Da gentañ, Lom, pegement ’gav deoc’h, e talvez klask un den beuzet er stêr vras ? » — « O ! un tamm mat, ’vat. » — « N’eo ket un tamm mat a c’houlennan diganeoc’h… Pegement e talvez ? a lavaran. »
— « Lakait din ur bara a bemp lur. » Ha dav ["dao"] ! ar varaerez a bouezas ur bara a zek lur, a droc’has un drailhenn vara evit ober al lañs hag a roas anezhañ d’ar vaouez. — « Dal ! setu aze pemp lur. Ha c’hwi ? Ur bara a begement ? » — « Unan a zek. » — « Dal ! setu amañ unan hag a zo ennañ pouez mat gantañ. » — « Hennezh a zo ur bara a bemp lur ! Unan a zek a c’houlennan. »
N’ouzon nemet un dra : spontet on bet dreist-muzul. Gant un nozvezh all evel-se, e vezin lazhet sur a-walc’h. O ! spontus e oa, spontus ! spontus !… O ! n’on ket evit lavarout deoc’h pegement !…
Rak-se, e c'heller kompren pegement a joa a veze p'en em gave mare an ehan-skol...
Gout’ ouzer pegement a drubuilh a c’houzañvas an Tad Vallée diouzh e berzh, kement ha ken bihan ma rankas paouez d’embann Kroaz ar Vretoned.
Met hopala !... pa weljomp war ar baperenn degaset dimp pegement hor boa da baeañ e savas liv ar spont en hor c’herc’henn : daou c’hant milreis, tudoù, na muioc’h na neubeutoc’h !..
Lenn a ris goude er gelaouenn e voe bet kaset an dud yaouank-se, evito da vezañ didamall-rik, da di ar c’homiser, ha dalc’het e voent eno ne oar den pegeit, rak dre gaer pe dre heg e felle d’ar Rusianed klevout diganto, ha peseurt droug e oant e-sell d’ober d’an Impalaer, hag anv o c’henwallerien, ha gant piv e oant bet aliet pe gopraet, ha pegement arc’hant o devoa bet, hag ac’hann, hag aleshont, ken ma voent war var d’anzav n’eus forzh petra, gant ma vije paouezet ganto, da vihanañ ul lajadig…
Pebezh glac’har ’ta, pegement a wad fall adal ma teuje da c’houzout e oan dindan dimeziñ ha gant piv ?... gant ur C’hallez divroet, ur vaouez na ouie na Pater, na Noster, ur ganfardez hep feiz na reizh, ul liboudenn bennak evel an holl verc’hed na vevent ket war ar maez, rak a[-]gorn e selle zoken ouzh plac’hed Landreger, da vihanañ ar re na oant ket diwar noblañs pe vourc’hizien vras.
[...] ha pa c’houlennemp pegement hon devoa da baeañ, pemp pe c’hwec’h ac’hanomp ha digor[-]mat hor c’halon pa lavaran : « Va feiz ! eme an ostizez, ugent real, tudoù, mar n’eo ket re ger ».
Ha pegement, a gred deoc’h, ar gwiskamant mondian-se ? ataoe, tregont skoed, hep mui ken [hepmuiken] !
Hanter leun a draoù ker ha kaer e oa dija va c’houfr nevez-flamm ha ne baden ken gant ar c’hoant klevout pegement an diaoul am bije da ziyalc’hañ evit va beaj : « Va zintin gaezh, emezon, tremen poent e vefe tennañ an draen-se eus va biz ! »
[...] eno, en ti brav-se. Ha dreist-holl er c’havioù dindanañ, e c’houzañvas merzherinti hag e skuilhas o bannac’hig gwad Doue hepken a oar pegement a dud, noblañs ha kouerien, bourc’hizien koulz ha micherourien pe jeneraled, paour pe binvidig, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed, n’eus forzh, rak ne veze sellet berr nag ouzh oad pe beadra, nag ouzh stad nag ouzh orin : en ur ger, ouzh tanfoeltr netra.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pegement