Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Rag. am. 1. (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "a") Termen a dalvez da c'heriañ ne lezer a-gostez elfenn ebet eus ar pezh a reer anv anezhañ. Lavaret a reas din kement en doa gwelet. Kement zo da c'houzout. Gouzañv kement a c'hoarvez. Kaout truez ouzh kement zo stag ar boan outo. & Trl. Ha kement zo : hag an holl draoù all. An neñv, an dour ha kement zo. 2. (goude gerioù nac'h evel netra, nemet, h.a., e deroù un islav. degaset gant ar rn. v. a) Ger a dalvez da greñvaat ur strishadenn en niver. N'eus nemet an dud-se kement n'o deus ket graet. & Trl. A GEMENT. N'eus nemet ar rouanez a gement a ve kaer. II. Tr. rag. am. KEMENT ALL. 1. Kont, kementad heñvel (ouzh unan a chom dizispleg prl.). D'hor paotr e vez roet kement all. Doue a roy dezhañ teir pe beder gwech kement all. 2. Dre ast. An hevelep tra. Ni a ray kement all a-benn ur wech all. 3. Tr. estl., dre verr. Termen a verk ar souezh. Biskoazh kement all : biskoazh n'eus gwelet, klevet kement all. & Trl. Biskoazh kement all, pevar lagad d'ur marc'h dall ! 4. Tr. adv. (e troiennoù ; db. an traoù) WAR E GEMENT ALL : er stad fall m'emañ. Lezel udb. war e gement all : lezel udb. da vont da fall. Mont war e gement all : mont war ziskar. & (db. an dud) Mont war e gement all : kouezhañ a-hed e gorf. Kouezhañ, chom war e gement all : bezañ sabatuet.

Exemples historiques : 
51
Masquer la liste des exemples

kement

1499
Référence : LVBCA p112 (tant)

Da supliañ a ran evit kement a ray hag o devezo memor a'm fasion.

1576
Référence : Cath p24

Katell zo lavaret ha deuet digant 'Coste' [gresianeg κατά moarvat] pehini a dalv kement da lavaret evel holl ha digant 'ruine' [latin 'ruina' moarvat], peheny a dalv kement da lavaret evel trebuchañ pe gouezhañ, ha rak-se Katell a dalv kement da lavaret un trebuchañ universel; rak edifis en aerouant zo dreizi hag enni an holl trebuchet[.]

1576
Référence : Cath p3

Pe ivez ar ger-mañ Katell a dalv kement da lavaret evel 'catenula' eleze ur chadennig rak homañ dre euvroù mat pe dre hini ez eo pignet bede an neñv pehini chadenn pe skeul he deveus peder bazenn.

1576
Référence : Cath p3

25. Dispozet hag ordrenet oa ar rodoù-mañ hevelep feson : div anezhe a droe kontrel d'an div arall parfors ha neuze kement a vefe entreze a vefe dispennet ha munudet.

1576
Référence : Cath p20

[«]Hag ivez [d'en em varvailhañ a rez] war an ornamantoù anezhañ pere ned int nemet evel poultr a ya gant an avel, hag evit-se ez tleez mui da ebaisañ ouzh kontempliñ an neñv hag an douar hag ar mor ha kement zo enne[.»]

1576
Référence : Cath p7

M. Petra a gredit-hu dre ar feiz ? D. Kement a zelc'h hag a gred hor mamm sant[el an] Iliz katolik, Apostolik ha roman, ha spesialamant an artikloù zo aretet er Gredo.

1622
Référence : Do. p10

M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep an lezenn ha volontez Doue.

1622
Référence : Do. p34

Ned eus nemet Doue hepken a gement a enev e gwirionez ar pezh a zo da zonet.

1732
Référence : GReg pg futur (Dieu seul connoît certainement le futur.)

kement hont

1732
Référence : GReg pg cela (qui est éloigné de moi)

ha den ebet a zo a gement a lavarfe penaos

1732
Référence : GReg pg aucun (y a-t'il aucun qui dise que)

kement all

1732
Référence : GReg pg equipollence (égalité de valeur), fois (Une fois autant.)

Hep ar feiz ned eus ket a euvrioù a gement a c'halle militout ar baradoz.

1732
Référence : GReg pg foi (Sans la foi les œuvres sont mortes.)

Kement a zo en ti-mañ a zo din.

1850
Référence : GON.II p.69, "Tout ce qui est dans cette maison-ci est à moi".

Biskoazh, emezañ, ne welis kement all.

1850
Référence : GON.II p.62, "Jamais, dit-il, je n’en vis autant".

Kemeret hoc’h eus kement [a]m boa.

1850
Référence : GON.II p.69, "Vous avez pris tout ce que j'avais".

Kement en doa en deus kollet o c’hoari.

1850
Référence : GON.II p.71, "Il a perdu au jeu tout ce qu'il avait".

Kement a werzher amañ a zo mat.

1850
Référence : GON.II p.71, "Tout ce qu'on vend ici est bon".

Petra en deus lavaret ho tad war gement-se ?

1850
Référence : GON.II p.72

Petra ec'h eus-te graet, va merc'h ? ha Ruth a zanevellas dezhi kement en doa graet Booz en he c'heñver.

1850
Référence : GON.II p.105, Buez Ruth.

Ha Booz o komz ouzh an henaoured hag ouzh an holl : Testoù oc'h, emezañ, hiziv penaos, kement a zo bet da Elimelek, ha da C'helion, ha da Vahalon a zo din, pa em eus e brenet digant Noemi, Ha penaos e kemeran da c'hwreg Ruth ar Voabitez, gwreg Mahalon, evit ma tigasin a-nevez hanv an hini a zo marv en e zigouez, gant aon na ve kollet e hanv en e diegez, e-touez e vreudeur hag e bobl.

1850
Référence : GON.II.HV p.106, Buez Ruth.

Kemeret hoc’h eus kement [a]m boa.

1850
Référence : GON.II p.69, "Vous avez pris tout ce que j'avais".

« Ar re-mañ a labour bemdez gant o divrec'h, / Gleb-dour-teil e c'hwezont[,] krommet dindan o bec'h, / Ha dre ma tizhont kaout ur pennadig amzer / Da ziskuizhañ o c'horf, savet o fenn en aer, / E troont o spered en-dro da daol evezh / Oc'h kement a welont, da zastum gouiziegezh. »

1867
Référence : MGK p92

An alc'houeder a ra e neizh / War-dro miz Mae e-touez an ed, / Er mare-se al laboused, / Ha kement a zo bev, tommet gant heol an deiz, / A verv en o c'halon glaouenn ar garantez, / Zo c'hwezhet gant mestr ar vuhez.

1867
Référence : MGK p51

Neb a ya oc'h ar groug a lavar kement all.

1867
Référence : MGK p66

En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kement all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro.

1867
Référence : MGK p138-139

Lakaat bern-war-vern a zo ul loen spountus, / Oc'h kement zo e luc'h gant daoulagad c'hoantus ; / Euzhus eo da welet.

1867
Référence : MGK p95

Tad-iou un deiz a lavaras : / – « Kement zo bev-buhez, kerkoulz bihan ha bras, / A c'hell dont dirazon, / Hep krenañ na kaout aon. »

1867
Référence : MGK p10

Mat, bennozh deoc’h, — ne grede ket lavaret : bennozh Doue, dirak ar republikaned, — lavarit dezhañ diwall na deufe ket dimerc’her d’ar Pennkêr-Bras, e parrez Pluzuned, ha lavarit dezhañ digas gantañ kement a zo ret evit skrivañ.

1877
Référence : EKG.I. p.93

A-barzh nemeur ec’h en em gavas en hon touez Olier Conseil, eus a Sant-Nouga, hag a lavaras deomp en doa graet Canclaux, gant e soudarded, bandennoù a zaou-ugent pe hanter-kant den, hag a c’haloupe ar vro en u[l] laerezh kement a gavent, hag en ur gregiñ en dud evit o c’has d’ar prizon pa droe en o fenn.

1878
Référence : EKG.II p.16

Eus an holl ouiziegezh-se ne denne Manos ha Bena lorc’h ebet, dre na welent war o zro den a gement a vije bet da dezhañ o c’hammveuliñ hag o c’has da fall.

1923
Référence : SKET p.39

Nemetos a reas lazhañ dre ar c’hleze holl gêriz gwitibunan ; diskaret e voe ar voger, pulluc’het an tiez gant kement a oa enno, beuzet pe vouget an holl loened.

1923
Référence : SKET p.129

Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).

1923
Référence : SKET p.49 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 49, [...] lin. 4 kent an dibenn, e lec’h « kement o deus » lenn « kement o devez ». )

C’hoazh e tigouezh ez afe hini pe hini ez trumm diwar ar bed-mañ, en ur gas kuit gantañ kement en doa desket drezañ e-unan, ha kement a oa bet desket dezhañ gant e c’hourdadoù.

1923
Référence : SKET p.20

E-pad ma rene Rogiamon eo e c’hwezhas Guton e anal war ar bed o krouiñ Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Marv, Tad an Ankoù, e tle kement en deus buhez distreiñ davetañ un deiz, e tle neb a zo bevaet gant ar C’hwezh dont d’e gaout o tiwiskañ e zibourc’h marvel.

1923
Référence : SKET p.29

Un doue eo he savas, he gwiskas gant kroc’hen ar bleiz, he bevas gant kig gouez, hec’h armas, he c’hentelias war gement a dle mab-den da c’houzout [...].

1923
Référence : SKET p.37-38

Alios, e gelennas war gement a sell ouzh ar gounit-douar hag ar mirout-greun.

1924
Référence : SKET.II p.25

kement all

1927
Référence : GERI.Ern pg all

a gement all

1931
Référence : VALL pg autant

kement

1931
Référence : VALL pg autant

Kement am eus kanet diwar he fenn em levr kentañ a zo gwir.

1944
Référence : EURW.1 p45

Kement a garan, amañ 'm eus desket er c'harout : ar feiz naturel, ar gredenn eeun, al labour ordinal, an dud izel, ar gwez derv, al lannoù, ar girzhier, ar stêrioù, ar vein-hir, ar chapelioù, hag an holl draoù benniget a vev en o skeud santel.

1944
Référence : EURW.1 p15

An abardaevezh-se, e oa pignet en-dro ar breur Arturo diouzh an iliz d'e logig wenn, trefuet, aet war e gement-all.

1949
Référence : SIZH p.58

Met outañ sot a-walc'h da anzav n'on ket bet / Kement a ouzon-me diwar-benn boued ar groug.

1960
Référence : PETO p33

Arabat ' chomfen en ho ser Pe a-hend-all, en ur pred berr, 'Barzh pell, e savfe bec'h, moarvat, War dud ho ti, a gement oad, En abeg din, estren pe gar, Ne vennan den lakaat war var.

1960
Référence : PETO p25

Ha kement all ouzh ar re vev, / Kollet ganto vertuz ha sev / Kaer ha nerzhus Hoc'h Aviel, / Grit 'ta dezho karout Ho Tad, / Ma vo 'trezo peoc'h ha youl vat, / O c'halonoù kuit a riell, / A zroulañsoù, a gasoni, / A gouetiz, a c'hwervoni.

1960
Référence : PETO p84

Ha dudius bras eo er gouzout rak, estreget Skandinavia, n'eus ket paot a vroioù en Europa an douar bras a gement a vefe bet levezonet gant ar goteg saoz hag a oa pellaet a-galz diouzh ar skouer c'hall prestik goude ma oa erruet war an enez.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 13

Ne oa tra ebet er vro a gement a c'hallfe bezañ talvezet da batrom evit ur c'heur gotek hantergelc'hiek, dezhañ un adnev-tro ha chapelioù empret diouzh doare an opus francigenum.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 8

Ma c'hoarvezfe ganeoc'h kavout un enebour hag a zalc'hfe da nac'h komz ouzhoc'h e vefe gwasket gant e genseurted, e genlabourerien, an dud a-us dezhañ, ha kement zo...

2015
Référence : DISENT p106

Daoust ha gallout a reomp distruj ar c'harr-nij brezel az ay da vombezañ Afganistan, an tourter a vo implijet dizale da sevel ur c'hamp bac'h pe ur greizenn nukleel, ar banell-vruderezh a vila ar gweledva ganti, pa vefe-hi diouzh al lezenn pe ne vefe ket, ha kement zo… ?

2015
Référence : DISENT p65-66

Bale a ra unan e selloù war ar mogerioù hag ez eo trellet e zaoulagad gant poltredoù, dremmvroioù, bleunioù ha kement a c'hell faltaziañ.

2015
Référence : EHPEA p50

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux