Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Zo dezhañ ur vent heverk. Un den mentet dister. Mentet uhel hag iziliet kaer.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

mentet

1850
Référence : GON.II.HV pg meñtet

Hervez Pausanias, "Kavari" a veze graet gant Kelted ar Balkanioù eus o brezelidi mentet-dreist.

1923
Référence : SKET p.37

Bemnoz, war lein an tornaod e weljod daou vrezelour lugernus mentet-ramzel oc’h ober ged, en o sav ha diflach e-tal o mirc’hed gwenn, adalek an derou-noz betek an tarzh-deiz.

1923
Référence : SKET p.115

Balumed ha morviled all mentet-dizoare a weljont meur a dro war c’horre an tonnoù o tarc’haouiñ taolioù pounner en dour gant o lostoù divent hag o nesaat d’ar vag.

1923
Référence : SKET p.110

Seul ma nesaent e verrae ar vent hag al luc’h anezho, betek dont dizale, ouzh selloù an dud, d’ur paotr yaouank ha d’ur plac’h yaouank mentet-uhel, dremmet-glas, ur marzh ar gened anezho gant o blev rodellek a sked gant an aour teuz pe ar regez-tan.

1923
Référence : SKET p.60

Ur c’hozhiad mentet-marzhus ez oa-eñ. Daou ilinad da vat ez oa an dremm anezhañ eus an eil skouarn d’eben, ha tri ilinad eus e elgez d’e dal.

1924
Référence : SKET.II p.40

Gwenn-kann e vlev hag e varv, yaouank neoazh a-ziavaez, mentet bihan, e dog ribod en e zorn, ne ehane da stardañ dornioù ha da ober grasoù mat, en ur vousc’hoarzhin.

1944
Référence : EURW.1 p.201

Lord Castletown of Ossory, aotrou Doneraile, e kontelezh Kork, hon ostiz, a oa ur gwaz a c'hwec'h troatad ment, gant ur penn hir : ret e veze dezhañ stouiñ e chouk a-benn komz gant an dud mentet krenn.

1944
Référence : EURW.1 p.184

Ar re all-se war ar grouan a zo re ar marmouz-meur, an aotrou Gorilh e-unan ; ar roudenn ledan-se war an traezh a zo hent un itron all mentet mat, an naer-buton, a vez graet anezhi "boa" gant tud wenn ar vro.

1985
Référence : DGBD p61

Va mestr zo un den bras, mentet mat, hag an dra-se a oa kentoc'h ur c'horrig.

2012
Référence : DJHMH p.67

Frammet heñvel eo al liveadur, mentet heñvel an nev nevez ouzh ar chantele koshoc'hik ken e c'hall sell an arvester redek distroñs eus an eil penn d'egile d'an iliz.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux