Ne blije ket d’hor martoloded patouilhal e traezh ha mailh ar straedoù, ha klemm a raent dreist-holl dre ne gavent en ostalerioù netra da derriñ o sec’hed nemet te, laezh ha dour-orañjez [dour orañjez] : « Gwell eo ganimp, emezo, leuskel ar gwelien[-]se gant neb a garo ; aon hon eus rak bezañ kent na vefe pell e par ar marv gant ar red-kof ».
An hanter ac'hanomp a veze klañv gant o bouzelloù, o tiwaskañ poanioù skrijus gant ar red-kof. An hanter all a veze gant ar wazrudez ha ne c'hellent ket azezañ.
Mots précédents
Mots suivants
redlec'h