Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
17
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. [1499, 1575, 1622, 1659, 1732, 1850, 1877, 1878, 1909, 1931, 1960, 2015] Araogenn a dalvez da c'heriañ an aon, an heug, ar c'hoant pellaat, an evezh. [1732] Aon am eus razañ. [1850] Aon en deus rak ar marv. [1877] Rak petra he divije-hi aon ? [1878] mes na it ket da lavaret en defe bet aon Yann Pennorz rak ar republikaned [...]. [1924] N’oa ket spontik, c’hwi a oar, ar Manac’h d’ar c’houlz-se, yaouank a oa ha n’en devoa ket aon rak e skeud. [1954] Aon am beze dalc'hmat rak bezañ heget gant ar grennarded all, ha gwech an amzer e kleven digant hemañ pe henhont : "Sach da reor alese, gogez e vamm-gozh ! "... [1960] Rak an dienez hoc'h eus aon. Ne spont ket rak ar marv. Tec'het en deus rak e enebour. & (dirak un av.) Taol pled rak kouezhañ ! Aon en deus rak bezañ kastizet. & Trl. Kaout aon rak e skeud : spontañ rak an disterañ tra. & (dirak un av.) Rak aon da : gant aon na. & (dirak ur v. en doare-div.) Rak aon na : gant aon na. Nad eomp ket pelloc'h rak aon na vemp kollet. 2. RAK-SE Termen a dalvez da venegiñ un heuliad. [1944] Rak-se o anver prenestroù gwilhotin. HS. dirak. EVEZH. : Emañ "rak" e kerentiad kentañ an araogennoù displeget, kevrenn 1 h.

Exemples historiques : 
73
Masquer la liste des exemples

rak

1499
Référence : LVBCA p173 (car)

Kent-se[,] uz a rezon evel maz aparchant ouzh un roue prudant, rak an boeted a lavar [: «] Mar em c'houvernez dre rezon, hervez an ene ez vizi roue [;] hogen, mar em c'houvernez aotramant, hervez an c'horf, ez vizi servijer[. »]

1576
Référence : Cath p10

Evel ma'z ententas ez komeras darn he zud [eus] he falez hag ez em warnisas gant sin ar groaz, hag ez eas en kêr, hag ez kavas un nombr bras a gristenien, pere a yae da sakrifiañ d'an idoloù rak aon na vient lazhet ma'z voe meurbet nec'het ha keuzet.

1576
Référence : Cath p5-6

Hag en em varvailhe ez vras war an prudañs hag an gened anezhi rak meurbet ez oa kazr ha plezant da welet d'an holl re hag ivez grasius.

1576
Référence : Cath p8

M. Goude m'en deves koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv hag-eñ zo bara ? Na gwin ar pezh zo er c'halir ? D. Nann, rak en vertuz a'r c'homzoù sakr pere en deves pronoñset ar beleg, ez eo cheñchet ar bara e korf hor Salver binniget hag ar gwin en e wad prizius hag an dra-mañ a reer en oferenn.

1622
Référence : Do. p44

aon am eus rak ar pec'hed

1659
Référence : LDJM.1 pg rac (i'ay peur du peché)

rak kalz a draoù

1659
Référence : LDJM.1 pg rac (cals a draou)

kerzhet rak

1659
Référence : LDJM.1 pg cheminer vis-à-vis

Ha ret eo pidiñ ar Sent ? D. Ya, rak dre ma'z int mignoned da Zoue e c'hellont kalz hor sikour dre o fedennoù hag o intersesionoù.

1677
Référence : Do. p21

kaout aon rak

1732
Référence : GReg pg apprehender (craindre)

rak

1732
Référence : GReg pg aussi (bien, car, au reste), (pour la) cause (que je puis, je ne dois, ou, je ne veux dire)

razon-me

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de moy)

rakon-me

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de moy)

razañ

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de lui)

rak anezhañ

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de lui)

Aon am eus razañ.

1732
Référence : GReg pg craindre (Je le crains, j'ai peur de lui.)

rak aon

1732
Référence : GReg pg crainte (De crainte que.

rak aon ne zeuhe

1732
Référence : GReg pg crainte (De crainte qu'il ne vienne.)

krenañ rak aon

1732
Référence : GReg pg crainte (Etre penetré de crainte.), fremir (trembler de peur)

Likit evezh razañ.

1732
Référence : GReg pg garde (Donnez-vous de garde de lui.)

krenet rak aon

1732
Référence : GReg pg crainte (Etre penetré de crainte, pp.), fremir (trembler de peur, pp.)

krenañ rak aon

1732
Référence : GReg pg fremir (trembler de peur)

An erer a gasa al laouenan hag en deus aon razañ.

1732
Référence : GReg pg aigle (L'aigle hait le Roitelet, & en a peur.)

rak

1850
Référence : GON.II p.56, Table des Prépositions simples (devant)

Pegement bennak ma oant daou, n'em boa ket a aon razo.

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, (Encore qu’ils fussent deux, je ne les craignais pas).

rak

1850
Référence : GON.II pg rag ou rag [sic] (de. devant. en face).

Aon en deus rak ar marv.

1850
Référence : GON.II pg rag ou rag [sic] (il a peur de la mort ou devant la mort).

razon

1850
Référence : GON.II pg rag ou rag [sic] (de moi).

razout

1850
Référence : GON.II pg rag ou rag [sic] (de toi).

razañ

1850
Référence : GON.II pg rag ou rag [sic] (de lui).

razomp

1850
Référence : GON.II pg rag ou rag [sic] (de nous).

rak

1850
Référence : GON.II pg rag ou rag [sic] ("Râk", dans ce sens, doit être le même que "raok").

Spontañ a ra razoc'h.

1850
Référence : GON.II pg spouñta (il a peur de vous).

« Mard eo ur c'holl din-me, / Dezhañ e vo ive, / Rak ma na deu d'am c'haout ha d'en em zamantiñ, / Tesko diwar e goust mont da goumanantiñ. »

1867
Référence : MGK p93

« Me n'am beus aon ebet nemet rak an amzer. »

1867
Référence : MGK p73

« Ma vez paet d'e [ar bleiz] lazhañ un toullad lakizien, / Traoù fall ha didalvez, mat da strinkañ bouilhenn, / D'ober droug d'al loened, en ur goll o amzer[,] / N'ho peus nemet selaou pa leñvo mab kouer, / Hag e klevoc'h ober aon dezhañ rak ar bleiz ; / Ha kement-se, va Doue ! C'hwi a wel poanioù ar geizh ! / Evit ur c'hi, ur c'hagn pe ur c'hozh azen brein / Am beus gallet da gaout, pe d'am c'hoan, pe d'am lein. »

1867
Référence : MGK p83

« Diwall 'ta rak warc'hoazh, kemer bremañ dioc'htu, / Hag hep marc'hata tamm[,] debr hag ef war da du. »

1867
Référence : MGK p96

Petra a soñjan ? E feiz, netra a vat ebet, avat. Jañ-Mari a zo sec’h ha rok an tamm anezhañ ; e dri [m]ab o deus an aer da vezañ paotred start, ha n’o deus ket aon rak o skeud.

1877
Référence : EKG.I. p.74

N’ho pet ket aon rak archerien Montroulez ; ned aio hini da gregiñ ennoc’h nemet lammet a rafe dreist hor c’horf-ni, rak ni a skuilho betek ar berad diwezhañ eus hor gwad kentoc’h eget ho tilezel.

1877
Référence : EKG.I. p.12

Setu amañ lod eus ar werz a gane Landregeriz, hep aon ebet rak ar soudarded, goude m’en doa ranket o Aotrou’n eskob pellaat diouto : [...].

1877
Référence : EKG.I. p.28

Rak petra he divije-hi aon ? Petra he doa-hi da goll ? N'he doa ket un diner toull war hec'h anv, hag, evel e lavare d’he amezeien, gwelloc’h e kave mont gant Doue d’e Varadoz, eget bevañ war an douar er baourentez en ur stlejañ he gar gamm war he lerc’h dre ma’z ae.

1877
Référence : EKG.I. p.194

Evit gloar Doue em eus savet tour Gwinevez hag iliz Plouzane ; tremen daou-ugent vloaz a zo abaoe ma’z on beleg ; gwellañ ma c’hellen am eus graet evit distreiñ an dud diwar an hent fall hag o lakaat war an hent mat ; direbech on, a gredan, dirak Doue ; n’em eus aon rak netra.

1877
Référence : EKG.I. p.251-252

Evelato e oa aon razañ dre ar vro, rak lavaret a rae d’an holl edo a-du gant an dispac’herien hag e kave mat kement tra a raent a-enep ar Relijion hag a-enep ar veleien.

1878
Référence : EKG.II p.193

— Soudarded kalonek ! Liammañ he daouarn da ur vaouez ! Aon hoc’h eus ? Rak petra ? Rak ur vaouez ? Alo ’ta, mezhus e ve evit soudarded !...

1878
Référence : EKG.II p.79

Klemmit ac’hanon, mar kirit, mes na it ket da lavaret en defe bet aon Yann Pennorz rak ar republikaned, abalamour n’oa ket aet da Lanzeon.

1878
Référence : EKG.II p.34

Ha n’oa ket brav gwelet hanter-kant soudard o kaout aon rak ur vaouez ?

1878
Référence : EKG.II p.284

rak

1909
Référence : BROU p413 pg devant

Hogen evit se e vezo dezhe ret bezañ poellek en o enklaskoù gant aon rak digemeret tud dibenn, pe re yaouank a spered, pe gouest da dreiñ enep d'ar vro.

1909
Référence : REZI p.19

razoñ

1909
Référence : BROU p413 pg devant

razot

1909
Référence : BROU p413 pg devant

D’an diwezh, Kadra ha Daga, diwar un damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rak anoaziñ an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-evañ, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’hwezh-vat anezhañ dre al logell.

1923
Référence : SKET p.103

Heuliañ ar skraperien a reas war an holl gammdroioù a rejont dre ar c’hanolioù etre an enezennoù ; n’o lezas ket da rebellaat na bezañ nepred a-ziwar-wel dioutañ ; ne spontas ket rak ar saezhioù, an daredoù hag ar mein a stlapent outañ hag a gazarc’he a-bil en-dro dezhañ hag en e vag ; dre e skiant-veiz hag e zisaouzan e tiarbennas ar spioù hag ar stignoù a antelled outañ a-greiz raosklegoù ha broenegoù ar stêr, er c’hildroioù hag er strizhredennoù anezhi.

1923
Référence : SKET p.134-135

Bezit disaouzan rak ar marv, c’hoarzhit d’an Ankoù o tont.

1923
Référence : SKET p.51

Rak, da heul m’oa bet an douaroù pinvidik tro-dro argadet ha gwastet, e tiredas kalz eus ar vroidi anezho, o tec’hout rak ar marv hag ar sklaverezh, da glask bod en o zouez.

1923
Référence : SKET p.91

A-greiz-holl e c’hlazas he dremm dezhi, hag e trellas he selloù evel rak ur weledigezh euzhik.

1923
Référence : SKET p.105

— Na gwelet a rez-te, paotr, a lavare dezhañ Jarlig kozh, na gwelet a rez-te an didalvez-hont, evel ur vran-vor du, en e sav war ar garreg ?… Diwall… rakañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.975 (Even 1924)

Mar fromez rak al loened ferv, kae da-unan er c’hoad da argas ha da lazhañ ar bleiz, an arzh, an ejen-meur.

1924
Référence : SKET.II p.32

Rak an den eo e krenez ?

1924
Référence : SKET.II p.32

Mont a ri ganti en donvor oc’h ober hent ez eeun razout war-du ar c’hornog, e roud an heol, ken na zigouezhi gant un douar-bras meneziek, koadek, gouez, bevennet diouzh tu ar mor gant tornaodoù maen du, uhel, serzh, hep ouf, na traezh, na nep doare porzh ouzh o zreid.

1924
Référence : SKET.II p.37

Strivañ a rin da zont a-benn eus ar riskloù-se, eme an den yaouank. Kizañ razo, avat, n’hellan ket ober !

1924
Référence : SKET.II p.41

Ar pobloù-se n’eus ket da gaout aon razo, eme Vindosetlos.

1924
Référence : SKET.II p.64

N’oa ket spontik, c’hwi a oar, ar Manac’h d’ar c’houlz-se, yaouank a oa ha n’en devoa ket aon rak e skeud.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

kaout aon rak

1931
Référence : VALL pg appréhender (craindre)

brizhaon rak

1931
Référence : VALL pg appréhension (de [m. & f.])

Ar soudarded o doa aon rakañ.

1944
Référence : EURW.1 p.202

Hiviziken e vije gallet ober gouel ar varzhed (Gorsedd Digor) en hevelep amzer gant ar c’hendalc’hoù, hep kaout aon rak goaperezh al lakizien hag ar chas-kêr.

1944
Référence : EURW.1 p.190

Rak-se o anver prenestroù gwilhotin.

1944
Référence : EURW.1 p.175

Aon am beze dalc'hmat rak bezañ heget gant ar grennarded all, ha gwech an amzer e kleven digant hemañ pe henhont : "Sach da reor alese, gogez e vamm-gozh ! "...

1954
Référence : VAZA p.27

Person paour, c'hwi zo ranezenn / Rak al louarn fin o nec'hiñ. P'ho kweler e renk an ezen / Hag ho sikour 'vefe pec'hiñ [?]

1960
Référence : PETO p31-32

Rak an dienez hoc'h eus aon, / Enkrezet, chalet da gaout naon, / Da gaout planedenn drist da ren / 'Raok bezañ boued d'an Ankoù yen ?

1960
Référence : PETO p19

Spontet mik gant an nec'hamant / Rak an Ankoù ken dizamant / A zo kiriek d'am chalamant, / Aon da vervel zo dirollet / 'Barzh ma c'herc'henn ken pennfollet : / Ha dre-se, kure, ' vi kollet.

1960
Référence : PETO p39-40

An emvod ne c'hell ket bezañ ampellet koulskoude ha plegañ a ran d'an "tonkad ne c'heller tec'hel razañ"

2015
Référence : EHPEA p87

Ur vuhez nevez, rak an dra-se he doa aon muioc'h c'hoazh eget rak he buhez kent.

2023
Référence : DREAM p. 107

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux