1. (en unander, goude ar gm. a.)
[2015] An hevelep tra.
N'eo ket ur c'hement hor c'hoant hag hor galloud. Un disglavier hag ur c'hleze n'int ket ur c'hement.
[2015] Met ar Stad hag ar Vro n'eo ket ur c'hement.
2. (en unander goude ur g. perc'h. ha heuliet gant an ar. a hag un ak.)
An hevelep kementad (a).
Ar speredoù kreñv a vo e-tailh da zisprizout ar burzhudoù-mañ evel o c'hement a varvailhoù.
&
Trl.
Kement all. Ur banne kafe hag e gement all a laezh.
3. (goude ur ger niveriñ pe goude ar ger hanter)
Ger a dalvez da c'heriañ al liesaat (dre zaou, dre dri, h.a.) pe ar rannañ (dre an hanter).
Kaout daou c'hement ouzhpenn. Tri c'hement brasoc'h. N'en deus ket graet an hanter kement a bec'hedoù.
&
Trl.
Mont da zaou c'hement : mont div wech brasoc'h, niverusoc'h.
&
(gant ar ger all d'e heul)
Ur c'hement all : ur wech all ouzhpenn.
Reiñ daou c'hement all.
Bugale, tud diwar ar maez, / Setu lavar al labouz kaezh, / Al labousig n'en deus netra / Nemet e askell da nijañ, / Nemet e gan da veuliñ Doue, / Nemet e galon, e ene / Da garet e vamm hag e dad, / Kement tra zo, kement zo mat ; / D'ho karet c'hwi, bugaleigoù, / Aelez war barlenn o mammoù.
Bugale, tud diwar ar meaz, / Setu lavar al labouz keaz, / Al labousik n'en deuz netra / Nemet he askel da nija, / Nemet he gan da veuli Doue, / Nemet he galoun, he ene / Da garet he vamm hag he dad, / Kement tra zo, kement zo mad ; / D'ho karet c'houi, bugaleigou, / Elez war barlen ho mammou.
1867
Daveenn :
MGK
p110
Nemet kel lies gwech ma strivent da stlepel an dour er-maez, e teue tri c’hement all e-barzh, ma kinnige ar vag beuziñ bep taol.
Nemet kel lïes gwech ma strivent da stlepel an dour emaez, e teue tri c’hemend-all e-barz, ma kinnige ar vag beuzi bep taol.
1923
Daveenn :
SKET
p.109
A zo gwazh, e c’hoarvezas, o vezañ m’oa bravoc’h ar ouenn anezho eget hini ar vroidi, ez azgoulennas diganto, bep bloaz, ar roueed tro-dro, ouzhpenn ar pennoù-chatal, ur c’hement-mañ-kement eus o c’hrennarded hag o c’hrennardezed, d’ober anezho mevelien ha serc’hed en o ziez.
A zo gwaz, e c’hoarvezas, o veza m’oa bravoc’h ar ouenn anezo eget hini ar vroidi, ez azgoulennas diganto, bep bloaz, ar roueed tro-dro, ouspenn ar pennou-chatal, eur c’hement-man-kement eus o c’hrennarded hag o c’hrennardezed, d’ober anezo mevelien ha serc’hed en o zïez (1).