Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. goul. 1. (dirak un anv unan pe dirak un ar. heuliet gant un anv unan, en ul lav. goul. dizalc'h pe en un islav. goul.) Termen a dalvez da sevel goulennoù a-zivout anien, hevelebiezh ub., udb. Pe oad out ? Pe vicher eo an den-se ? • Da be loen e kasit boued ? Ne oar ket war be du mont. • Pe da goulz eo bet skrivet al levr-se? Pe dre lec'h eo aet ? Pe da vare e paouezo da'm gwallgas ? Pe war zu e oant aet ? [1499] Pe anv eo ? Pe dre hent ? : dre be hent ? [1622] Pe evit tra : perak, abalamour da betra. [1878] Pa ouzoc’h zoken e hanv, e tleit gouzout ivez mechañs e pe gorn eus an ti emañ. HS. peseurt, petore, pezh. & Trl. Pe forzh a ran-me ? Pe forzh zo din ? Pe forzh din ? : hag ober a ran forzh ? 2. Rag. goul. (en ul lav. goul. dizalc'h pe en un islav. goul.) Petra, ar pezh. N'ouzer ket pe lavaro an dud. N'ouzon pe ran : n'ouzon ket ar pezh a ran. & Trl. Pe vern din ? : Hag ober a ran forzh ? [1924] Pe vern din em sammfe an Ankou un nebeud bloavezhioù abretoc’h eget ar re-all ? II. Ag. estl. (dirak un anv unan en ul lav. estl. dizalc'h pe en un islav. estl.) 1. Termen a dalvez da c'heriañ dibarder ub., udb. Pe zen ! Bremañ e ouzon pe reuz zo bet lakaet ganto. HS. pebezh, peseurt, petore, pezh. 2. Adv. estl. (dirak un ag.) Pe koantik eo Tunvezh ! A pe brav eo en he yaouankiz fresk ! III. Tr. stl. isur. (dirak un anv unan, e deroù un islav. doareañ) PE... BENNAK, NE VERN PE... : ne vern peseurt. Mat eo an holl voestoù pe liv bennak e vefe d'o golo. Ne vern pe fazi zo bet graet e klaskin renkañ an traoù. [1878] Dilhad e-giz ar vro a yoa gantañ evel gant Paol ar Forn ; n’oa ket ivez ’ta aes gouzout pe oa unan anezho beleg pe n’oa ket. [1924] E pe lec’h ha gant piv bennak e vezi, ne vern e-mesk pe zarvoudoù bennak ez po da emellout, en em voaz da chom ez tu da-unan dalc’hmat [...]. HS. peseurt. EVEZH. Kemm. blot. goude "pe".

Exemples historiques : 
127
Masquer la liste des exemples

pe zre hent [dre pe hent]

1499
Référence : LVBCA p66, 97, 163 (par quel lieu)

Peg anv eo ?

1499
Référence : GAVH p43, 78 (wie heyscht dit 'comment cela s'appelle-t-il ?')

pe du

1499
Référence : LVBCA p158, 200 (vers quelle part)

pe a lec'h [a belec'h]

1499
Référence : LVBCA p15, 159 (de quel lieu)

pe a tut [a be dud]

1499
Référence : LVBCA p15, 158, 200 (de quel gent)

pe anv eo

1499
Référence : GAVH p43

pe en lec'h [en pelec'h]

1499
Référence : LVBCA p70, 160 (en quel lieu)

pe dre hent [dre be hent]

1499
Référence : LVBCA p66, 158 (par quel lieu)

[«]Hogen bremañ me c'houlenn ouzhit : pe da dra [da betra] ec'h eus-te asamblet kement-mañ a bobl en ven evit azeuliñ ar sotoni a'n idoloù ?[»]

1576
Référence : Cath p6

[«]Ha pa ez vezo lakeat mat evezh ouzh an traezoù-mañ, goulenn ha desk piv eo an puisantañ entre an holl re na pe gant [piv] az int great.[»]

1576
Référence : Cath p7

[«] Rak-se bremañ ni a c'houlenn ouzhit ar c'homañsamant : pe a [a be] lignez out-te ?[»]

1576
Référence : Cath p9

M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.

1622
Référence : Do. p8

M. Na pe evit tra c'hoazh ? D. Palamour maz ro hon salver binniget kalz a vadaoù hag a c'hrasoù en vertuz a'n sin-mañ pa en grer gant un gwir feiz.

1622
Référence : Do. p8

Pe da dra e servij deomp-ni ar sakramant a goñfesion, aotramant pinijenn ?

1622
Référence : Do. p40

M. Piv en deus-i [sakramantoù an iliz] bet instituet ? D. Jezuz Krist, hor Salver benniget. M. Pe evit tra ? D. Evit ar yec'hed hag ar satisfaksion eus hon eneoù, hag evit aplikañ deomp ar frouezh hag ar meritoù eus e Basion ha komunikañ ouzhomp e c'hrasoù.

1622
Référence : Do. p38

M. Pe evit tra [eo]-eñ galvet pec'hed marvel ? D. Abalamour ma lazh hon ene, oc'h ober dezhañ koll ar vuhez a c'hras hag abalamour ma hon rent din d'ar marv eternel.

1622
Référence : Do. p36

M. Na pe evit tra c'hoazh ?

1622
Référence : Do. p8

M. Pe da fin oc'h-c'hwi bet leket en bed-mañ ? D. Evit karet ha servijañ Doue en vuhez prezant-mañ, hag evit goude-se bezañ da vizviken en baradoz.

1622
Référence : Do. p8-10

M. Pelec'h eo aretet nag e koñsistont an euvroù mat pere zo ret deomp da ober ? D. E gourc'hemennoù Doue hag an Iliz.

1622
Référence : Do. p26

M. Pe evit piv ez pedit-hu ? D. Pidiñ a ran nompas hepmuiken evidon ma-unan hogen pidiñ a ran ivez evit ma c'herent, ma mignoned, ma madoberourien hag evit an Iliz universel.

1622
Référence : Do. p22

M. Pe dre moienoù etre ar re all 'rekeromp-ni gras Doue ? D. Dre ur c'hustum hag un uzaj mat, hag o resev dignamant sakramantoù an Iliz.

1622
Référence : Do. p38

M. Pe en feson ez kirit-hu hoz nesañ eveldoc'h hoz-unan ?

1622
Référence : Do. p26

M. Pe en tra ez koñsist an eürusted peheni a esperomp da gavout en vuhez all ? D. Da welet Doue fas-ha-fas, ha da jouisañ anezhañ eternalamant.

1622
Référence : Do. p10

pe laz din-me

1659
Référence : LDJM.1 pg (pe) laz (dîn me)

pe en klas emaoc'h-hu

1659
Référence : LDJM.1 pg pe (en class emoc'hu)

pe vern din-me

1659
Référence : LDJM.1 pg pe (vern dîn me)

pe laz dit-te

1659
Référence : LDJM.1 pg pe (laz di-de)

pe tailh e ve

1659
Référence : LDJM.1 pg (pe) tail (effe)

pe laz dit-te ?

1659
Référence : LDJM.1 pg (que t'en)c'haut-il

pe vern dit-te ?

1659
Référence : LDJM.1 pg (que t'en)c'haut-il

pe evit tra

1659
Référence : LDJM.1 pg pourquoy

pe

1659
Référence : LDJM.1 pg quel

pe tailh e ve

1659
Référence : LDJM.1 pg (de quelle) stature (est-il)

pe vent e ve

1659
Référence : LDJM.1 pg (de quelle) stature (est-il)

M. Piv en deus i [sakramantoù an Iliz] instituet ? D. Hon Salver Jezuz-Krist. M. Pe evit tra ? D. Evit yec'hed ha sanktifikasion hon eneoù, evit aplikañ deomp ar frouezh hag ar meritoù eus e Basion, ha komunikañ ouzhomp e c'hrasoù.

1677
Référence : Do. p39

[M.] Petra ez eo Urzh ? D. Bezañ ez eo ur sakramant lakaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien ar galloud da goñsakriñ korf hon Salver binniget Jezus, da absolv ar re pere zo roet dezho e garg, ha da ober an traoù all pere a goñsern polis an Iliz, pe en dra eo ret sentiñ outo, pa vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.

1677
Référence : Do. p49

M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.

1677
Référence : Do. p9

M. Pe rekompañs a resevo ar re a observo gourc'hemmennoù Doue, ha re an Iliz ? D. Ar vuhez eternel, pehini a zo ur vuhez kuit a bep droug ha leun a bep mad, ha pehini a dle padout da virviken.

1677
Référence : Do. p31

Pe da fin ez oc'h bet leket er bed-mañ ?

1677
Référence : Do. p9

pe e tu ?

1732
Référence : GReg pg (de quel) côté

Pe a du ?

1732
Référence : GReg pg (de quel) côté (d'où, de quelle part ?)

Pe en andred emañ ?

1732
Référence : GReg pg endroit (En quel endroit est-il ?)

Pe e lec'h emañ ?

1732
Référence : GReg pg endroit (En quel endroit est-il ?)

pe a-benn keit ?

1732
Référence : GReg pg dans (combien de tems ?)

pe a-benn peur ?

1732
Référence : GReg pg dans (combien de tems ?)

Arvar eo pell zo war gouzout pe en deus da ober.

1732
Référence : GReg pg floter (Son esprit flote depuis long-tems sur la resolution qu’il doit prendre.)

pe e lec'h ez in-me ? pe e tu ez troin-me ?

1732
Référence : GReg pg deviendrai (-je ? où irai-je ?)

petra az rin-me ? petra rin-me ? pe rin-me ? penaos a rin-me ?

1732
Référence : GReg pg (que) deviendrai (-je ? que ferai-je ?)

Pe e lec'h emañ ?

1732
Référence : GReg pg endroit (En quel endroit est-il ?)

Pe evit fin ?

1732
Référence : GReg pg fin (A quelle fin ?)

pe eur bennak a ve

1732
Référence : GReg pg heure (A quelque heure que ce soit.)

daoust pe da eur

1732
Référence : GReg pg heure (A quelque heure que ce soit.)

Allas Doue, pe hon bezo-ni da lavaret d'an deiz diwezhañ ar bed, siwazh deomp !

1732
Référence : GReg pg helas! (Helas que pourrons-nous dire au grand jour du Jugement ?)

Pe da eur bennak e teuac'h.

1732
Référence : GReg pg heure (A quelque heure que vous veniez.)

Gant pe dezev ?

1732
Référence : GReg pg fin (A quelle fin ?)

Pe war dra ez fontit-hu ho koulenn ?

1732
Référence : GReg pg fonder (Sur quoi fondez-vous vôtre demande ?)

pe dirak piv ? dirak den ebet, dirak nikun

1732
Référence : GReg pg devant (qui ? devant personne)

Pe war dra ez diazezit-hu ho koulenn ?

1732
Référence : GReg pg fonder (Sur quoi fondez-vous vôtre demande ?)

Douetus eo pell zo war gouzout pe en deus da ober.

1732
Référence : GReg pg floter (Son esprit flote depuis long-tems sur la resolution qu’il doit prendre.)

Ne onn pe sinifi.

1732
Référence : GReg pg hebreu (C'est de l'hebreu pour moi, je m'y entend rien.)

pe

1732
Référence : GReg pg chose (dont-on ignore le nom, ou qu'on ne s'en souvient pas)

pe zeiz

1850
Référence : GON.II p.8 introduction, "quel jour ?"

E pe zoare ?

1850
Référence : GON.II pg doaré (De quelle manière ?)

a be vro e teuit-hu ?

1850
Référence : GON.II pg pé

pe gezeg eo ho re ?

1850
Référence : GON.II pg pé

pe den eo hennezh

1850
Référence : GON.II pg pé

pe anv

1850
Référence : GON.II pg péhanô, péhañv

pe laz

1850
Référence : GON.II.HV pg pélaz (dans le sens de "pévern" [...] qu'importe).

Pe laz din-me ?

1850
Référence : GON.II.HV pg pélaz (que m'importe ?)

pe vern

1850
Référence : GON.II.HV pg pévern

Pe vern din-me ?

1850
Référence : GON.II.HV pg pévern

Pe vro

1850
Référence : GON.II p.8 introduction, "quel pays ?"

pegement

1850
Référence : GON.II p.8 introduction, "quelle quantité ?"

pe c'hiz

1850
Référence : GON.II p.8 introduction, "quel mode ?"

pe wezenn

1850
Référence : GON.II p.8 introduction, "quel arbre ?"

pe verc'h

1850
Référence : GON.II p.8 introduction, "quelle fille ?"

pe benn

1850
Référence : GON.II p.8 introduction, "quel bout ?"

pe du

1850
Référence : GON.II p.8 introduction, "quel côté ?"

Pe

1850
Référence : GON.II p.27, livre premier, "quel, quelle, quels, quelles".

pere

1850
Référence : GON.II p.27, livre premier, "lesquels, lesquelles" interrogatifs et relatifs.

Pe evit tra ne ra-hi ket ar pezh [a]m eus lavaret dezhi !

1850
Référence : GON.II p.85, livre second, " Que ne fait-elle ce que je lui ai dit ! "

Pe evit tra n'hellan-me ket mervel !

1850
Référence : GON.II p.85, livre second, " Que ne puis-je mourir ! "

Pe hanv hoc'h eus-hu ?

1850
Référence : GON.II p.72

E pe gêr e chomit-hu ?

1850
Référence : GON.II p.72

Da be zen e werzhot-hu ho kazeg ?

1850
Référence : GON.II p.72

Na savit ket em enep evit va lakaat da vont diouzhoc'h, ha d'ho kuitaat ; rak e pe lec'h bennak ma'z eot, ez in ivez, hag el lec'h ma [chomot], e chomin ivez.

1850
Référence : GON.II p.99 (Buez Ruth)

ned int ket gouest da ober an disterañ lizher, an aesañ bilhed, ne ouzont ket memes dre pe benn o c'homañs, ha dre-se dic'hallout d'o esplikañ da re all

1865
Référence : MBF.to p. V.

« Pa reas marc'had ouzhin e kavas din gwelet / E oa un tamm brizhdiot, e oa, dioc'h e glevet, / Ne 'c'h ouzon a be vro ; rak chaokat fall a rae / Galleg ha brezhoneg, heñvel oc'h ur gozh vrae »

1867
Référence : MGK p91

'Vel aered, en nevez-amzer, / Ma taolfe darn kroc'hen o lêr, / E ve anavezet abred / E pe benn emañ o spered.

1867
Référence : MGK p62

Pe stad ho pize graet anezho, c'hwi lesanvet AR FUR, evel ma oa Ezop en en amzer ? C'hwi a ouie an tu, eme an dud, "Da gaout aour e-touez al ludu" ?

1867
Référence : MGK Rakskrid XI

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignoned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed. N'en em veulomp eta, hep damant diskouezomp Plegoù kuzh hor c'halon hag e pe stad emaomp. Evidon-me lontrek, me am eus dispennet, hep n'o doa graet droug din, un taol bras a zeñved, Hag a-wechoù, zoken em eus ivez debret Ar pastor deñved."

1867
Référence : MGK p24

Pa welan ar re-se, zo lakaet da ziwall, / Nad afe an deñved ganen pe gant un all, / Oc'h o zouzañ kempenn ha, goude o c'hignat, / O tibriñ pe wellañ, hag ar chas o krignat / Eskern eus o dilerc'h.

1867
Référence : MGK p84

— « Alies, alies siwazh, emañ an droug, ar mad / O sevel harp-oc'h-harp er bed, evel er prad, / Sellet pizh a zo ret oc'h an dud, al louzoù, / Evit gouzout piv int, pe ez eo mat pe fall / O spered, o c'halon, o delioù, o gwrizioù. »

1867
Référence : MGK p71-72

Hennezh n’en doa ket daou liard war e hanv ; c’hoant kaout arc’hant en doa avat, n’eus forzh dre be c’hiz.

1877
Référence : EKG.I. p.38

Ne oufen ket lavaret deoc’h dre be hent e oa aet ; ar pezh a zo gwir, eo pell a-raok m’oa noz, oa en em gavet e Larred, neuze parrezig vihan, dianket war ar maez, hag hiriv chapel a barrez Porspoder.

1877
Référence : EKG.I. p.209-210

Ar paour-kaez den a oa en noaz, hag evelato e tivere an dour diouc’h e dal ; treiñ a rae e c’hwad, ne ouie ken da be sant en em ouestliñ !

1877
Référence : EKG.I. p.126

— C’hwi ? Pe hanv hoc’h eus ? — Me eo Korintin.

1878
Référence : EKG.II p.291-292

Ret eo, kousto pe gousto, da unan bennak ac’hanomp daou pe dri ma ranker, mont a-dreuz ar vro, dre an heñchoù-distro, da lavaret d’an dud kalonek-se, e pe zoare stad emañ an traoù ganeomp.

1878
Référence : EKG.II p.106

Dilhad e-giz ar vro a yoa gantañ evel gant Paol ar Forn ; n’oa ket ivez ’ta aes gouzout pe oa unan anezho beleg pe n’oa ket.

1878
Référence : EKG.II p.188

Savet e oan daouzek pe drizek delezenn pa liviris ouzhin va-unan : — Yann Pennorz, un dra sot ec’h eus graet : lezet ec’h eus an alc’houezioù e dor an tour, ha, ma teu unan bennak en iliz, n’en devezo nemet reiñ un taol alc’houez hag emaout paket er sac’h. Dre be hent ez i kuit ?

1878
Référence : EKG.II p.124

Pa ouzoc’h zoken e hanv, e tleit gouzout ivez mechañs e pe gorn eus an ti emañ.

1878
Référence : EKG.II p.223

n'eus ket a be dra da c'hlebiañ an teod

1909
Référence : BROU p. 407 (il n'y pas de quoi se mouiller la langue)

dre be hent ?

1909
Référence : BROU p. 406 (Par où ?)

Pe da boent ?

1909
Référence : BROU p. 411 (Pe da bouent? Quand?)

Ar re-se e voe kentañ tropelloù mab-den. Ha setu amañ a be loened e c’hoarveze tropelloù Selvanos, seizhvet mab Manos : ar c’hi-gouez (kû), ar bleiz (bledios), al louarn (lovernos), ar broc’h (brokkos), marc’h gouez ar c’hoadoù, an ejen-meur (uros), an ejen moueek (visontos), an ejen hirdal, ar c’harv (karvos), ar c’harv-meur (alkis), an demm (danios), ar yourc’h (iorkos), an arzh (artos), an tourc’h-gouez, ar c’havr (gabros), ar maout-tourc’h (multos), an avank, ar c’had, an alarc’h, ar waz, an houad, ar yar, ar c’hilhog-gouez, ar c’haran (garanoz), ar c’hwibon, ar vran (branos), an erer, ar gup, ar falc’hun, an naer (natir), ar vaot.

1923
Référence : SKET p.55

« Pe zouar eo hemañ ? eme Derkeia.

1923
Référence : SKET p.110

N’oufe gerioù distaget gant genou mab-den, ne vern e pe yezh, peurskeudenniñ kened, nerzh, haelded, enor ar pevarzek den yaouank-se.

1923
Référence : SKET p.120

Pe vern din em sammfe an Ankou un nebeud bloavezhioù abretoc’h eget ar re-all ?

1924
Référence : SKET.II p.41

D’e zistro e c’houlennas e dad-mager keloù digantañ : « Pe geloù a zeu ganez, va mab ?

1924
Référence : SKET.II p.61

E pe lec’h ha gant piv bennak e vezi, ne vern e-mesk pe zarvoudoù bennak ez po da emellout, en em voaz da chom ez tu da-unan dalc’hmat, evel un enezenn e-kreiz ar c’hoummoù, evel ur menez en avel hag er c’houmoul.

1924
Référence : SKET.II p.31

Tra dianat n’eo ket a be vammenn e teu an arc’houereed-se.

1924
Référence : SKET.II p.50

pe zigarez bennak

1927
Référence : GERI.Ern pg bennak

pe oad oc'h ?

1931
Référence : VALL pg age

N'eus forzh e pe golaj all, ne vije ket kaletoc'h ar bevañ eget eno.

1944
Référence : EURW.1 p43

— « Pe oad eo ? » — « Pemp bloaz ha tregont. »

1944
Référence : EURW.1 p54

Ha pe sujed em bije dibabet nemet unan a anavezen mat ? "Jakez Riou, e vuhez, an den, ar skrivagner".

1944
Référence : ARVR Niv. 165

Job a glaske an tu da lakaat e fri en armel ; ha ma he dije lavaret e voereb dezhañ : « O ! Job, c’hwi a zo ur paotr mat, gwelloc’h eget na grede din… Ya, it da glask ar medisin, hag a-raok mont, kemerit arc’hant eus ar valetennig aze, en armel… », Job a vije bet en e vutun. Job en doa c’hoant bras da c’houzout e pe seurt korn eus an armel edo an arc’hant.

1944
Référence : ATST p.41

Ur merk a veze graet ur c'hontrad war baper-timbr, ne vern a be seurt.

1944
Référence : EURW.1 p18

Ma 'z out dezhi [d'ar Republik] ken douget ha leal, / E vo dav dit ma skoazellañ diouzhtu ; / Ezhomm 'm eus, selaou, da c’hoût war be du / Emañ ar stourmer-se ken entanet / Ouzh gwirioù sakr ar Republikaned.

1960
Référence : PETO p36

En anv al lezenn, an urzh strizh ac'h eus / Da zisklêriañ din-me, gant aon da gaout keuz, / E pe lec'h emañ an den hag e ti piv, / Ha diwall 'z afen dre da fazi e-biou.

1960
Référence : PETO p37

E kuzul, dezhañ 'm eus lâret / E oar ar person, moarvat, / War-zu pe repu eo skaret / An trubard, tec'het a-rat.

1960
Référence : PETO p33

Gwirheñvel eo gwelout aze ur ger portugalek distreset ; met pe hini ?

1985
Référence : DGBD p50

"Peseurt doare den eo da welout ?" " N'eo ket aes e zeskrivañ. Un dra bennak siek zo d'e neuz, un dra bennak displijus, kasaus a-grenn. Biskoazh ne 'm eus gwelet un den o tisplijout din kement, ha n'ouzon ket mat perak. Moarvat eo disneuz en un doare bennak ; ar santad kreñv a ro da vezañ disneuz, koulskoude n'on ket evit resisaat e pe geñver".

2012
Référence : DJHMH p17

Pe savadur a roe tro d'an dug da embann er maen reizhwir e c'halloud gwelloc'h eget iliz-veur Kemper ha hec'h istor mojennel !

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 14

Pe vent resis e oa ar begoù-tour da vezañ ?

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 19

"Emañ ar gwir ganeoc'h, ur vad a c'hellan goulenn diganeoc'h koulskoude?" "Pe vad?"

2015
Référence : EHPEA p149

Met klask kompren ivez, goude an holl studioù-se, n'on ket evit bevañ diwar ma micher. Mareoù 'zo ma lavaran ouzhin-me "pe da vad ar studioù hir-se? Gwelloc'h e vije bet dit kavout ul labour bennak tre goude ar skol-veur. Muioc'h e'z aes[aez] e vijes bremañ."

2015
Référence : EHPEA p65

Note d'étude

Ur patrom disheñvel diouzh hini en implij en amzer-vremañ evit sevel ar gerioù-goulenn a gaver testeniekaet azalek mare ar C'hatolikon (1499). Kavet a reer alies troiennoù savet diwar an urzh-mañ : Ger-goulenn "pe" + araogenn + anv-kadarn E testennoù Doctrin an Christenien (1622, 1677) peotramant geriadur an Tad Maner (1659) a ziskouez c'hoazh ar patrom-se da sevel ar gerioù-goulenn. Gwelet a reer an elfennoù distag "pe" ha "tra" ken e c'halled lakaat un araogenn etre an div elfenn ("Pe da dra", "pe en tra", "Pe evit tra" 1622). War un dro e weler elfennoù ar gerioù goulenn liammet kreñv diwar sonnañ "pe" hag un anv-kadarn dre gramatikalizañ (petra < pe + tra, peseurt < pe + seurt, peur < pe + eur ha kement zo). Gant-se e rank an araogenn bezañ dilec'hiet ha lakaet a-raok ar ger goulenn ha n'eo ket etre eñ hag an anv-kadarn. S.o. ar fichennoù "petra" (ger goulenn) ha "penent".

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux