pe rag tra ?
Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?
Setu perak ne vez evet banne gwin-ardant ebet gant ar sportourien vras.
Etre ar garlantezioù hag an Douar-Bras ez eo aes d'ar sima berus pignat er gevrenn c'houllo : setu perak n'eo ket don-tre Mor Melen ar Reter, Mor Oc'hotsk, Mor ar Japan.
Ar c’hirri-dre-dan pa zegouezh dezho dont betek amañ a zo risklus dezho redek buanoc’h eget an dud ; setu perak ne vez ket gwelet al liv anezho gwall alies : d’an deiz kentañ eus ar bloaz, da sul Fask [Sul-Fask] ha d’ar sulvezh diwezhañ a viz [G]wengolo, deiz ar pardon bras.
« N’ouzon ket perak e kavit kement a blijadur gant ur c’heloù ken trist », a lavaras dezho ar skluzier.
Gouzout a rit, Lom, a lavare dezhañ e c’hoarezed, Herri Karreg-al-Louarn en doa ur mignon kozh e Kervetouz ["Kerveatouz"]; perak n’eo ket aet ar mignon kozh-se da gas ar c’heloù trist da Vari ?
— « Oc’ho ! emichañs n’emaoc’h ket o vont da souhetiñ ["souetiñ"] din ur marv ken trist-se ?… » « Perak ne rin ket ? Lom.
Ha setu perak ar baotred a gemeras hent ar maez, ha, goude, hent ar gêr, kerkent ha m’o doa resevet, evit o brasañ damant hag o brasañ displijadur, un testeni start eus buhez bev-buhezek an hini na oa ket beuzet.
Setu perak e oa deut ken niverus, kozh ha yaouank, gwazed ha merc'hed, da selaou kannad ar vrezhonegerien a oa ac'hanon, an devezh-se.
Un harp a reas, e-tal ur prenestr, da sellout e-barzh ar « patio ». N'en doa ket mall diskenn. Perak, va Doue, e vije bet mall warnañ diskenn ?
- Perak e teuit bemdeiz [sic], e-giz-se, d'hon iliz-ni ? - Da lavarout va fedennoù 'ta…
setu perak e veze stankoc'h ar strakadegoù daouarn d'ar galleg ha primoc'h ha nerzhusoc'h e tarzhent
Setu perak, goude kas va mevelion da gousket, e kargis ur bistolenn gozh, e doare d'en em zifenn, diouzh an degouezh.
Sevel ur vouezhiadeg keodedel pe un dilennadeg nevez, met war an dachenn bublik hag hep sikour an dud e karg -evit lakaat an estrañjourien da votiñ da skouer peogwir n'o deus ket gwir d'en ober-; boikotiñ an dilennadegoù, chom hep kemer perzh, votiñ -ha displegañ ar rag hag ar perag d'an holl dre ar mediaoù !-.
Ouzhpenn se e rank ar giton embann perak eo ac'hubet ar savadur, a-drugarez d'ul lugan sklaer ha soñjet brav evit ma c'hallfe skeiñ ar speredoù e-pad pell.
Perak int ken sioul hiziv ? a c'houlennan ouzh Koula.
Mots précédents
Mots suivants
perann