M. Goude bezañ gwelet ganeomp ar mad pehini zo ret deomp da ober, petra a rest deomp-ni bremañ da c'houzout ? D. An droug pehini zo ret deomp tec'het dioutañ. M. Peseurt droug a zleomp-ni tec'het dioutañ ? D. Pec'hed. M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep al lezenn pe volontez Doue.
anavézed en deûz ann anadurez eûz a gémeñt-sé
Anezhi 'rejont goap; nemet re a beadra er parkeier ne oa. Deuet glas ar ganabeg, ar wennili ouiziek 'lavaras a-nevez d'al laboused disent, penn-skañv ha dievezh : tennit 'ta breunenn ha breunenn, ar pezh a sav war pep greunenn, pe ez afoc'h hep mar da goll, hep na chomo unan a gement ma'z oc'h holl.
Distreiñ rin hepdale, ha neuze hed-da-hed c'hwi a glevo ganin kement vo c'hoarvezet. An displeg a vo kaer; neb ne wel nemeur a dra, n'en deus nemeur ivez da lavaret da zen. O klevet va zroioù, c'hwi a drido laouen; ne vezo ket avat, ne vezo 'vit netra, rak emeve deoc'h-hu, setu a c'hoarvezas, p'edon el lec'h-mañ-lec'h; eno c'hwi hoc'h-unan, c'hwi gavo deoc'h bezañ, c'hwi ganin ken unvan !
Pa guiteis, ez yaouank c’hoazh, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tiad-tud-se, a-gevret gant an tad, c’hwezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’hwec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale.
En un enskrivadur roet gant Seignobos e kaver implijet an daou c’her asiriek a dalveze kement ha « roue », "sar" ha "siltan" : "Hanunu sar ir Haziti" « Hanon, roue kêr Gaza », "Sabe siltan mat Musuri" « Sebecchus, roue Bro-Ejipt », Hist. narrative et descriptive des anciens Peuples de l’Orient, p. 202.
kement
kement ha neb all ebet
kement ha neb all ebet
kement ha ma c'hell
kement ha
Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.
Job a starde gouzoug Lom hag a strilhe e benn dezhañ kement ha me [sic, "ma"] c’helle. Lom, flastret dindan ilinoù an hini all, a rae bec’h, a dabac’he, a ziskrape, a razailhe, en em ziswinke kement ha ma c’helle.
Dleet e oa d’ar vignonez-se en em zirenkañ un tammig, peogwir en em zarempredont kement.
Job a grafignas e benn hag a zigoras e c’henou, hag ober a reas kement a drouz en ur zigeriñ anezhañ, ma voe dihunet Lom, kousket en ti all.
Pouezañ a reas war ar pennwele, kement ha ma c’hellas, evit pladañ he skouarn, ha, war he skouarn all, e sachas ar c’holc’hed, gant aon da glevout trouz.
« A ! peoc’h deomp gant ar c’hazh, ’benn ar fin. Daoust hag e welit kement ha ma klevit ? » — « Ne welan netra. »
« N’ouzon ket perak e kavit kement a blijadur gant ur c’heloù ken trist », a lavaras dezho ar skluzier.
Ha gant e vouezh unton, diaskorn un disterañ, e tisvante saezhennoù lemm, evel,[sic] kement a rebec'h [sic, "rebech"] hag a c'hourdrouz, a yae da sankañ e kig e galon.
Daleañ en dije talvet kement ha biken.
Bez' e c'hellan gwelout evel-se an iliz-veur nevez hag a zo bet graet kement a vrud diwar he fenn gant kazetennoù ar Frañs, hag a gavan digened a-walc'h.
Tour iliz ar Folgoad - unan all eus ilizoù hollgaret an dug Yann V -, hag a oa mennet sevel anezhañ diouzh patrom tourioù iliz-veur Kastell da zigentañ, a voe cheñchet an tres anezhañ da zegas patromoù deuet war-wel ouzh tourioù Kemper : kurunennet e voe gant garidoù diavaez dindan ar beg-tour evel e penniliz Kernev ha diwar he skouer ivez e voe gwisket kornioù an tour gant skoazennoù pikernek kement ha diaraogiñ fuadenn piramidenn ar beg-tour.
Evit an dra-se e ranker plantañ reuz, derc'hel pe serriñ lec'hioù a c'halloud pe broduiñ, peotramant an takadoù a servij da vont deus an eil re d'ar re all -da skouer, mont ha dont ar vinistred, peotramant kas-degas ar marc'hadourezhioù, ar rouedadoù-pellgehentiñ pe peulioù al linennoù Tredanvarr Uhel-Tre, ha kement zo...-.
Ne'm eus kavet den betek bremañ a gement hag en dije lavaret din ur poz hegarat bennak diwar-benn Korasidis.
Mots précédents
Mots suivants
kement