Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. (db. an dud) 1. Ober d'ub. diskenn pe gouezhañ diwar e varc'h. Ne voe ket pell ouzh ma divarc'hañ. E pep pleg-hent e tregerne un tenn ha bep taol e veze divarc'het un den. [1924] hep doujañs evit he mestr, Bidoullig hen divarc’has. 2. Dre skeud. Mantrañ. Neb a wel ez eo bresk e-unan, hennezh ned eo ket divarc'het gant fazioù ar re all. Ar respont-se a zivarc'has ar paotr. B. (db. izili an dud, rannoù eus ar c'horf) 1. Diaozañ. Hemañ n'eo ket prest da zivarc'hañ e c'houzoug o kanañ : ne striv ket kalz o kanañ. Divarc'hañ a ri da vrec'h, paotr kaezh, o lardañ geot kalet evel ar re-mañ. DHS. dilec'hiañ. 2. Dispourbellañ. Kaer o deveze divarc'hañ o daoulagad, netra ne spurmantent. HS. diskalfañ, diskolpañ, dislonkañ, dislontrañ. C. (db. an traoù) 1. Tennañ un nor diwar he marc'hoù. Klask a reas divarc'hañ an nor a daolioù dorn hag a daolioù troad. Divarc'hañ an nor hep he dibrennañ. [1878] Mes, evit mont er porzh, e oa ret din divarc’hañ an nor, rak e Maner-al-Liorzhoù, evel a ouzoc’h, ez eus ur porzh kloz, pe mont e-barzh dreist ar voger. 2. Digompezañ. Divarc'het-naet e voe ar bed ganto ha n'oar den pegoulz e vo kompez. II. V.g. 1. Kouezhañ diwar e varc'h. 2. Lavaret udb. hep divarc'hañ : hep ober van ouzh ar pezh a soñj ar re all.

Exemples historiques : 
22
Masquer la liste des exemples

divarc'hañ

1659
Référence : LDJM.1 pg diuarc'ha

divarc'het

1732
Référence : GReg pg arçon, desarçonner, gond (Oter les gonds, faire sauter les gonds, pp.)

divarc'ho ur marc'hegour

1732
Référence : GReg pg (faire perdre les) arçons (à un cavalier)

divarc'hañ ur marc'heger

1732
Référence : GReg pg (faire perdre les) arçons (à un cavalier)

divarc'hañ ur re

1732
Référence : GReg pg demonter (ôter la monture à quelqu'un)

divarc'hañ

1732
Référence : GReg pg desarçonner (faire perdre les étriers, ou les arçons à un cavalier), gond (Oter les gonds, faire sauter les gonds.)

zivarc'ho

1732
Référence : GReg pg desarçonner (faire perdre les étriers, ou les arçons à un cavalier)

divarc'hañ un nor

1732
Référence : GReg pg enfoncer (une porte violemment)

divarc'hañ a ra poull-galon un den gant re a apotum

1732
Référence : GReg pg (l'excès de la bile dévoïe l') estomac

divarc'hañ e adversour

1732
Référence : GReg pg (faire perdre l') étrier (à son ennemi)

Divarc'het eo.

1732
Référence : GReg pg gond (Il a sorti des gonds, parlant d'un homme fort en colere.)

divarc'het e viot, ma na likit evezh

1850
Référence : GON.II pg divarc'ha

divarc'het eo poull e galon

1850
Référence : GON.II pg divarc'ha

n'henn divarc'hot ket

1850
Référence : GON.II pg divarc'ha

divarc'hañ a reot an nor

1850
Référence : GON.II pg divarc'ha

divarc'hañ

1850
Référence : GON.II pg divarc'ha, divuduruna + p6, introduction "démonter", pg bac'hein

divarc'het

1850
Référence : GON.II pg divarc'ha

Ma ne zigor ket ni a zivarc’ho an nor, hag a lammo en un taol en ti.

1877
Référence : EKG.I. p.116

Mes, evit mont er porzh, e oa ret din divarc’hañ an nor, rak e Maner al Liorzhoù, evel a ouzoc’h, ez eus ur porzh kloz, pe mont e-barzh dreist ar voger.

1878
Référence : EKG.II p.40

En ur pleg berr war an hent, dirak poull-hañvouez ti ar Faven, hep doujañs evit he mestr, Bidoullig hen divarc’has.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1033 (Gouere-Eost 1924)

Tennañ a eure e gleze ar marc’heg divroat, met skuizh e oa eñ hag e varc’h : n’int ket evit enebiñ. Divarc’het ar paourkaezh.

1925
Référence : BILZ2 p.117

Divarc'het ez on krenn, mezhekaet hag uvel / Dirak ho nerzh-kalon ken dispont hag uhel ; / N'ouzon ket petra d'ober 'vit ho trugarekaat.

1960
Référence : PETO p48

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux