Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. N'eus muzul ebet dezhañ. Ec'honder divent an oabl. Ur garantez divent. DHS. didermen. HS. divuzul. 2. Boas Bras-meurbet, ken bras ma ne c'haller ket anaout pe ijinañ e vent. Ur ger vras divent. Morioù divent. ES. bihan, munut. II. Adv. pouez. Ger a dalvez da greñvaat anvioù-gwan a denn d'ar vent. Bras-divent eo ar beolioù-mañ. HS. divuzul.

Exemples historiques : 
25
Masquer la liste des exemples

divent

1850
Référence : GON.II pg diveñt, diveñted, diveñdded, divéven

ar prad-se a zo divent

1850
Référence : GON.II pg diveñt

pesk divent

1850
Référence : GON.II pg pésk

Balumed ha morviled all mentet-dizoare a weljont meur a dro war c’horre an tonnoù o tarc’haouiñ taolioù pounner en dour gant o lostoù divent hag o nesaat d’ar vag.

1923
Référence : SKET p.110

Fav, tilh, derv, bras-divent o c’hefioù, bodennek o c’hernioù, a waskede tonenn c’hlas an douar.

1923
Référence : SKET p.120

Geunioù divent, stêrioù diniver, koadoù ec’hon ha tev a oa da dreuziñ.

1923
Référence : SKET p.139

Eno em eus graet hent, a-hed devezhioù, war straedoù ur geoded ec’hon-divent, kozh evel an douar hag ar bed, mamm holl geodedoù an douar, kelennerez ar re fur, magerez ar ouizieien, krouerez tud ampart en holl arzoù ha micherioù.

1923
Référence : SKET p.16

E-keñver da Aedobitus edo Nemobitus (6), an islonk distrad, divent, diharzoù, ma rene ennañ bepred an noz hag ar yenien, e lec’h n’oa tra a gement en dije buhez, domani ar Goullo, an Netra hag ar Marv.

1923
Référence : SKET p.27

Kribañ a reont, en ur ganañ, o blev hir ; soubañ a reont o c’horfoù, o izili gwad-holl ha poultrennet e dourioù glan ar mor divent.

1923
Référence : SKET p.80

Un divent a dachennad gwezus, frouezhus, trevadus.

1924
Référence : SKET.II p.61

Diaes eo degemerout dilec'hiadurioù spontus a live ar mor -betek 3000 metr- e kemend-all a lec'hioù eus ar bed; goulakaet en deus H. Baulig dilec'hiadurioù a 480 metr uhelder e-doug ar Plioken, ha nerzhus a-walc'h eo an enebadennoù savet gant De Martonne hag a ziskouez ar reverzhioù divent e dremm ar bed a vije ret evit hen aotren.

1943
Référence : TNKN p67

An hini a zo pignet war dosenn Sant-Weltaz a zo evel ur moraer e beg ur wern, a zizolo ur mor divent ; ac'halen e tizolo an arvester ur c'helc'hva douar mezevennus, ken hir ma'z eo war ar pevar avel.

1944
Référence : EURW.1 p16

Ar post ged : ur gael houarn, ur porzh divent etre tri savadur a bevar estaj, mildoullet a brenestroù, a weled enno pennoù kurius an henaourien o c’hoarzhin goap d’ar « bleuien ».

1944
Référence : EURW.1 p.192

Taer e oa heol miz Mae, en un oabl glas-divent.

1949
Référence : SIZH p.48

Taer e oa heol miz Mae, en un oabl glas-divent.

1949
Référence : SIZH p.48

N’en deus an Enebour nemet stouiñ da zastum e breizhoù eus an druilh. Ar Bed a zo anezhañ un divent a bondalez d’an Ifern.

1949
Référence : SIZH p.40

Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.

1949
Référence : SIZH p.43

Ur c'hoant divent 'lies am bez [,]/ Ar ger a rois [,] da zinac'h.

1960
Référence : PETO p34

Ar Gêr Wenn, ha neket mui an "Ti Gwenn" eo an anv a zere outi bremañ, rak ur gêr vras divent eo deuet da vezañ.

1985
Référence : DGBD p13

E-doug e bennadoù-ged diouzh an noz e oa bet boazet a-werso ouzh ar santad iskis krouet gant kammedoù un den, hag eñ pell mat c'hoazh, o tasseniñ trumm ha fraezh e sourrad divent ar gêr hag ar voudinell.

2012
Référence : DJHMH p25

Aloubet e voe trumm gant ur santad divent a aonedigezh.

2012
Référence : ADULT p. 203

[Iliz-veur] Landreger avat n'eus ken 75 metr etre dor an talbenn ha penn pellañ he chantele - keñveriañ gorread iliz-veur Kemper ouzh hini iliz-veur divent Amiens.

2013
Référence : LLMM niv. 399, p. 6

Emaomp en ur saloñs divent a denn kentoc'h d'ur sal evit ar gouelioù.

2015
Référence : EHPEA p50

A-benn neuze e oa aet an tren all dreistañ ha Kathrine a welas en tu all d'al linennoù magazennoù hag uzinoù divent, savadurioù divalav gwenn-azvelen pe louet, outo anvioù embregerezhioù morse gwelet ganti.

2023
Référence : DREAM p. 67

Mont a reas Kathrine en-dro d'ar gêrig dre ar vro erc'hek, divent ha digenvez, ha tremen hebiou fjordoù ha menezioù, dre gompezennoù ledan ha torgennoù izel.

2023
Référence : DREAM p. 9

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux