-se en deus graet vad d’e galon, da galon ur paourkaezh kristen, muioc’h a vad eget an hini ho peus skuilhet ha lakaet da redek ha da goll er mor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

En-dro d’ar giez e rode, e rede, e lamme, e harzhe, e kroze hag a skrigne o dent paotred divergont-meurbet, chas gouez hir ha lemm o dent, hag evit ur c’hwezhadennig en devoa tañvaet deus ar giez !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1029 (Gouere-Eost 1924)

Barrivindos a lakaas e zorn war ar vag hag a reas dezhi redek a-dizh.

1924
Daveenn : SKET.II p.42

Hudour-meur a zigas en-dro an heol, / A ra d’an douar adc’hlazañ, / D’an evned geizañ, / D’an dour redek, / D’an ed diwanañ, / D’ar glav kouezhañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.11

Ar c'heloùioù a gerzh, a red buan, ha dreist-holl ar c'heloùioù fall.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Ar brud a rede penaos he devoa ur pennad-blev hag a gouezhe dezhi betek pennoù he daoulin.

1925
Daveenn : BILZ2 p.150

Noz-deiz, ha deiz ha noz, an dour binniget-se [ar gwin-ardant] a rede en o [c'h]orzailhenn, evel an dour er c’han goude ur barrad-glav.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Ac’hanta, paotr, ar voul a ruilh ganit. Kerzh, red war he lerc’h hep dizalaniñ.

1925
Daveenn : BILZ2 p.178

— Ma ! Madelen, ur wech all lavar d’az mamm… ya, ya, lavar dezhi delc’her ac’hanoc’h en ho kwele betek ar beure : n’eo ket mat evit ar vugaligoù eveldoc’h redek an noz ken diwezhat.

1925
Daveenn : BILZ2 p.126

Eno, gwechall d'an nevez-hañv, a-gevret gant un toullad krennbaotred, e teuen da neuñv, da redek, da c'hoari pi, da neizhiata ha d'en em gannañ gant ar Gerneizon bihan [sic].

1929
Daveenn : SVBV p.15

Pa zihunis, an aerouant bet diouganet gant Marzhin, penndevig ar varzhed, a oa paouezet da wigourat. Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù en ur youc'hal.

1929
Daveenn : SVBV p8

Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.

1929
Daveenn : SVBV p.18

Ur youl birvidik hag un hunvre ledan a rede pell a yoa, e goueled va c'halon doaniet : "Mont d'embregañ riskloù ha da redek bro".

1929
Daveenn : SVBV p.13

redek ar saout

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIV

c'hoari redek

1931
Daveenn : VALL pg (s')amuser

redek

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XIX

redek ar c'hwitell

1931
Daveenn : VALL pg aventure

N'helled ket skrivañ da skouer Heutsn e-lec'h Hudson e sigur ma vez distaget evel-se gant an Amerikaned ; an eeunañ eo kemer an anvioù evel ma vezont skrivet er vro, ouzh o eeunañ hervez ijin ar brezhoneg, o lakaat da skouer a-wechoù K e-lec'h C ; OU e-lec'h U ; C'h e-lec'h CH pe Kh rusianek, hag e-lec'h Gh pe Rh arabek : Kotentin -hogen Calais, dre ma rankfed skrivañ Kalaez-, Seine, La Ciotat, Chile, Norge -ha Norvegia, stumm etrevroadel-, Suomi -ha Finland, stumm etrevroadel-, Schelde -an Escaut e galleg, a red e Flandrez dreist-holl-, C'harkov, Astrac'han, C'hadames.

1943
Daveenn : TNKN p8

An deiz war-lerc’h e redas ar c’heloù dre ar barrez a-bezh.

1944
Daveenn : ATST p.85

Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...

1944
Daveenn : EURW.1 p5

Ya ! karet he dije gouzout, gouzout, mes ne ouie netra ebet, netra ; hag ar soñjezonoù spontusañ, terruplañ, strafuilhusañ a rede, a gorolle, a zaoulamme en he spered pennfollet.

1944
Daveenn : ATST p.53

Ha Job a zeredas buan eus an armel d’ar gwele. Job avat, a redas adarre d’an armel, goude m’en devoe kemennet da Lom pasaat ha toc’hellat e-leizh e c’hourlañchenn.

1944
Daveenn : ATST p.35

C'hoari stuf. Unan a roe « stuf » d'un all, (touch dezhañ gant e viz) ; an hini stufet a rede war-lerc'h un all, da reiñ stuf dezhañ, hag an dra-se a c'helle padout pell, betek ma sone ar c'hloc'h, pe an añjelus, pe me oar ; an diwezhañ stufet a veze mezhus o vont d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Ernest a blije dezhañ ivez redek ouzhpenn konifled ; paotr tomm e oa ouzh ar merc’hed, ha kontañ a rae e-touez [e] vestrezed eun nebeud brav a verjelennoù diwar-dro.

1944
Daveenn : EURW.1 p.89

Pa redas ar c'heloù, e teuas kalz all c'hoazh da lakaat o anv er Vreuriezh[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.163

Job eta a bellaas diouzh ar gwele hag a redas d’ar penn all d’an ti.

1944
Daveenn : ATST p.32

Dilezel a rajen an abostolerezh evit embregañ war ar paper-timbr ; ehanañ a rajen da redek bro, evit redek ar ch’anton hepken, da ober gwerzhidigezhioù, ivantorioù, prizadegoù chatal hag annez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

— « Ho ! ho ! Job, dont a rit ? » Ha Job a stlape, kerkent, e forc’h, pe e falz, pe e falc’h ha dao ! da redek ar barrez.

1944
Daveenn : ATST p.26

Ar c’hirri-dre-dan pa zegouezh dezho dont betek amañ a zo risklus dezho redek buanoc’h eget an dud ; setu perak ne vez ket gwelet al liv anezho gwall alies : d’an deiz kentañ eus ar bloaz, da sul Fask [Sul-Fask] ha d’ar sulvezh diwezhañ a viz [G]wengolo, deiz ar pardon bras.

1944
Daveenn : ATST p.10

Er gwasked emañ war ribl ar stêr Aon a red he dour goustadik, evel gant keuz, war-du Kastellin.

1944
Daveenn : ATST p.9

Ar c’hi a zo o redek louarn pe o redek gad, hag ar c’hazh o logota.

1944
Daveenn : ATST p.9

Redek a rae c'hoazh war-lerc'h ar re vras pe ar re grenn o doa darempred gant ar re vihan ; rak dispartiet-rik e oa an tri rumm-se e Sant-Charlez.

1944
Daveenn : EURW.1 p50

E-pad ar vakañsoù bras, en-dro da Garnoet, e tisken c'hoazh gant ma c'henseurted mont da redek ar merc'hed.

1944
Daveenn : EURW.1 p44-45

Stêr-Aon a red e-harz he c'hleuzioù don e kichennik, ez eus ur chapel vihan gouestlet da sant Kado, kenamzeriad Gweltaz, ha kenvroad breizhek dezañ,[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Redek a reas ur gridienn penn-da-benn e gorf, ha merzhout a reas, n'em eus ket lavaret hep ur mousc'hoarzhig laouen, edont aze, eñ, gwenn-kann en e sae vanac'h, hag hi, du evel askell ar vran.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Graet eo bet din ar c'hinnig gant merc'h Eva. Ma ne vijen ket redet kuit...

1949
Daveenn : SIZH p.62

- Va bro ... « Señorita », va bro-me eo ho Kastilha-Gozh ur gouelec'h krin ha kras en he c'heñver. Du-mañ 'z eus geot glas, a-hed ar bloaz, ken uhel hag ho penn ; du-mañ, e red an dour, hañv-c'hoañv, e-barzh an traoniennoù, dezho o bec'h gwez.

1949
Daveenn : SIZH p.45

Eñ an hini a rede war-lerc'h ur plac'h yaouank dianav, ur jenoflenn gantañ en un dorn, hag ur barzhoneg en dorn all.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Dre ar bed e red kasoni, / Met ur c'hristen ' dle pardoniñ !

1960
Daveenn : PETO p82

Logod a red er c'hrignol a-us d'ho kwele. Karout a rafec'h bezañ kazh.

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

An den-se a oa an aotrou Victor Hourcq, un douarour hag a oa o chom en Naoned, pa ne veze ket o redek bro.

1985
Daveenn : DGBD p5

Dav eo din sevel eus va gwele da stankañ ouzh an dour a zo krog da redek dre zindanañ, daoust ma oa bet disaniet en-dro d'an telt evit na c'hoarvezje ket kement-se.

1985
Daveenn : DGBD p114

Gervel a ris, huchal war ma den, redek dezhañ, tapout krog ennañ, hag e zegas d'al lec'h ma oa tud boet endeo en-dro d'ar plac'hig o krial.

2012
Daveenn : DJHMH p12

Frammet heñvel eo al liveadur, mentet heñvel an nev nevez ouzh ar chantele koshoc'hik ken e c'hall sell an arvester redek distroñs eus an eil penn d'egile d'an iliz.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Kuitaat a ri da di ha da waz evit mont da redek bro en Afrika?

2015
Daveenn : EHPEA p64

Plijadur en deveze o valeata er palier taolennoù yen ha hirisus a oa en e gengiz ha sellout ouzh poltredoù diseurt ar re a rede o gwad en e wazhied-eñ.

2015
Daveenn : POLDG p. 225

Ma labour-me eo redek war-lerc'h ar c'horfoù-marv.

2015
Daveenn : EHPEA p27

Se zo kaoz ne deufont ket gant ur c'harr-tan skrivet anv o media warnañ, ha gwiskañ a refont botoù-sport rak redek a vo d'ober marteze.

2015
Daveenn : DISENT p126

Notennoù studi

Roet eo "ridek" evel ur stumm eus Bro-Wened e GON.II.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial