M. Goude bezañ gwelet ganeomp ar mad pehini zo ret deomp da ober, petra a rest deomp-ni bremañ da c'houzout ? D. An droug pehini zo ret deomp tec'het dioutañ. M. Peseurt droug a zleomp-ni tec'het dioutañ ? D. Pec'hed. M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep al lezenn pe volontez Doue.
Ha Booz o komz ouzh an henaoured hag ouzh an holl : Testoù oc'h, emezañ, hiziv penaos, kement a zo bet da Elimelek, ha da C'helion, ha da Vahalon a zo din, pa em eus e brenet digant Noemi, Ha penaos e kemeran da c'hwreg Ruth ar Voabitez, gwreg Mahalon, evit ma tigasin a-nevez hanv an hini a zo marv en e zigouez, gant aon na ve kollet e hanv en e diegez, e-touez e vreudeur hag e bobl.
Distreiñ ' rin hepdale, ha neuze hed-da-hed c'hwi a glevo ganin kement vo c'hoarvezet. An displeg a vo kaer; neb ne wel nemeur a dra, n'en deus nemeur ivez da lavaret da zen. O klevet va zroioù, c'hwi a drido laouen; ne vezo ket avat, ne vezo 'vit netra, rak emeve deoc'h-hu, setu a c'hoarvezas, p'edon el lec'h-mañ-lec'h; eno c'hwi hoc'h-unan, c'hwi gavo deoc'h bezañ, c'hwi ganin ken unvan !
A-barzh nemeur ec’h en em gavas en hon touez Olier Conseil, eus a Sant-Nouga, hag a lavaras deomp en doa graet Canclaux, gant e soudarded, bandennoù a zaou-ugent pe hanter-kant den, hag a c’haloupe ar vro en u[l] laerezh kement a gavent, hag en ur gregiñ en dud evit o c’has d’ar prizon pa droe en o fenn.
Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).
Ha dudius bras eo er gouzout rak, estreget Skandinavia, n'eus ket paot a vroioù en Europa an douar bras a gement a vefe bet levezonet gant ar goteg saoz hag a oa pellaet a-galz diouzh ar skouer c'hall prestik goude ma oa erruet war an enez.
Ne oa tra ebet er vro a gement a c'hallfe bezañ talvezet da batrom evit ur c'heur gotek hantergelc'hiek, dezhañ un adnev-tro ha chapelioù empret diouzh doare an opus francigenum.
Bale a ra unan e selloù war ar mogerioù hag ez eo trellet e zaoulagad gant poltredoù, dremmvroioù, bleunioù ha kement a c'hell faltaziañ.
Daoust ha gallout a reomp distruj ar c'harr-nij brezel az ay da vombezañ Afganistan, an tourter a vo implijet dizale da sevel ur c'hamp bac'h pe ur greizenn nukleel, ar banell-vruderezh a vila ar gweledva ganti, pa vefe-hi diouzh al lezenn pe ne vefe ket, ha kement zo… ?
Ma c'hoarvezfe ganeoc'h kavout un enebour hag a zalc'hfe da nac'h komz ouzhoc'h e vefe gwasket gant e genseurted, e genlabourerien, an dud a-us dezhañ, ha kement zo...
Evit an dra-se e ranker plantañ reuz, derc'hel pe serriñ lec'hioù a c'halloud pe broduiñ, peotramant an takadoù a servij da vont deus an eil re d'ar re all -da skouer, mont ha dont ar vinistred, peotramant kas-degas ar marc'hadourezhioù, ar rouedadoù-pellgehentiñ pe peulioù al linennoù Tredanvarr Uhel-Tre, ha kement zo...-.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kement