Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
17
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1499, 1575, 1622, 1659, 1732, 1850, 1877, 1878, 1909, 1931, 1960, 2015] Araogenn a dalvez da c'heriañ an aon, an heug, ar c'hoant pellaat, an evezh. [1732] Aon am eus razañ. [1850] Aon en deus rak ar marv. [1877] Rak petra he divije-hi aon ? [1878] mes na it ket da lavaret en defe bet aon Yann Pennorz rak ar republikaned [...]. [1924] N’oa ket spontik, c’hwi a oar, ar Manac’h d’ar c’houlz-se, yaouank a oa ha n’en devoa ket aon rak e skeud. [1960] Rak an dienez hoc'h eus aon. Ne spont ket rak ar marv. Tec'het en deus rak e enebour. & (dirak un av.) Taol pled rak kouezhañ ! Aon en deus rak bezañ kastizet. & Trl. Kaout aon rak e skeud : spontañ rak an disterañ tra. & (dirak un av.) Rak aon da : gant aon na. & (dirak ur v. en doare-div.) Rak aon na : gant aon na. Nad eomp ket pelloc'h rak aon na vemp kollet. 2. RAK-SE Termen a dalvez da venegiñ un heuliad. [1944] Rak-se o anver prenestroù gwilhotin. HS. dirak. EVEZH. : Emañ "rak" e kerentiad kentañ an araogennoù displeget, kevrenn 1 h.

Skouerioù istorel : 
70
Kuzhat roll ar skouerioù

rak

1499
Daveenn : LVBCA p173 (car)

Hag en em varvailhe ez vras war an prudañs hag an gened anezhi rak meurbet ez oa kazr ha plezant da welet d'an holl re hag ivez grasius.

1576
Daveenn : Cath p8

Kent-se[,] uz a rezon evel maz aparchant ouzh un roue prudant, rak an boeted a lavar [: «] Mar em c'houvernez dre rezon, hervez an ene ez vizi roue [;] hogen, mar em c'houvernez aotramant, hervez an c'horf, ez vizi servijer[. »]

1576
Daveenn : Cath p10

Evel ma'z ententas ez komeras darn he zud [eus] he falez hag ez em warnisas gant sin ar groaz, hag ez eas en kêr, hag ez kavas un nombr bras a gristenien, pere a yae da sakrifiañ d'an idoloù rak aon na vient lazhet ma'z voe meurbet nec'het ha keuzet.

1576
Daveenn : Cath p5-6

M. Goude m'en deves koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv hag-eñ zo bara ? Na gwin ar pezh zo er c'halir ? D. Nann, rak en vertuz a'r c'homzoù sakr pere en deves pronoñset ar beleg, ez eo cheñchet ar bara e korf hor Salver binniget hag ar gwin en e wad prizius hag an dra-mañ a reer en oferenn.

1622
Daveenn : Do. p44

aon am eus rak ar pec'hed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rac (i'ay peur du peché)

rak kalz a draoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rac (cals a draou)

kerzhet rak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheminer vis-à-vis

Ha ret eo pidiñ ar Sent ? D. Ya, rak dre ma'z int mignoned da Zoue e c'hellont kalz hor sikour dre o fedennoù hag o intersesionoù.

1677
Daveenn : Do. p21

rak aon ne zeuhe

1732
Daveenn : GReg pg crainte (De crainte qu'il ne vienne.)

rak

1732
Daveenn : GReg pg aussi (bien, car, au reste), (pour la) cause (que je puis, je ne dois, ou, je ne veux dire)

razon-me

1732
Daveenn : GReg pg (a) cause (de moy)

rakon-me

1732
Daveenn : GReg pg (a) cause (de moy)

rak anezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (a) cause (de lui)

razañ

1732
Daveenn : GReg pg (a) cause (de lui)

Aon am eus razañ.

1732
Daveenn : GReg pg craindre (Je le crains, j'ai peur de lui.)

rak aon

1732
Daveenn : GReg pg crainte (De crainte que.

krenañ rak aon

1732
Daveenn : GReg pg crainte (Etre penetré de crainte.), fremir (trembler de peur)

Likit evezh razañ.

1732
Daveenn : GReg pg garde (Donnez-vous de garde de lui.)

krenet rak aon

1732
Daveenn : GReg pg crainte (Etre penetré de crainte, pp.), fremir (trembler de peur, pp.)

krenañ rak aon

1732
Daveenn : GReg pg fremir (trembler de peur)

An erer a gasa al laouenan hag en deus aon razañ.

1732
Daveenn : GReg pg aigle (L'aigle hait le Roitelet, & en a peur.)

kaout aon rak

1732
Daveenn : GReg pg apprehender (craindre)

razañ

1850
Daveenn : GON.II pg rak, rag

Pegement bennak ma oant daou, n'em boa ket a aon razo.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, (Encore qu’ils fussent deux, je ne les craignais pas).

rak

1850
Daveenn : GON.II pg rak, rag

rak

1850
Daveenn : GON.II pg rak, rag

aon en deus rak ar marv

1850
Daveenn : GON.II pg rak, rag

razon

1850
Daveenn : GON.II pg rak, rag

razout

1850
Daveenn : GON.II pg rak, rag

rak

1850
Daveenn : GON.II p.56, Table des Prépositions simples, "devant".

razomp

1850
Daveenn : GON.II pg rak, rag

rak

1850
Daveenn : GON.II pg rak, rag

« Diwall 'ta rak warc'hoazh, kemer bremañ dioc'htu, / Hag hep marc'hata tamm[,] debr hag ef war da du. »

1867
Daveenn : MGK p96

« Me n'am beus aon ebet nemet rak an amzer. »

1867
Daveenn : MGK p73

« Ma vez paet d'e [ar bleiz] lazhañ un toullad lakizien, / Traoù fall ha didalvez, mat da strinkañ bouilhenn, / D'ober droug d'al loened, en ur goll o amzer[,] / N'ho peus nemet selaou pa leñvo mab kouer, / Hag e klevoc'h ober aon dezhañ rak ar bleiz ; / Ha kement-se, va Doue ! C'hwi a wel poanioù ar geizh ! / Evit ur c'hi, ur c'hagn pe ur c'hozh azen brein / Am beus gallet da gaout, pe d'am c'hoan, pe d'am lein. »

1867
Daveenn : MGK p83

« Mard eo ur c'holl din-me, / Dezhañ e vo ive, / Rak ma na deu d'am c'haout ha d'en em zamantiñ, / Tesko diwar e goust mont da goumanantiñ. »

1867
Daveenn : MGK p93

Rak petra he divije-hi aon ? Petra he doa-hi da goll ? N'he doa ket un diner toull war hec'h anv, hag, evel e lavare d’he amezeien, gwelloc’h e kave mont gant Doue d’he Varadoz, eget bevañ war an douar er baourentez en ur stlejañ he gar gamm war he lerc’h dre ma’z ae.

1877
Daveenn : EKG.I. p.194

Evit gloar Doue em eus savet tour Gwinevez hag iliz Plouzane ; tremen daou-ugent vloaz a zo abaoe ma’z on beleg ; gwellañ ma c’hellen am eus graet evit distreiñ an dud diwar an hent fall hag o lakaat war an hent mat ; direbech on, a gredan, dirak Doue ; n’em eus aon rak netra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.251-252

N’ho pet ket aon rak archerien Montroulez ; ned aio hini da gregiñ ennoc’h nemet lammet a rafe dreist hor c’horf-ni, rak ni a skuilho betek ar berad diwezhañ eus hor gwad kentoc’h eget ho tilezel.

1877
Daveenn : EKG.I. p.12

Setu amañ lod eus ar werz a gane Landregeriz, hep aon ebet rak ar soudarded, goude m’en doa ranket o Aotrou’n eskob pellaat diouto : [...].

1877
Daveenn : EKG.I. p.28

Petra a soñjan ? E feiz, netra a vat ebet, avat. Jañ-Mari a zo sec’h ha rok an tamm anezhañ ; e dri [m]ab o deus an aer da vezañ paotred start, ha n’o deus ket aon rak o skeud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.74

Klemmit ac’hanon, mar kirit, mes na it ket da lavaret en defe bet aon Yann Pennorz rak ar republikaned, abalamour n’oa ket aet da Lanzeon.

1878
Daveenn : EKG.II p.34

— Soudarded kalonek ! Liammañ he daouarn da ur vaouez ! Aon hoc’h eus ? Rak petra ? Rak ur vaouez ? Alo ’ta, mezhus e ve evit soudarded !...

1878
Daveenn : EKG.II p.79

rak

1909
Daveenn : BROU p413 pg devant

Hogen evit se e vezo dezhe ret bezañ poellek en o enklaskoù gant aon rak digemeret tud dibenn, pe re yaouank a spered, pe gouest da dreiñ enep d'ar vro.

1909
Daveenn : REZI p.19

razoñ

1909
Daveenn : BROU p413 pg devant

razot

1909
Daveenn : BROU p413 pg devant

Heuliañ ar skraperien a reas war an holl gammdroioù a rejont dre ar c’hanolioù etre an enezennoù ; n’o lezas ket da rebellaat na bezañ nepred a-ziwar-wel dioutañ ; ne spontas ket rak ar saezhioù, an daredoù hag ar mein a stlapent outañ hag a gazarc’he a-bil en-dro dezhañ hag en e vag ; dre e skiant-veiz hag e zisaouzan e tiarbennas ar spioù hag ar stignoù a antelled outañ a-greiz raosklegoù ha broenegoù ar stêr, er c’hildroioù hag er strizhredennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.134-135

Rak, da heul m’oa bet an douaroù pinvidik tro-dro argadet ha gwastet, e tiredas kalz eus ar vroidi anezho, o tec’hout rak ar marv hag ar sklaverezh, da glask bod en o zouez.

1923
Daveenn : SKET p.91

D’an diwezh, Kadra ha Daga, diwar un damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rak anoaziñ an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-evañ, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’hwezh-vat anezhañ dre al logell.

1923
Daveenn : SKET p.103

A-greiz-holl e c’hlazas he dremm dezhi, hag e trellas he selloù evel rak ur weledigezh euzhik.

1923
Daveenn : SKET p.105

Bezit disaouzan rak ar marv, c’hoarzhit d’an Ankoù o tont.

1923
Daveenn : SKET p.51

— Na gwelet a rez-te, paotr, a lavare dezhañ Jarlig kozh, na gwelet a rez-te an didalvez-hont, evel ur vran-vor du, en e sav war ar garreg ?… Diwall… rakañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.975 (Even 1924)

Mar fromez rak al loened ferv, kae da-unan er c’hoad da argas ha da lazhañ ar bleiz, an arzh, an ejen-meur.

1924
Daveenn : SKET.II p.32

Rak an den eo e krenez ?

1924
Daveenn : SKET.II p.32

Mont a ri ganti en donvor oc’h ober hent ez eeun razout war-du ar c’hornog, e roud an heol, ken na zigouezhi gant un douar-bras meneziek, koadek, gouez, bevennet diouzh tu ar mor gant tornaodoù maen du, uhel, serzh, hep ouf, na traezh, na nep doare porzh ouzh o zreid.

1924
Daveenn : SKET.II p.37

Strivañ a rin da zont a-benn eus ar riskloù-se, eme an den yaouank. Kizañ razo, avat, n’hellan ket ober !

1924
Daveenn : SKET.II p.41

Ar pobloù-se n’eus ket da gaout aon razo, eme Vindosetlos.

1924
Daveenn : SKET.II p.64

N’oa ket spontik, c’hwi a oar, ar Manac’h d’ar c’houlz-se, yaouank a oa ha n’en devoa ket aon rak e skeud.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

kaout aon rak

1931
Daveenn : VALL pg appréhender (craindre)

brizhaon rak

1931
Daveenn : VALL pg appréhension (de [m. & f.])

Hiviziken e vije gallet ober gouel ar varzhed (Gorsedd Digor) en hevelep amzer gant ar c’hendalc’hoù, hep kaout aon rak goaperezh al lakizien hag ar chas-kêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p.190

Ar soudarded o doa aon rakañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

Rak-se o anver prenestroù gwilhotin.

1944
Daveenn : EURW.1 p.175

Spontet mik gant an nec'hamant / Rak an Ankoù ken dizamant / A zo kiriek d'am chalamant, / Aon da vervel zo dirollet / 'Barzh ma c'herc'henn ken pennfollet : / Ha dre-se, kure, ' vi kollet.

1960
Daveenn : PETO p39-40

Person paour, c'hwi zo ranezenn / Rak al louarn fin o nec'hiñ. P'ho kweler e renk an ezen / Hag ho sikour 'vefe pec'hiñ [?]

1960
Daveenn : PETO p31-32

Rak an dienez hoc'h eus aon, / Enkrezet, chalet da gaout naon, / Da gaout planedenn drist da ren / 'Raok bezañ boued d'an Ankoù yen ?

1960
Daveenn : PETO p19

An emvod ne c'hell ket bezañ ampellet koulskoude ha plegañ a ran d'an "tonkad ne c'heller tec'hel razañ"

2015
Daveenn : EHPEA p87

Ur vuhez nevez, rak an dra-se he doa aon muioc'h c'hoazh eget rak he buhez kent.

2023
Daveenn : DREAM p. 107

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial