Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Kementad a egor dalc'het gant udb. Ment un ti, ur wezenn. Ar sterenn-se a oa bras he ment. 2. Muzul ar c'hementad-se, roet da anaout dre an hed, al led, an uhelder. Kemeret en deus mentoù ar gambr. Ment ul levr. 3. Unan eus ur rummad a vuzulioù skouer, evit dilhad, boteier, h.a., da brenañ. Ankouaet en deus ment e votoù. Peseurt ment eo ho potoù ? DHS. poent. 4. Ent strizh (db. an dud, dh.) Uhelder ar c'horf. Bezañ bihan a vent, e vent. Ma daou vent a bilfen : un den div wech ken bras ha me. & Trl. Bezañ en e vent, bezan deuet d'e vent : bezañ en oad ma ne gresker mui, en oad-gour. Bezañ ment-ouzh-ment, en ur vent : bezañ ken bras ha ken bras. DHS. sav. 5. Dre ast. Kementad (udb.) e-keñver brasted udb. all. Ur c'harr-tan diouzh ment e familh. Ul labour a vent gant hemañ. 6. Difetis Kementad ur perzh spered. Hervez ar vent a skiant zo roet dezhañ. Evezh. : kemmadur er ger ment goude ar ger-mell hag en anv-gwan goude ment.

Exemples historiques : 
49
Masquer la liste des exemples

ur vent bennak

1499
Référence : LVBCA p35, 142, 200 (d-aulcun grant)

ment

1499
Référence : LVBCA p142 (quantite, grandeur)

Vertuzioù an Agnus Dei. / Ez chas brun an c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / Ez vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / Ez vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kre a chas kuit, / Ez spont sklaer an adverserien, / Ez rent soulas d'an wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spes, / Ez ro grasoù, ez vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutet pas, / ken din eo an bihan hag an braz.

1622
Référence : Do. p58

pe vent e ve

1659
Référence : LDJM.1 pg (de quelle) stature (est-il)

ar ment

1659
Référence : LDJM.1 pg (la) grandeur (ou taille)

ar ment

1659
Référence : LDJM.1 pg (la) quantité (ou grandeur)

ment

1659
Référence : LDJM.1 stature

ment

1732
Référence : GReg pg calibre (grandeur, largeur, grosseur, &c d'une chose), corpulence (volume du corps), capacité (étenduë d'un lieu)

limaj eus a ur vent dreistordinal

1732
Référence : GReg pg colosse

Ned eo ket bras ar vent anezhañ.

1732
Référence : GReg pg grandeur (Sa grandeur n'est pas considerable.)

ar vent

1732
Référence : GReg pg grandeur (Grandeur, taille.)

ur vent difeson

1732
Référence : GReg pg gauche (Une taille gauche.)

ment en deus

1732
Référence : GReg pg (il a de la) corpulence

limaj eus a vent ur jigant

1732
Référence : GReg pg colosse

ment

1732
Référence : GReg pg grandeur (Grandeur, taille.)

Ar bihander eus e vent a zo abeg ma sell an holl outañ.

1850
Référence : GON.II pg biander (La petitesse de sa taille est cause que tout le monde le regarde).

ment

1850
Référence : GON.II pg gwan, meñt, meñd, tâl

ment

1850
Référence : GON.II pg meñt, meñd

ur vent int

1850
Référence : GON.II pg meñt, meñd

eus a ur vent gaer eo

1850
Référence : GON.II pg meñt, meñd

na anavezit ket ar vent anezhañ

1850
Référence : GON.II pg meñt, meñd

ment

1850
Référence : GON.II.HV pg meñt

skiant ar vent

1850
Référence : GON.II.HV pg skiañt (-ar-veñt), skiañt (ar-vuzuliou)

Chom a reas 'ta da bennaouiñ er park betek an abardaez ; hag o vezañ kannet ha dornet gant ur walenn ar pennoù he doa dastumet, e kavas eus a heiz, war-dro ar ment eus a un "ephi", da lavarout eo, tri astellad.

1850
Référence : GON.II p.102, Buez Ruth.

"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll !"

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

An olifant, d'e dro, hag eñ fur koulskoude, 'vel ar re all gomzas ivez. Krediñ a rae, a lavaras, 'oa ar morvac'h un tamm re vras. Hag Itronig ar verienenn a gave, dioc'h he ment, re vistrik ar fubuenn.

1867
Référence : MGK p11

« Gortozit ma vezin lizenn, / Va fakañ c'hoazh ray hoc'h higenn, / Hag ur c'hofeg bennak neuze am freno ker ; / E-lec'h e vo ret deoc'h ober kant tro d'ar stêr, / Evit kaout kant all eus va ment / Da ober ur pladad, pladad drein evelkent ! »

1867
Référence : MGK p41

Kouezhañ a ra e zaoulagad war an dour a red a-zindan pont Rozanklañ ; kavet eo e doull-kuzh gant Loull ar Bouc’h. Raktal e tiskenn diwar an hent hag ec’h en em ruz a-zindan ar pont, buannañ ma c’hell, e dreid en dour, hag e benn daoubleget a-zindan ar volz n’oa ket uhel a-walc’h diouc’h e vent.

1877
Référence : EKG.I. p.128-129

Kement ha ma vezo gallet, al lizheroù-kelc'h, hag ar paperoù all, a vezo moullet en hevelep stumm ha, dreist-holl, en hevelep ment, ma vezo gallet o gwriat a-gevret.

1909
Référence : REZI p.17

Dre m’eo bet engehentet gant un doue, eveshaet en he yaouankiz gant un doue, kelennet gant un doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezhi war baotred ha maouezed broioù all an douar e ment, e nerzh, e skañvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzhoniezh, e gouiziegezh, en hesonerezh, en ijinoù-kaer ha mecherioù en oberiadoù ar peoc’h kerkoulz hag e re ar brezel.

1923
Référence : SKET p.38

Pep tiad a savas dezhañ e-unan gant prenn gwevn ha korz ul logig kelc’hiek diouzh e vent hag e ezhommoù.

1923
Référence : SKET p.96

War vent uhel ha korfadur ramzel an dud a zo bet kavet ar relegoù anezho e beredoù an amzer-se

1923
Référence : SKET p.12

Hag e voe mibien Mulo paot-ha-paot ha disheñvel pep-unan diouzh ar re all dre ar vent, an neuz hag ar yezh.

1923
Référence : SKET p.30

Jarlig a oa ur martolod kozh, bihan a vent, krommet gant an oad, atav ur boned bechennek gantañ war e benn (moal a oa), ur c’haban mezher dreset war e gein ; ur c’hornig berr o krenañ etre e zent uzet gant an duellenn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Ur vent vrav a blac’h anezhi, ur c’hlazardenn, sklaer he lagad, du he blev.

1925
Référence : BILZ2 p.150

deuet d'e vent

1931
Référence : VALL pg adulte

ment pellder diwar gogn

1931
Référence : VALL pg (distance) angulaire

Teodor Botrel a oa o paouez tarzhañ en oabl Breizh, evel ur steredenn a gentañ ment.

1944
Référence : EURW.1 p69

Hag e redent !… Ha n’em eus ket Iavaret deoc’h e oa ganto bouc’hili, fustoù, morzholioù, filc’hier, ferc’hier ha binvioù a bep ment hag a bep seurt.

1944
Référence : ATST p.81

E oa ouzh ma gortoz. En em vriata a rejomp, - ar pok kentañ bet pell a oa etre ur Breizhad gall hag ur Breizhad saoz – John ne oa ket uhel e vent.

1944
Référence : EURW.1 p.103

Gwennou, hag a zeue eus ar « Gêr-Veur » ne oa ket aonik en desped d’e vent vihan.

1944
Référence : EURW.1 p.98

Kement-se holl a gase kuit an nec'hamant mes pa oa tremenet ar porrastell ha ni deut e-barzh porzh ar golaj, a oa leun a weturioù evel hon hini, a vammoù gant bep seurt koefoù, a baotred a bep seurt mentoù, neuze un hirvoud a savas d'am fenn, ha me da lavarout d'am mamm : — « Me ne chomin ket amañ... Deomp d'ar gêr war hor c'hiz ».

1944
Référence : EURW.1 p30

ur Frankkontad ramzel e vent

1945
Référence : KERB p47

Da gentañ, etre meur a zepartamant ' Vo rannet rouantelezh Frañs, hep damant D'an eskoptioù kozh bet savet pell ' zo ' Vit m'o devo holl ment hevelep er vro.

1960
Référence : PETO p16

Ne oa nemet daou vent anezhe er stal

1973
Référence : HYZH Niv. 86-87 p. 74, F. Kervella

Bro-C'hall hag a dosta ouzh an hanter, an Alamagn Gevredel, Israel hag a brenn ur c'hementad souezhus evit ment ar vro, ar Spagn, Bro-C'hres hag an Izelvroioù, an teir diwezhañ-mañ o vezañ kresket-kaer o goulenn e '71.

1985
Référence : DGBD p186

Pe vent resis e oa ar begoù-tour da vezañ ?

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 19

Kentañ perzh dibar a garfen sachañ an evezh warnañ hag a zo boutin da holl ilizoù-meur Breizh, ma lakaer hini Naoned a-gostez, eo he ment.

2013
Référence : LLMM niv. 399 p. 5

Tuioù mat an dachenn : kognoù, lec'hioù da stagañ ur giton ha peseurt ment a vo da hemañ, peulioù ha kaelioù d'en em chadenniñ oute, burevioù da zerc'hel a-raok re all -peogwir int arouezius, pouezus e-barzh mont en-dro al lec'h peotramant peogwir e vez renket teuliadoù prevez enne ha ne blijo ket d'hoc'h enebourien gouzout emaoc'h e[-]kichen...- [...]

2015
Référence : DISENT p75

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux