A-barzh nebeut, eus al lec’h ma sone an taolioù-se, e weled o sevel eus a-rez ar mor betek tregont pe daou-ugent troatad en aer, ur c’houlaouenn vras, pe evit lavaret gwell, ur voul-dan, hag a lugerne en ur dreiñ hag en ur zistreiñ, a bep tu, a-gleiz hag a-zehou, atav war-zu an douar, evel pe dije c’hoant da furchañ kement toull kuzh a oa er c’herreg a vir ouc’h ar mor don da zont war an douar bras.
Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.
Job ha Lom en em gleve war gement poent eus [k]ement tra, war ar pemdez evel d’ar [S]ul.
Eo, ar c’hegined, pa vezont distagellet mat, a zeu a-benn da zrailhañ meur a gomz, ha klevet em eus unan anezho en un ostaleri a Vro-Leon o lavarout da gement den a zeue en ti : « mezvier brein ! mezvier brein ! »
Evit kavout d’am goulenn ur respont dereat e vefe ret bezañ gouiziek e kement gouiziegezh, hag a-boan ma ’m eus-me uzet foñs ur bragoù war skiñvier ar skolioù.
Mont a rae skuizh war gement tu ; kerkent troet war an tu kleiz he doa c’hoant d’en em lakaat war an tu dehou.
Mont a raint di en ur vandenn ; ar Rioued, ar Pirioued, ar C’harioued, ar C’herrioued, ar C’horioued, ar Salioued ha kement hini all a oa o chom er vourc’h, ha n’en doa riou ebet en e anv.
- Pleustriñ a reomp war gement Levr Sakr a zo, war oberoù Prederouriezh ha Doueoniezh Doktored hor Mamm Santel an Iliz...
An Tad-Mestr a oa anezhañ un den war an oad, gouiziek war gement tra, a c'helle bezañ gouezet war an douar.
N'oa ket souezhet ar paotr yaouank : anat an dra da gement kloareg, ar merc'hed a zo skañv o fennoù.
War gement hini — va Doue, pegen marc’had-mat e koustent ! — e veze brodet gant neud seiz an hevelep liv hag an danvez, bleunioù, delioù, balafennoù pe evned, ken tev ha va dorn, hag en em ledañ a rae ar c’hlinkadur-se, gweet ha kroazigellet e pep stumm, adalek an divskoaz betek ar c’hornig izelañ o ruzañ a-rez an douar ; un tamm brav a samm, neketa, evit ur verc’hig flour ha korfet-strizh krog en he zriwec’h vloaz ?
[...] pikoloù pakadennoù leun a draoù a bep seurt : Aotrou Doueoù eveljust [sic evel-just], skeudenn hon Tad Santel ar Pab Leon trizek, hini Itron Varia Lourd, chapeledoù ha meladennoù [sic, medalennoù ] sof-kont, pedennoù evit kement degouezh er vuhez ha zoken evit goulenn ur marv mat, met ivez pezhioù dilhad, c’hoarielloù, ha dreist-holl fardaj e-leizh eus ti an apotiker [...].
O vezañ n’aen ken d’ar skol, goude kreisteiz e chomen e-pad an hanter [z]evezh en he c’hichen, o lenn eviti levrioù a blije dezhi : buhez ar Sent, Pasion Hor Salver J.K. gant Katell Emeric’h [sic], Prederiadennoù Santel evit kement deiz ar bloaz, hag all, traoù na oant ket evel-just ken dudius hag oberennoù F. Kooper, pe an « Dernier des Abencerages » ar « priz » gounezet ganin e Landreger hag e oan e-sell da dennañ dioutañ danvez ur pezh-c’hoari evit va strollad : « Kerkent ha ma viot yac’h, mammig ! » e lavaren dezhi.
N’ouzon ket gant peseurt louzoù, gant peseurt pikadenn e reas e daol, met kalz [g]welloc’h en em gavas a-daol trumm ar glañvourez, ha kement hini a zeuas bete du-mañ ar [Y]aou a zisklêrie e-leizh e c’henou : « Ma ! frankaat a ra dezhi, ouzh a ra ! » - « Frankaat ? eme darn all, ya, mar karan, hag un tamm mat zoken ! »
Evitañ da vezañ eus ar C’hreisteiz ha kenderv-kompez ar « Prezidant » Fallières, douget a-walc’h e oa hon eskob da gement tra a selle ouzh Breizh ; desket en devoa zoken geriennoù brezhonek ha plijout a rae dezhañ o distagañ an aliesañ m’helle, daoust ha ma tiflipe digantañ a-wechoù traoù fentus-meurbet.
Hogen daoust d’ar c’hlemmichadennoù-se, ret e voe dimp menel ur pennad mat da zizeriañ en toull brein-se, o vezañ ma’z oa o chom ennañ ur vignonez da wreg an admiral bet gwechall er skol ganti, ha techet e oa an Aotrou Thierry da blegañ evit kement tra d’e bried kalz yaouankoc’h egetañ.
Ken moal e oa hag ur blaisenn, met kement blevenn gouezhet a-ziwar e gokenn a oa moarvat chomet peget ouzh e c’hroñj hag e zivjod, rak dindan erienn [sic, erien] roget e gozh tog ne weled nemet beg e fri, daoulagad tarluch ha krev, va Doue, krev ha krev !...
Kloc'h ebet ne oa er chapel met plaen ha brav e rae va zonton hep kleier, rak desket en devoa digant e geneil Mabig ar Remon ober gant e c'henou kement son a veze ret : gout' ouie [goût 'ouie] da skouer tintañ ar c'hlaz, an añjeluz, kloc'h an tan, ha dreist-holl brallañ ar c'hleier.
Kement gwenneg diwar feurm ar parkeier hag an tiez, kement lur a-ziwar al leve, a veze kaset gantañ raktal d’an ti-bank war anv kerent e wreg na brizent ket zoken sellout outañ.
Gwir eo, karget en devoa e wreg – ur Rusianez ivez – d’ober evitañ e-keñver kement tra a vije ret ; hogen hervez hol lezennoù-ni maouez ebet, nemet hag ur C’hallez a vije, n’helle sinañ kontradoù na skridoù all e-giz-se.
Ar pezh avat hag a laka kement morian 'zo da sebeziñ eo penaos e oar ar re wenn tennañ o mad eus a bep tra, penaos e renont o flantadegoù, e c'hounezont gwez frouezh, hag all.
Va faotred, ha ne oant ket c'hoazh boas moarvat da glevout ur seurt c'hwil o voudal en-dro d'o divskouarn, a blegas o fenn, kement hini a oa anezho, o krediñ emichañs edo o vont da stekiñ outo.
Kas a rez an dud d'ober titich ha kakac'h a-hed ar sizhun ha kerkent hag echu ar skol ganez e lavarez da gement hini a gar ez ez da staotat, da gac'hat, da laosker ur banne dour, da zizourañ ar patatez, d'ober ur blegadenn...
En em zizober eus an traoù deuet diezhomm ha kas d'an dielldi kreiz kement teuliad bet klozet.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kement