I.
Doar./Stn.
Ken bras, ken mentek.
Ma breur n'eo ket kement ha me. Un atant kement ha ma hini.
&
(hep ar stl. ha d'e heul)
An tamm-mañ n'eo ket kement. Un tamm kig kement-mañ.
II.
Stn. (en ur bennlav., dirak un islav. degaset gant ar stl. ma, pe ken a dalvez da c'heriañ un heuliad)
Ger a dalvez da c'heriañ e tizher un derez uhel-kenañ war ur skeul talvoudegezhioù a denn d'ur perzh.
Un naonegezh vras a zeuy hag a vo kement ken e varvo an dud. Klevet a reas un trouz kement ma savas e benn.
[1954] [...] ne baouezen ket d’ober gwad fall ha tremen a raen gant hanter voued, kement ha ken bihan ma teuas an hini-gozh, gant an druez he devoa ouzhin, a-benn d’ober d’an den dirollet se plegañ d’he c’hoant [...].
[1954] Em bleud en em gaven ’ta, ha kement a draoù am boa da gontañ diwar-benn ar roue Arzhur ma rankis tremen hep adlenn na reizhañ va skrid [...].
Dezhi [d'ar garantez] omp heñvel holl : hag al laouenanig, / Ho preur-c'hwi, peorien geizh, dister ha bihanik, / Zo kement dirazi ha roue brasañ ar bed ; / Eñ ha c'hwi zo gant Doue gwelloc'h zoken karet.
D'ezhi [d'ar garantez] omp hevel holl : hag al laouenanik, / Ho preur-c'houi, peorien geiz, dister ha bihanik, / Zo kement diraz-hi ha roue brasa ar bed ; / Hen ha c'houi zo gant Doue gwelloc'h zo-ken karet.
1867
Daveenn :
MGK
p119
Em bleud en em gaven ’ta, ha kement a draoù am boa da gontañ diwar-benn ar roue Arzhur ma rankis tremen hep adlenn na reizhañ va skrid, ha reiñ a ris va brouilhed evel ma ’z oa gant skrapadennoù yar, gerioù diverket, pennadoù a-dreuz hag a-hed ar riblennoù, hag all.