I.
Adv. goul. (en ul lav. goul. dizalc'h pe en un islav. goul.)
A. (en egor)
1. (db. an arroudoù)
Termen a dalvez da lakaat ar goulenn war ul lec'h.
Pelec'h emañ o chom ? Da belec'h e kas an hent-mañ, ez eer dre an hent-mañ ? Dre belec'h eo din distreiñ e kêr ? A belec'h ? Eus pelec'h ? Etrezek pelec'h ?
&
Ne vern pelec'h, n'eus forzh pelec'h : ne vern e pe lec'h.
Amañ e kaver mein ne vern pelec'h.
&
Pelec'h ken ? : e pe lec'h all ?
&
Trl.
A-belec'h out, oc'h ? : e pe gêr out, oc'h ganet ? A be gêr emaout, emaoc'h o tont ? Pelec'h din-me, an n'ouzon pelec'h : troiennoù a reer ganto evit ober anv eus ul lec'h zo dianav. Aet eo du-hont, da belec'h din-me ?
2. (db. ar c'horf)
E pe dachad.
Pelec'h hoc'h eus poan ?
3. Tr. adv. goul.
PELEC'H BENNAK : troienn a dalvez da bouezañ war an arvar zo stag ouzh ul lec'h a glasker gouzout ur resisadenn diwar e benn.
Pelec'h bennak e c'hall bezañ bremañ ?
B. Dre ast. (db. an dud)
1. (db. ar fedoù a denn d'ar vuhez kevredigezhel)
E pe ensavadur, e ti biv.
Pelec'h e kav kement a arc'hant ?
2. Dre skeud. (db. obererezh brud, santadoù, buhezegezh an dud, h.a.)
Termen a dalvez d'ober anv eus orin, eus abeg udb.
A-belec'h e teu ar garantez-se ? Pelec'h emañ an droug e kement-se ? Ne oar ket an den dre belec'h en deus da dremen : ne oar ket ar pezh a zegouezho dezhañ.
3. E pe stad.
Setu pelec'h en em gav.
&
Betek pelec'h : troienn a dalvez d'ober anv eus ar stad m'emañ degouezhet ub., eus ar par zo bet tizhet gantañ.
Betek pelec'h oc'h erru ? Betek pelec'h ez afe an emsavadeg-se ?
4. PELEC'H, DRE BELEC'H, EUS A BELEC'H : penaos.
Pelec'h e soñj dit e c'hallfe dont a-benn hep labourat ? : penaos e kav dit.
Dre belec'h e c'hallfen ober an dra-se ? Eus a belec'h, a gav deoc'h, hor bije e dapet ?
5. DA BELEC'H : perak.
Da belec'h ez ajen da gontañ kaozioù evel-se d'an dud ?
II.
Tr. rag. am. (dirak ur v. displ. degaset gant ur rn. v. e)
PELEC'H BENNAK, DA BELEC'H, DAOUST PELEC'H : ne vern e pe lec'h.
Pelec'h bennak ez afec'h e rankfec'h diskouez ho paperioù d'ar gargidi. Da belec'h ez eot er vro-mañ e viot degemeret-mat. Daoust pelec'h e tec'ho e vo kavet ganimp.
&
N'EUS FORZH PELEC'H, NE VERN PELEC'H, DA BELEC'H, DRE BELEC'H : ne vern e pe lec'h.
Ne vern pelec'h ez a e vez gwelet-mat gant an dud.
HS. men.
Référence :
GON.II
pg baraérez (Dites-moi où demeure votre boulangère).
Pelec'h emañ Godig ar Senesal, pa n'emañ war ar ru o vragal, indani un abit skarlal
pelec'h 'man Godig 'r Senechal, pa n' 'man war ar ru o vragal, indan-hi un abit skarlal
1874
Référence :
GBI.II
p424
Ha da belec’h ez aimp-ni, va zad, dre an amzer a zo, ha deuet an eur-mañ ? Gwelet a rit, emañ o komañs teñvalaat.
Ha da beleac’h ez eimp-ni, va zad, dre an amzer a zo, ha deuet an heur-man ? Guelet a rit, eman o koumanz tenvallaat.
1877
Référence :
EKG.I.
p.59
Ha da belec’h mont nemet da Vro-Saoz, d’al lec’h m’oa aet dija meur a eskob ha meur a veleg ?
Ha da beleac’h mont nemed da Vro-Zaoz, d’al leac’h m’oa eat dija meur a eskop ha meur a velek ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.17
E pelec’h edo an alc’houez ?
E peleac’h edo an alc’houez ?
1878
Référence :
EKG.II
p.117
En dro-mañ arvar ebet ken ; gouzout a ran bremañ eus a belec’h e teu ar vouezh doanius !
Enn dro-man arvar ebed ken ; gouzout a ran breman euz a beleac’h e teu ar vouez doaniuz !
1878
Référence :
EKG.II
p.49
Perak, penaos hag e pelec’h e kavjen an dra-se, ne ouien ket.
Perak, penaoz hag e peleac’h e kafchen an dra-ze, ne gouien ket.
1878
Référence :
EKG.II
p.120
Fañch deus n’[ouz]on pelec’h, pehini n’e[o] tamm kar da Fañch all.
Fanch deus n’on pelec’h, pehini n’e tamm kar da Fanch all.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1
A-biou pelec'h out deuet ?
Abiou peleac'h oud deuet ?
1909
Référence :
BROU
p. 231 (s'emploie quelquefois pour signifier : par)
ar gwallc'hañs [sic], ple 'maout-te
ar gwalchãns, p'le m'oude ?
1909
Référence :
BROU
p. 428 (la malchance, où es-tu ?)
Ple 'maout o chom ?
p'le moud o chom ?
1909
Référence :
BROU
p. 407 (le c'h disparait souvent dans la prononciation)
Ple 'mañ da dad ?
P'lea ma da dad ?
1909
Référence :
BROU
p. 407 (le c'h disparait souvent dans la prononciation)
Evidoc’h-c’hwi, d’ar Gwenved ez eot ; va div c’hoar ha me, avat, n’ouzomp ket da belec’h ez aimp.
Evidoc’h-c’houi, d’ar Gwenved ez eot ; va diou c’hoar ha me, avat, n’ouzomp ket da belec’h ez aimp.
1923
Référence :
SKET
p.104
dre belech eo mont ?
1924
Référence :
SKET.II
p.118 « Geriadurig », "Par où faut-il aller ?"
— Ya, ya, kasit anezhañ d’an ospital : bravoc’h e vo dezhañ eno, ha c’hwi ho po unan a nebeutoc’h da vagañ… Anez da se ?… Dour ho po da evañ, dour a zo er puñs. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…
— Ya, ya, kasit anean d’an hospital : bravoc’h e vo d’ean eno, ha c’houi ho po unan a nebeutoc’h da vaga… Anez da ze ?… Dour ho po da eva, dour a zo er puns. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)
— Piv out-te, eme ar ramz, hag a belec’h e teuez ?
— Piou out-te, eme ar ramz, hag a belec’h e teuez ?
1924
Référence :
SKET.II
p.42
Kig a vo ivez. Kig ?… eus a belec’h ?… ha penaos ?…
Kig a vo ive. Kig ?… eus a belec’h ?… ha penôs ?…
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.976 (Even 1924)
Aet en e hent an den yaouank. Betek pelec’h ez eo bet ? n’ouzon ket.
1925
Référence :
BILZ2
p.116
da belec'h e kas an hent-mañ?
1931
Référence :
VALL
pg aller (où va ce chemin ?)
da belec'h ez eer dre an hent-mañ?
1931
Référence :
VALL
pg aller (où va ce chemin ?)
e pelec'h ken ?
e pelec'h kén ?
1931
Référence :
VALL
pg (où) ailleurs (que là ?)
tro da-belec'h
tro da belec'h
1931
Référence :
VALL
pg (cas) allatif
— « Setu aze daou vezvier ! » a lavare ar pintig. — « Da sistra emaint o vont », eme ar vran du, eus beg ur penngos derv. — « O ! n’emaint ket; o ! n’emaint ket, » a respont ar voualc’h. — « Da belec’h eta ? moualc’h beg melen. »
1944
Référence :
ATST
p.28
Mont da gantreal : da lavaret eo mont n'eus forzh pelec'h, da ober flisterezed dour gant raoskl, da ober pifoù gant toc'had kerc'h, « ouan-ouaniou », da ober « totoc'hodou » gant plusk haleg, da ober karrigelloù gant brankoù derv forc'hellek, gweet an div forc'h e-giz div rod.
Mont da gantreal. Da lavaret eo mont n'eus forz pelec'h. Da ober flisterezed dour gant raoskl : da ober pifou gant toc'had kerc'h, « ouan-ouaniou ». Da ober « totoc'hodou » gant plusk haleg. Da ober karigellou gant brankou dero forc'hellek, gweet an diou forc'h e giz diou rod.
1944
Référence :
EURW.1
p24-25
Neuze e tigouezhas ganimp un den war an oad : – « Da belec'h 'h it 'vel-se, daou gañfard ? » – « D'ar gêr ».
Neuze e tigouezas ganimp eun den war an oad : – « Da belec'h 'it 'velse, daou ganfard ? » – « D'ar gêr ».
1944
Référence :
EURW.1
p36
– « Pelec'h emañ hennezh, mamm ? ». – « M'en klasko dit ».
Me ' oar mat pelec'h eo kuzhet ; / Er c'hoad derv [eo] en em ruzet, / E kav lojeiz e-tal ar stêr.
Me ' oar mat ' pe lec'h eo kuzet ; / Er c'hoad dero [eo] en em ruzet, / E kav lojeiz e-tal ar ster.
1960
Référence :
PETO
p85
Bez ez eus ivez un hanter morian eus ar Martinik, o labourat er maltouterezh, ha ne oar ket c'hoazh da belec'h eo anvet da vont.
1985
Référence :
DGBD
p16
Arguzennoù, fedoù, chomlec'hioù ha niverennoù pellgomz, eurioù digeriñ ha serriñ, deiziataerioù a-wechoù, skrivet enne pelec'h ha pegoulz e vo gwelet penn-bras-mañ-penn-bras peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien...
2015
Référence :
DISENT
p73
Ken pouezus all eo prederiañ en ur mod hiniennel ivez, evit gouzout e pelec'h e lakaer ar vevenn subjektivel a zisparti ar stourm feuls diouzh ar stourm difeuls.
2015
Référence :
DISENT
p61
Met pelec'h en deus lazhet anezhañ ?
2015
Référence :
EHPEA
p38
- N'out ket un advroad ? - Gon - Eus p'lec'h 'teuez ? - Eus Silezia.