Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (en ul lav. goul. dizalc'h pe en un islav. goul.) Termen a dalvez da lakaat ar goulenn war abeg udb. Perak e rit evel-se ? Perak ne zeuit ket ? Perak ober heñvel ? Perak dremmoù ken doaniet ? Perak 'ta ! N'ouzon ket perak eo chomet an nor dibrenn. 2. Tr. adv. goul. PERAK BENNAK, DAOUST PERAK : troienn a dalvez da bouezañ war an arvar zo stag ouzh un abeg a glasker gouzout ur resisadenn diwar e benn. Perak bennak eo aet kuit ? : perak 'ta eo aet kuit ? & DA BERAK, EVIT PERAK ? : en abeg da betra ? Da berak e savit bep noz ? Evit perak ober drouk dispign evel-se ?

Skouerioù istorel : 
74
Kuzhat roll ar skouerioù

perak tra

1499
Daveenn : LVBCA p161 (pour quelle chose)

perak abeg

1499
Daveenn : LVBCA p15, 161 (pour quelle cause)

perak

1499
Daveenn : LVBCA p161 (pourquoy)

rezon perak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg raison (pourquoy)

perak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pourquoy

perak tra

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pourquoy, (a quelle) raison

ned eus ket perak tra

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ne deusquet) perac (tra)

ha n'hon degasit keet e temptasion hogen hon delivrit a zroug

1677
Daveenn : Do. p19

pa'z eus bet e-leizh a gêrioù isfontet gant ar c'hrenoù-douar, perak tra ne ve ket arru kemend-all gant ar gêr a Iz

1732
Daveenn : GReg pg abyme

pe rag tra ?

1732
Daveenn : GReg pg (a quel) dessein

perak tra

1732
Daveenn : GReg pg ce (c'est pourquoi)

perak e tiaozit-hu anezhañ?

1850
Daveenn : GON.II pg diaoza

Perak e rit-hu argadoù dezhañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg argad (Pourquoi lui faites-vous des agaceries ?)

perak e vaotit-hu evel-se ?

1850
Daveenn : GON.II pg baota

perak n'hoc'h eus-hu ket darevet netra ?

1850
Daveenn : GON.II pg darévi

perak e tenvezit-hu ac'hanon ?

1850
Daveenn : GON.II pg denvéza

perak hoc'h eus e digoefet ?

1850
Daveenn : GON.II pg digoéfa

perak n'oc'h eus ket-hu harpet oud [ouzh] e zilamm ?

1850
Daveenn : GON.II pg dilamm

perak e tilec'hit-hu an daol ?

1850
Daveenn : GON.II pg dilec'hi

perak oc'h eus-hu direizhet an dra-se ?

1850
Daveenn : GON.II pg direiza

Perak e tisprizit-hu anezhañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg disprizout (Pourquoi le méprisez-vous ? )

perak oc'h eus-hu diweliet ar vaouez-se ?

1850
Daveenn : GON.II pg diwélia

perak e tizanavezit-hu ac'hanon ?

1850
Daveenn : GON.II pg dizanaout, dianaout

perak oc'h eus-hu graet an dra-se e kuzh ?

1850
Daveenn : GON.II pg é-kûz

perak ec'h enkrezit-hu evel-se ?

1850
Daveenn : GON.II pg eñkrézi, inkrézi

perak e erezit-hu an den-se ?

1850
Daveenn : GON.II pg érézi, hérézi

perak e flastrit-hu ar geot evel-se ?

1850
Daveenn : GON.II pg flastra

perak

1850
Daveenn : GON.II pg pérâk, pérâg

ne ouzon ket perak ne deu ket

1850
Daveenn : GON.II pg pérâk, pérâg

perak ne oan me ket eno !

1850
Daveenn : GON.II pg pérâk, pérâg

livirit din perak nann

1850
Daveenn : GON.II pg pérâk, pérâg

Perak ne lavarec'h-hu ket an dra-se din !

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Que ne me disiez-vous cela ! "

Perak ne werzhit-hu ket ho ti, evit prenañ un all !

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, (Que ne vendez-vous votre maison pour en acheter une autre ! )

Perak n'hellan-me ket mervel !

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Que ne puis-je mourir ! "

Perak ne zeuec'h-hu ket kentoc'h !

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Que ne veniez-vous plus tôt ! "

Va mamm a gasaont, ha ne ouzont ket perak.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?

1867
Daveenn : MGK p25

Tud gaouiat ha fallakr, perak p'emaomp e blein, / Ne viromp oc'h hor c'harr da dumpañ war hor c'hein ?

1867
Daveenn : MGK p85

Perak n'en defe ket ? Hemañ zo tieg aotrou.

1867
Daveenn : MGK p89

« Perak poaniañ, evel a rez, / 'Vit ur rouanez didalvez ? »

1867
Daveenn : MGK p115

Neuze oc'h laouen en ho stad ? Perak ne vefen-me ket ! Ne'm eus-me pevar droad a zo koulz ha re pep chatal ?

1867
Daveenn : MGK p10

E vanneig a gav mat, ha setu perak eo troet e kostez Loull ar Bouc’h a ro dezhañ da evañ kement ha ma kar, rak ar banneoù-se ne goustont netra ; ha pa ne vez ken ez eer da gerc’hat d’al lec’h ma’z eus.

1877
Daveenn : EKG.I. p.113

Emaon o klask pell a zo, ha ne gavan hini ebet, ha setu perak on nec’het.

1877
Daveenn : EKG.I. p.93

Un dervezh zoken e lavaras d’an daou baour a laboure er memes park gantañ, en ur glevet an tennoù fuzuilh a denned pe war-lerc’h ar c’had pe war-lerc’h al louarn : — Daoust perak e teu an dud-se d’am direnkañ-me amañ ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.54-55

Perak ’ta neuze, va zad, oc’h ken nec’het o komz ouzhin ? — Abalamour, va mab, ar pezh am eus da ginnig deoc’h a zo un dra rust-meurbet. — Komzit, va zad, n’eus forzh peger rust e c’hellfe bezañ, ho mab a sento, rak n’oc’h evit gourc’hemenn dezhañ nemet traoù mat.

1877
Daveenn : EKG.I. p.20

Perak ? Abalamour ma ne gavont ket mat an traoù a reont.

1877
Daveenn : EKG.I. p.294

— Petra ? Ne ouzo[u]t ket hag un den eo a zo aze e-kichen an nor ? — Heñvel eo ouc’h un den, evit gwir ; mes ne gredan ket e ve un den e ve evelato. — Na perak ’ta ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.148

Perak, penaos hag e pelec’h e kavjen an dra-se, ne ouien ket.

1878
Daveenn : EKG.II p.120

Pebezh vad a rae din fenoz ar pennad gouloù koar-se, deuet ganen diwar fae, hag hep gouzout perak, eus a goad Kervengi !

1878
Daveenn : EKG.II p.51

Perak eta na rafes ket en-keñver da gelaouenn ar pezh a rajes en-keñver nep a vije fall a-walc'h evit mont da'z ti da wallgomz diouzh da vamm ?

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ya ! Perag e teujen d'he dilezel [ar gelaouenn], pa na goust ket ker, ha pa eo gwir e ro din da c'hoût, ha mat ha fall ar pezh a dremen en hon bro ?

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

“Jezuz, c’hwi zo aze koachet ; / Perak ouzhin ne gomzet ket ? “

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Perak e rez an dra-se ? Perak sen.

1909
Daveenn : BROU p. 420 (c'est l'équivalent de notre : Pourquoi aussi ? lorsque nous ne voulons pas donner nos raisons)

Hogen, kement-se, keit ha ma ouzon, ne voe biskoazh ar c’hiz ganeomp, hag aes eo gouzout perak.

1923
Daveenn : SKET p.45

Ha setu amañ perak : dre ma ro ar Ouiziegezh trec’h, braster ha mestroni.

1924
Daveenn : SKET.II p.42

— Ar sent ne varvont ket ? Ma ! perak ’ta neuze chapel sant Melar a zo kouezhet en he foull ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.134

perak dremmoù ken doanius-se deoc'h ?

1931
Daveenn : VALL pg (pourquoi avez-vous l')air (si triste)

Etre ar garlantezioù hag an Douar-Bras ez eo aes d'ar sima berus pignat er gevrenn c'houllo : setu perak n'eo ket don-tre Mor Melen ar Reter, Mor Oc'hotsk, Mor ar Japan.

1943
Daveenn : TNKN p90

Gouzout a rit, Lom, a lavare dezhañ e c’hoarezed, Herri Karreg-al-Louarn en doa ur mignon kozh e Kervetouz ["Kerveatouz"]; perak n’eo ket aet ar mignon kozh-se da gas ar c’heloù trist da Vari ?

1944
Daveenn : ATST p.38

Ha setu perak ar baotred a gemeras hent ar maez, ha, goude, hent ar gêr, kerkent ha m’o doa resevet, evit o brasañ damant hag o brasañ displijadur, un testeni start eus buhez bev-buhezek an hini na oa ket beuzet.

1944
Daveenn : ATST p.131

« N’ouzon ket perak e kavit kement a blijadur gant ur c’heloù ken trist », a lavaras dezho ar skluzier.

1944
Daveenn : ATST p.14

— « Oc’ho ! emichañs n’emaoc’h ket o vont da souhetiñ ["souetiñ"] din ur marv ken trist-se ?… » « Perak ne rin ket ? Lom.

1944
Daveenn : ATST p.92

Setu perak e oa deut ken niverus, kozh ha yaouank, gwazed ha merc'hed, da selaou kannad ar vrezhonegerien a oa ac'hanon, an devezh-se.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

En niverenn La Croix des C. du N. ar Sul 16 a viz Eost 1896 e c'halled lenn kement-mañ : « LIZHER d'ar RENER. — Perak, aotrou rener, na gaver ket pep sizhun en ho kazetenn, keloùioù eus ar vro e brezhoneg ? »

1944
Daveenn : EURW.1 p57

Ar c’hirri-dre-dan pa zegouezh dezho dont betek amañ a zo risklus dezho redek buanoc’h eget an dud ; setu perak ne vez ket gwelet al liv anezho gwall alies : d’an deiz kentañ eus ar bloaz, da sul Fask [Sul-Fask] ha d’ar sulvezh diwezhañ a viz [G]wengolo, deiz ar pardon bras.

1944
Daveenn : ATST p.10

Un harp a reas, e-tal ur prenestr, da sellout e-barzh ar « patio ». N'en doa ket mall diskenn. Perak, va Doue, e vije bet mall warnañ diskenn ?

1949
Daveenn : SIZH p.44

- Perak e teuit bemdeiz [sic], e-giz-se, d'hon iliz-ni ? - Da lavarout va fedennoù 'ta…

1949
Daveenn : SIZH p.49

Perak oc'h-c'hwi ken rust, perak ?

1960
Daveenn : PETO p44

Perak, kentoc'h, n'eo ket bet dastumet ? / Ha d'en diskuilh 'ta, ne oas ket stummet ?

1960
Daveenn : PETO p36

setu perak e veze stankoc'h ar strakadegoù daouarn d'ar galleg ha primoc'h ha nerzhusoc'h e tarzhent

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.4

Setu perak, goude kas va mevelion da gousket, e kargis ur bistolenn gozh, e doare d'en em zifenn, diouzh an degouezh.

2012
Daveenn : DJHMH p. 83

Ouzhpenn se e rank ar giton embann perak eo ac'hubet ar savadur, a-drugarez d'ul lugan sklaer ha soñjet brav evit ma c'hallfe skeiñ ar speredoù e-pad pell.

2015
Daveenn : DISENT p81

Sevel ur vouezhiadeg keodedel pe un dilennadeg nevez, met war an dachenn bublik hag hep sikour an dud e karg -evit lakaat an estrañjourien da votiñ da skouer peogwir n'o deus ket gwir d'en ober-; boikotiñ an dilennadegoù, chom hep kemer perzh, votiñ -ha displegañ ar rag hag ar perag d'an holl dre ar mediaoù !-.

2015
Daveenn : DISENT p57

Perak int ken sioul hiziv ? a c'houlennan ouzh Koula.

2015
Daveenn : EHPEA p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial