dirazañ
dirak
O welet kement-se, ha skuizh o c’hedal, me 'gred (ne gav ket din e vije dre vezh e vije bet, avat, rak an neb a nac’h e relijion hag e Zoue, n’en deus mezh dirak netra), ar person "intru" a lavaras da gabiten ar soudarded e oa gwell dezho lezer an oferenn a-gostez ha mont d’an ti-kêr evit lakaat war baper e oa eñ gwir berson Plougerne.
Ar pezh a sellez 'vel treo santel, ar govizion, ar Pask, ha treo all, evit ar gelaouenn-se, n'eo [sic] nemet hunvreoù "klerikaled" pe Jezuisted ; hag ar pezh a zo un droug dirak da zaoulagad, 'vel laerezh mado ar c'houentcho, lakat un dorn skraper war beadra an ilizo, an treo-se-holl a zo un dra ret, un dra vat, diouzh klevet ar memes "Démocrate".
Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).
dirak ma
dirak
Diaesoc'h e teu ar skoulm da droc'hañ p'en em gaver dirak anvioù kemeret er bed a-bezh.
— « Job. » — « Petra ’zo, Lom ? » — « Job, hon eontr a zo marv. » — « Gouzout a ran. Trist, trist eo. » — « C’hwi ’gav ? » — « O ! ne gavan ket, mes bravoc’h eo lavarout evel-se. » — « Ya ! dirak an dud, Job… Dirazon-me, avat… »
Etre bourk Lotei-Landremel hag hini Sant-Kouli, uhel, uhel war an duchenn, dirak an hent bras, emañ Karreg-al-Louarn.
Ker sur hag emaon amañ dirazoc’h, ar pakad-se a zo un den beuzet !…
« Ne vo ket re ziwezhat, rak diouzhtu e lakaint ar voereb da regiñ he zestamant, da zeziritañ ["zeshiritañ"] ac’hanomp, ha marteze e vezimp poursuet dirak an tribunal ? »
Gouzout a ran oc'h deut dirazomp gant ar menoz izelaat ho spered dre sachañ goap warnoc'h ; mes ur gentel a zo da dennañ diouzh hoc'h anzav.
Ur vleunienn a wele dirazañ, kaer trellus ; an naer, avat, an hini a oa dindani gant he c'hilioù, ha flemmet a oa bet ganti.
Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek.
Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...
Sellout a reas kurius, ouzh paotr e sae wenn, a chome en e sav dirazi, ha lavarout a reas, a-benn ur reuziad : - Penaos oc'h deut a-geid-all da ren ho puhez en ur gouent kastilhat ? Ne vourrec'h ket en ho pro ?
Koulskoude, emezi, aet e oan an derc'hent d'an iliz-veur da lakaat ur gantol-c'houlou ugent real dirak bez sant Erwan !
[…] rak ar frouezh a zo aze dirak hon daoulagad : nebeutoc’h a gristenien a weler hirie en oferenn-bred da Sul Fask eget gwechall er gousperoù ur Sul na veze ket zoken ur gouel-berz, ha kalz muioc’h a dud yaouank a zired bremañ an naontek a viz mae d’an termaji goude kreisteiz war ar c’hae eget da brosesion ar beure.
A-benn ar fin, en em lakeas da ouelañ ha war an taol e chomis gant va genou digor[-]bras, rak kammed ne oa degouezhet dezhañ ober kemend-all dirazon.
Qualis artifex pereo ! emezañ war e dremenvan ; hag an arzour dizanav 'ta, a grouas ar bennoberenn e chomis ken pell da zigoriñ va genou dirazi.
Gout'ouie meur a soner eus ar C'hreisteiz kerkoulz an ton hag ar gerioù : kendoniet e voe 'ta ar ganaouenn gant an Aotrou Farigoul hag he c'hanañ a rejomp a beder mouezh dirak Fallières.
Daoust d’an dismegañs graet dezhañ dirak an holl, ger ebet ne wic’has hemañ, ha fiñv ebet ne reas.
Ur sulvezh ’ta, en abeg ma tegouezhe d’am zad bezañ gant e verenn e Krec’h Elies, e tisammis a-daol-dak va bec’h dirak va zud.
Menel a ris da sellout outi evel ur genaoueg aet da gluchañ war un torkad linad, rak dirak piv ’ta am boa digoret va c’halon goude merenn ?
Traoù iskis am boa klevet gwechall digant paotred Kamp Koñli diwar-benn Alamaned ar brezel 70 hag ar spont a skignent dirazo.
Kaset en devoa dija da vale an Aotrou Hamon deut gwechall da c’houlenn digantañ diouzh va ferzh daoust hag-eñ e chome digor pe hanter glozet an holl draoù-se dirazon.
Ha ma pare dirazon goanagoù ur vuhez nevez, e chome em spered paotr yaouank skeudenn va bro, dindan an heol d'an deroù hañv.
An div er pezh dirak a zo loeroù tev ha botoù du plat o seulioù en o zreid.
Brav eo d'an holl stourmerien derc'hel soñj deus ar frazenn pe deus ar frazennoù pouezusañ da lâret betek gouzout e vefe astennet ur mikro dirak o fri.
[...] astenn a reont dirak an tourterien, kregiñ a reont da vastarañ ar panelloù bruderezh...
Goude-se e siler e zivrec'h dre zindan divskoaz an den a zo dirazoc'h, ha kregiñ start an eil e-barzh eben, gant e zaouarn pe e velloù-dorn, ouzh bruched an den.
Da skouer oc'h astenn a-dreuz un hent-houarn evit herzel un tren karget a lastez nukleel. Peotramant o c'hourvez dirak un tourter kuit na vefe diskaret un ti palestinian.
Gwelout a ran c'hoazh dirazon al lugan "evit ma vo bravoc'h c'hoazh an devezhioù".
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dirakvarn