Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. 1. Displijus d'ar skiantoù, d'ar gwel dh. Ur paotr divalav : n'eo ket brav e zremm. An touseg, evitañ da vezañ divalav, a zleer gwareziñ. & Divalav-mezh : divalav-meurbet. DHS. hakr. HS. vil. ES. brav, kaer, koant. 2. (db. emzalc'h an dud) Hegaz. Displeget eo bet din ho troioù divalav. Mirout a reont boazioù divalav. Un taol divalav zo c'hoarvezet eno. DHS. displed. 3. (db. ar c'homzoù) Dizereat. Na selaouomp ket seurt komzoù divalav. DHS. divezh, hudur, lous. 4. Dister e dalvoudegezh. Ur gopr divalav en deus. Un toullad chevr evel-se da verenn ne vez ket divalav. Bezhin divalav : re nebeut a gresk ennañ. 5. (db. an amzer) Fall a-walc'h. Amzer divalav a ra. 6. Nebeut a nerzh ennañ. Un tamm paotr divalav. Deuet eo da vezañ divalav. & Dre ast. An nevez-mañ zo unan divalav : nebeut a ampled etre ar gourlen hag an daere. 7. (db. an dud) Gorrek, lezirek. Divalav eo e gerzhed. Broudañ ar paotr divalav d'ober e labour. & Dre ast. (db. ar spered) Bouc'h. 8. Dizampart. Hi zo divalav war ar gegin : ne oar ket keginañ mat. II. Adv. 1. En un doare divalav (I 1, 3). Gwasket on bet divalav. Hennezh a vez gwisket-divalav. & G. pouez. Tre. Ker-divalav eo ar boteier. 2. Fall. En em vevañ divalav a ra. 3. Trl. OBER DIVALAV DA UB. : kaout un emzalc'h dizamant, garv, en e geñver. Graet hoc'h eus divalav din o nac'h ma skoazell. 4. Ent gorrek. Hennezh a oa deuet er-maez ha c'hoazh ne zeue ket divalav : buan-buan e oa deuet er-maez.

Exemples historiques : 
30
Masquer la liste des exemples

divalo

1659
Référence : LDJM.1 pg faineant, vauneant

tud divalo

1732
Référence : GReg pg belitre (gueux qui mandie par pure faineantise)

divalo

1732
Référence : GReg pg belitre (gueux qui mandie par pure faineantise), faineant

N'eus netra divalavoc'h eget ur varvegez.

1850
Référence : GON.II pg barvégez (Il n'y a rien de plus laid qu'une fille qui a de la barbe).

divalav

1850
Référence : GON.II pg divalô, divalv, divalvded, iskiz, vîl

divalo-bras eo

1850
Référence : GON.II pg divalô

divalo eo e-keñver an holl

1850
Référence : GON.II pg divalô

divalav

1850
Référence : GON.II pg divalv

divalo

1850
Référence : GON.II.HV pg difésoun

Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer; gant ar soñj d'o lakaat bravoc'h, e varellas anezho a dammoù galleg dastumet e kêr, traoù ken divalo ha ken iskis e brezhoneg ma'z int evel kozh peñselioù ruz pe c'hlas gwriet ouzh ur sae wenn gant ur c'hemener mezv-dall.

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

Komz ar c'higer ve mat, lakaet etre daou : / Evit darn ez eo gwir, evit darn ez eo gaou, / Rak alies e weler pennoù zo kaer-meurbet / War gouzougoù tud zo ar re fallañ er bed ; / E lec'h ez eus re all, divalo hag iskis, / Hag a zo o ene kaer evel heol an deiz.

1867
Référence : MGK p77

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.

1867
Référence : MGK p26

Ken divalav e kavas an dud kement-se, ma klaskjont, evit diskargañ o c’halon, un hanv da reiñ dezhañ hag a vije an dismegañs ar vrasañ.

1877
Référence : EKG.I. p.309

Ar bleizi hag ar brini a deufe da grignat o eskern, ar pezh a ve evit hor bro Breizh un dra zivalav dirak an dud, hag a ve tamallet deomp gant Doue.

1878
Référence : EKG.II p.97

Gant kalz beulbejen divalo, / Da rozellat a goue[zh] mado[ù] ; / Din-me, dour yen ’vel d’ar pesked, / ‘Pad kordenn ar bla, da'm sec’hed ! /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Kenyev ganez ur bried divalav, dihabask, dievezhiek, diijin, diek ha laosk !

1923
Référence : SKET p.84

Keñveriañ an doareennadur homerek "alphesiboiai" « a zigas ejened » da verkañ ar merc’hed brav, paeet d’an tad uheloc’h priz eget ar re zivalav [...].

1923
Référence : SKET p.84 (1) (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "not. lin. 1, e lec’h « doarennadur » lenn « doareennadur »".

Eno ho pije klevet ar c'heloùioù, an neventioù : hemañ pe honnezh en devoa graet an dra-mañ-[t]ra, Yannig a rae al lez da Varc’harid, ha Jaketa a oa darempredet gant Pêr ar C’hamm ; bag ar C’habon he devoa pesketaet div dousenn silioù ; ha karabasenn an aotrou person, al Leonardez divalav-se, a oa deut da vezañ lorc’h ral enni, abaoe ur pennadig…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

Pa veze divalav an amzer, c’hoant n’o doa ket ar vugale da vont da redek.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.842 (Miz C'hwevrer 1924)

ober divalo da ub.

1931
Référence : VALL pg agir (mal avec qqn)

divalo-mezh

1931
Référence : VALL pg abject

Diaes e vije bet kaout un den divalavoc'h evit sekretour meur an Emsav Hollgeltiek.

1944
Référence : EURW.1 p.165

Tennañ 'rejomp hor chupennoù, ha mirout hor brageier, da sevel er gwele divalo.

1944
Référence : EURW.1 p.152

- Ur glotenn zivalav, neuze, d'ur rimadell bennak, o chom da vouzhañ e beg ho pluenn ?...

1949
Référence : SIZH p.62

Ar breur Arturo a oa skrijet gantañ e sorc'henn-noz divalav : ne zeu an diaoul, nemet dre deñvalijenn, da heskinañ an eneoù gwerc'h.

1949
Référence : SIZH p.53

Nemet, na petra 'ta ! Sik a ran dezhañ gwelloc'hikañ ma c'hellan. Ha n'eo ket divalav an dour yen... Neuze, gant al labour hag ur bedenn c'hwek bennak...

1949
Référence : SIZH p.54

...Peogwir out gouest da hadañ ar vuhez e korf da barez. - Da heul un darempred hudur, Doue ra viro ! - Hudur ?... Un anv gwall-zivalav, « amigo », d'ur briatad trelatus, mar bez.

1949
Référence : SIZH p.57

En an' Doue, ma zorfejoù, / Distaol din, ha ma fec'hejoù, / Din, ar c'hablus, an divalav, / A zellezfe kaout da halv / Ouzh e zremm ken lor ha ginet / Enni skeud un askre krinet.

1960
Référence : PETO p82

Mar deo koant hag urzhiet-mat kêr-veur ar Marok, ez eo porzh bras ar Senegal disneuz ha divalav.

1985
Référence : DGBD p16

N'en em douellan ket. An hini a zeu e-barzh ur vilin a zeu gwenn er-maez. Hag an dud a gavo skeudennoù kalz divalavoc'h c'hoazh.

2012
Référence : ADULT p. 173

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux