Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. G. goul. (en ul lav. goul. dizalc'h pe en un islav. goul.) A. Rag. goul. (dirak ur v. displ. degaset gant ar rn. v. a, na ; dirak an ar. a heuliet gant un anv hollek, lies pe stroll pe diouzhtu dirak ar rn. v.) 1. Termen a dalvez da lakaat ar goulenn war ur c'hementad, un niver. Pegement a dud a oa eno ? Pegement a c'hlav a oa bet amañ dec'h ? N'ouzon ket pegement a wez en deus prenet. • Pegement a roez din ? Pegement a zlean deoc'h ? Lavar din pegement a fell dit kaout. Pegement eo an traoù-se ? [1954] Gout’ ouzer pegement a drubuilh a c’houzañvas an Tad Vallée diouzh e berzh, kement ha ken bihan ma rankas paouez d’embann Kroaz ar Vretoned. & Dre verr. Pegement ar banne kafe ? : pegement eo ? 2. Tr. rag. goul. PEGEMENT BENNAK : troienn a dalvez da bouezañ war an arvar zo stag ouzh ur c'hementad, un niver a glasker gouzout ur resisadenn diwar e benn. Pegement bennak a chom ganin em yalc'h ? B. Adv. goul. (dirak ur v. displ. degaset gant ar rn. v. e pe ne) 1. Termen a dalvez da lakaat ar goulenn war ur c'hementad, un niver. Pegement e koust ar c'harr-se ? N'ouzon ket pegement e tispignin oc'h ober ma zro. 2. Tr. adv. goul. PEGEMENT BENNAK : troienn a dalvez da bouezañ war an arvar zo stag ouzh ur c'hementad, un niver a glasker gouzout ur resisadenn diwar e benn. Pegement bennak e c'hall gounit oc'h ober ar vicher-se ? C. (dirak un av.) Termen a dalvez da lakaat ar goulenn war ur c'hementad a denn d'un ober. Pegement kemer ? Ne rae ket a forzh pegement paeañ. II. Rag. hag adv. estl. Termen a dalvez da verkañ ez eur souezhet, displijet o welet pegen bras eo ar c'hementad-mañ-kementad, an niver-mañ-niver. Pegement a dud ne oa ket eno ! Sell pegement he deus lakaet din ! Pegement e tisplij al labour-se dezhañ ! [1924] Ha pegement a blijadur o devoa gouzañvet o tastum, o kuntuilh, o tibriñ ar per, ar c’hastrilhez. [1955] Pebezh glac’har ’ta, pegement a wad fall adal ma teuje da c’houzout e oan dindan dimeziñ ha gant piv ?... III. Tr. adv. 1. (dirak an ar. a heuliet gant un anv hollek, lies pe stroll pe hep an ar. a d'e heul) NA PEGEMENT, FORZH PEGEMENT : troienn a dalvez d'ober anv eus ur c'hementad, un niver bras-kenañ. Er marc'had e oa na pegement a draoù da werzhañ. Forzh pegement en deus kemeret. 2. (e dibenn ul lavared, goude un anv hollek lies pe stroll) FORZH PEGEMENT : troienn a dalvez d'ober anv eus ur c'hementad, un niver bras-kenañ. Eno ez eus raoskl, forzh pegement.

Exemples historiques : 
56
Masquer la liste des exemples

pegement

1499
Référence : LVBCA p160 (combien)

pegement a roit-hu ?

1659
Référence : LDJM.1 pg combien (donnez vous ?)

pegement

1659
Référence : LDJM.1 pg peguement

pegement

1732
Référence : GReg pg combien

pegement e rit-hu anezhañ ?

1732
Référence : GReg pg combien (l'estimez-vous ?)

pegement en istimit-hu ?

1732
Référence : GReg pg combien

pegement ez istimit-hu anezhañ ?

1732
Référence : GReg pg combien

Pegement a goumanant a roit-hu bep bloaz d'ar mevel-hont ?

1732
Référence : GReg pg gager (A combien avez-vous gagé ce valet ?)

pegement a roit-hu anezhañ ?

1732
Référence : GReg pg combien (en donnez-vous ?)

pegement ec'h istimer an dra-se ?

1732
Référence : GReg pg a (combien cela est-il ?)

pegement

1732
Référence : GReg pg combien (en latin: quantùm)

pegement

1732
Référence : GReg pg combien

Pegement a gemerot-hu evit koarellañ va botoù ?

1850
Référence : GON.II pg koarella (Combien me prendrez-vous pour mettre des semelles à mes souliers).

Pegement a roer d'ar plac'h evit he argouroù ?

1850
Référence : GON.II pg argourou (Combien donne-t-on en dot à cette fille ?)

Pegement hoc'h eus-hu a c'hopr ?

1850
Référence : GON.II pg gôpr, gôbr (Combien avez-vous de gages ?)

pegement

1850
Référence : GON.II pg péd ou pét, pg pégémeñt (Combien, en parlant de la valeur, de ce que vaut une chose).

Pegement a roit-hu anezhañ ?

1850
Référence : GON.II pg pégémeñt (Combien en donnez-vous ?)

Pegement en gwerzhot-hu din ?

1850
Référence : GON.II pg pégémeñt (combien me le vendez-vous ?)

Pegement a goust an ed ?

1850
Référence : GON.II.HV pg kousta (Combien [c]oûte le blé ? )

pegement

1850
Référence : GON.II p.8 (quelle quantité ?)

pegement

1850
Référence : GON.II p.56 (combien - en parlant de la valeur - )

Pegement a roer deoc'h dre zevezh ?

1850
Référence : GON.II p.91 (Combien vous donne-t-on par journée ? )

Pegement e enkrezit ho tad !

1850
Référence : GON.II p.85 (Que vous chagrinez votre père ! ).

Pegement e nec'h an dra-se ac'hanon !

1850
Référence : GON.II p.85 (Que cela m'inquiète ! )

Pegement e likit ac'hanon da grenañ !

1850
Référence : GON.II p.84 (Que vous me faites trembler ! )

Pegement e kare ar vaouez-se he bugale !

1850
Référence : GON.II p.84 (Que cette femme-là aimait ses enfants ! )

Pegement a root-hu deomp ? Dek skoed a roin deoc’h, hag unan d’ho mab.

1850
Référence : GON.II p.61 (Combien nous donnerez-vous ? Je vous donnerai dix écus, et un à votre fils).

Pegement e werzhit-hu an dra-mañ ?

1850
Référence : GON.II p.70 (Combien vendez-vous ceci ?)

Pegement e werzhot-hu din ar gwez-mañ ?

1850
Référence : GON.II p.70

Me a garfe gouzout pegement a zo dleet dezhañ.

1850
Référence : GON.II p.83 (Je voudrais savoir combien il lui faut).

Pegement a goust deoc'h ar walenn dimeus hoc'h abid kamolod gwenn?

1874
Référence : GBI.II p.450

Pegement eo koustet ar walenn deoc'h dimeus hoc'h abid kamolod glas?

1874
Référence : GBI.II p.450

Bezañ edo war-c’hed taol ar marv, rak gouzout mat a ra pegement a zroug en eus graet d’ar chouanted ha d’o zud ; gouzout a ra n’en deus netra da c’hedal diganto. Hag iskis eo neuze mar deus bec’h warnezhañ ?...

1877
Référence : EKG.I. p.125

Mat, lesanvet e voe Pierig Canclaux. Ha ne welit-hu ket dre gement-se pegement a fae a rae an dud war Ganclaux ha pegement a stad ac’hanomp-ni.

1877
Référence : EKG.I. p.310

— Bremaik, soudarded, eme ar c’habiten, e welf[e]t pegement a brez a vezo gant Sant-Tegonegiz da reiñ deomp peb a damm da zibriñ ha banneoù da evañ.

1877
Référence : EKG.I. p.169

Paolig ar Sann a yoa unan eus ar re a heulie he skol, ha gwelet hoc’h eus graet gant pegement a nerzh en deus harpet ouc’h an dispac’herien ha peger kalonek eo aet dirak Doue.

1878
Référence : EKG.II p.178

Mes Maner al Liorzhoù n’emañ e-kichen hent-bras ebet, ha soudarded Canclaux a dle gouzout dija pegement a goust dezho dont en hentoù bihan diwar an hentoù-bras. Paotred Landeboc’her o doa roet dezho ur gentel vat en derc’hent.

1878
Référence : EKG.II p.36

— Mat, pegement a root din ? Ret eo da bep den bevañ diouc’h e vicher, eñ hag e vugale.

1878
Référence : EKG.II p.152

Ha den ne oar pegement a vad he deus graet en he c’harter e-pad m’eo bet lezet.

1878
Référence : EKG.II p.178

O ! ma oufec’h pegement a gounnar a yoa ennon-me !

1878
Référence : EKG.II p.130

Pegement a ra se ? Lârin ket dit pa ouzout. Ar pezh n'ouzout ket a lârin.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

A ! mar gallfent !… Ya, met re diwezhat eo, ne c’hallfont ket tennañ, eus fin foñs o bouzelloù, ar per o devoa debret. Siwazh ! pell, re bell a oa erru ar per-se. Ha pegement a blijadur o devoa gouzañvet o tastum, o kuntuilh, o tibriñ ar per, ar c’hastrilhez.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)

Pa [veze] brav ? Ac’han ! pa [veze] brav ?… Salver Jezuz binniget ! Al laboused aet da nij, ankouaet gourc’hemennoù ar vamm, ankouaet he urzhoù ; an heol, an traezh, ar mor, ar bagoù, ar c’hoarioù ha me oar pegement a draoù all a entize, a heskine o c’hoant.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Pegement, paotr ? — Pevar real, aotrou : dek gwenneg pep hini.

1925
Référence : BILZ2 p.126

forzh pegement

1931
Référence : VALL pg (très) abondamment

N’ouzon nemet un dra : spontet on bet dreist-muzul. Gant un nozvezh all evel-se, e vezin lazhet sur a-walc’h. O ! spontus e oa, spontus ! spontus !… O ! n’on ket evit lavarout deoc’h pegement !…

1944
Référence : ATST p.83

Da gentañ, Lom, pegement ’gav deoc’h, e talvez klask un den beuzet er stêr vras ? » — « O ! un tamm mat, ’vat. » — « N’eo ket un tamm mat a c’houlennan diganeoc’h… Pegement e talvez ? a lavaran. »

1944
Référence : ATST p.93

– « Pegement ec'h eus, Aogust ? » – « Ugent real. » – « Ha me ur skoed ».

1944
Référence : EURW.1 p36

« Pegement e tleont deoc'h, dimezell ? »

1944
Référence : EURW.1 p39

Rak-se, e c'heller kompren pegement a joa a veze p'en em gave mare an ehan-skol...

1944
Référence : EURW.1 p40

— « Lakait din ur bara a bemp lur. » Ha dav ["dao"] ! ar varaerez a bouezas ur bara a zek lur, a droc’has un drailhenn vara evit ober al lañs hag a roas anezhañ d’ar vaouez. — « Dal ! setu aze pemp lur. Ha c’hwi ? Ur bara a begement ? » — « Unan a zek. » — « Dal ! setu amañ unan hag a zo ennañ pouez mat gantañ. » — « Hennezh a zo ur bara a bemp lur ! Unan a zek a c’houlennan. »

1944
Référence : ATST p.87

Met hopala !... pa weljomp war ar baperenn degaset dimp pegement hor boa da baeañ e savas liv ar spont en hor c’herc’henn : daou c’hant milreis, tudoù, na muioc’h na neubeutoc’h !..

1954
Référence : VAZA p.133

Gout’ ouzer pegement a drubuilh a c’houzañvas an Tad Vallée diouzh e berzh, kement ha ken bihan ma rankas paouez d’embann Kroaz ar Vretoned.

1954
Référence : VAZA p.61, notenn 1

Lenn a ris goude er gelaouenn e voe bet kaset an dud yaouank-se, evito da vezañ didamall-rik, da di ar c’homiser, ha dalc’het e voent eno ne oar den pegeit, rak dre gaer pe dre heg e felle d’ar Rusianed klevout diganto, ha peseurt droug e oant e-sell d’ober d’an Impalaer, hag anv o c’henwallerien, ha gant piv e oant bet aliet pe gopraet, ha pegement arc’hant o devoa bet, hag ac’hann, hag aleshont, ken ma voent war var d’anzav n’eus forzh petra, gant ma vije paouezet ganto, da vihanañ ul lajadig…

1954
Référence : VAZA p.185

Hogen, a-hed va buhez hir ha fentus a-walc’h, am eus ranket lavarout kenavo ne oar den nemet Doue ha me da begement a draoù, mard eo bremañ ar gerseenn-se heñvel ouzh meur ha meur a hini all na reont din na trubuilh na keuz.

1954
Référence : VAZA p.114

Pebezh glac’har ’ta, pegement a wad fall adal ma teuje da c’houzout e oan dindan dimeziñ ha gant piv ?... gant ur C’hallez divroet, ur vaouez na ouie na Pater, na Noster, ur ganfardez hep feiz na reizh, ul liboudenn bennak evel an holl verc’hed na vevent ket war ar maez, rak a[-]gorn e selle zoken ouzh plac’hed Landreger, da vihanañ ar re na oant ket diwar noblañs pe vourc’hizien vras.

1955
Référence : VBRU p.2

L'Office public de la langue bretonne