I.
Doar./Stn.
Ken bras, ken mentek.
Ma breur n'eo ket kement ha me. Un atant kement ha ma hini.
&
(hep ar stl. ha d'e heul)
An tamm-mañ n'eo ket kement. Un tamm kig kement-mañ.
II.
Stn. (en ur bennlav., dirak un islav. degaset gant ar stl. ma, pe ken a dalvez da c'heriañ un heuliad)
Ger a dalvez da c'heriañ e tizher un derez uhel-kenañ war ur skeul talvoudegezhioù a denn d'ur perzh.
Un naonegezh vras a zeuy hag a vo kement ken e varvo an dud. Klevet a reas un trouz kement ma savas e benn.
Dezhi [d'ar garantez] omp heñvel holl : hag al laouenanig, / Ho preur-c'hwi, peorien geizh, dister ha bihanik, / Zo kement dirazi ha roue brasañ ar bed ; / Eñ ha c'hwi zo gant Doue gwelloc'h zoken karet.
D'ezhi [d'ar garantez] omp hevel holl : hag al laouenanik, / Ho preur-c'houi, peorien geiz, dister ha bihanik, / Zo kement diraz-hi ha roue brasa ar bed ; / Hen ha c'houi zo gant Doue gwelloc'h zo-ken karet.