Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Tr. rag. am. 1. Kont, kementad heñvel (ouzh unan a chom dizispleg prl.). [1659,1732, 1925, 1943] D'hor paotr e vez roet kemend-all. Doue a roy dezhañ teir pe beder gwech kemend-all. Ne gounnarit ket kemend-all ! Da ober petra krenañ kemend-all ? [1659] Kemend-all a roan. [1925] Pep a gant skoed e ro d’an div intañvez, ha deoc’h ivez kemend-all. [1943] Div wech kemend-all a dud a yae e-barzh e 1940 kement ha ken bihan ma n'eus ket a-walc'h a folled da lakaat en un ti bras nevez-flamm a c'hell servijout hiziv da lakaat tud all. [1944] Job a resevas un taol botez en e benn-a-dreñv, ha Lom div wech kemend-all er memes plas. 2. Dre ast. An hevelep tra. [1732] pa'z eus bet e-leizh a gêrioù isfontet gant ar c'hrenoù-douar, perak tra ne ve ket arru kemend-all gant ar gêr a Iz. [1867] Neb a ya oc'h ar groug a lavar kemend-all. [1877] Daoust ha ne deuio ken, en hor bro baour, tud disakret a-walc’h evit esa ober kemend-all ? Doue ra viro ! [1923] Hogen, diwar se, ne voe abeg mat ebet ken evit ober kemend-all. 3. Tr. estl., dre verr. Termen a verk ar souezh. Biskoazh kemend-all : biskoazh n'eus gwelet, klevet kemend-all. [1927] biskoazh kemend-all [1944] « Biskoazh kemend-all ! amañ n’emañ ket an traoù en o flas, » a soñjas-eñ. [1944] « Marv ? marv ? me marv ? Biskoazh kemend-all ! ! ! » eme Herri. [2012] "Va Doue" a huchas an ofisour. "Biskoazh kement all!" [sic, kemend-all] II. Tr. adv. 1. [1732] kant kemend-all [1944] Neuze Job a zirollas da c’hoarzhin, da c’hoarzhin kenañ, kenañ. Ne oa ket evit komz, kemend-all e c’hoarzhe. 2.(dirak an ar. "a" heuliet gant un ak. hollek, stroll pe lies) Un troatad hanter a ledander, kemend-all a hed. [1732] Daou-vil den a gasas a Vreizh, ha kemend-all a Skosa. [1850] Na c'hellot biken e gavout e-kreiz kemend-all a dud. [1867] En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kemend-all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro. [1877] Chom a rae sebezet o welet kemend-all a draoù brav aet da netra. [1877] Ha goude kement-all a ziskianterezh eus o ferzh, e vezint klevet o klemm, o kaout kasoni ouc’h ar re vat [...]. [1924] E-pad pemzek deiz n’oa bet ken kaoz entre Lokireg, Gwimaeg ha Lanneur nemet eus ar barner hag e gazeg ; ar c’hurunoù, a vije bet kouezhet war tour Kernitron, n’en dije ket graet kemend-all a drouz. [1943] Diaes eo degemerout dilec'hiadurioù spontus a live ar mor -betek 3000 metr- e kemend-all a lec'hioù eus ar bed [...]. [1954] Da lavarout eo, troet en devoa kein ouzh Doue e yaouankiz, ha kemend-all a fae a rae 'ta war e vro « garet » ha war yezh e gavell.

Skouerioù istorel : 
55
Kuzhat roll ar skouerioù

kemend-all a roan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg autant

kemend-all

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (la) pareille, tout (autant)

kemend-all

1732
Daveenn : GReg pg d'autant

pa'z eus bet e-leizh a gêrioù isfontet gant ar c'hrenoù-douar, perak tra ne ve ket arru kemend-all gant ar gêr a Iz

1732
Daveenn : GReg pg abyme

kemend-all

1732
Daveenn : GReg pg (Une fois) autant, pareil nombre

Daou-vil den a gasas a Vreizh, ha kemend-all a Skosa

1732
Daveenn : GReg pg autant (il envoïa deux mille Bretonset autant d'Ecossois)

me a ro kemend-all anezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (j'en donne) autant

kant kemend-all

1732
Daveenn : GReg pg centuple (cent fois autant)

digant Doue e reketan deoc'h kant kemend-all war an douar, hag ar baradoz goude ho marv

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu vous donne le) centuple (en ce monde, & la vie éternelle en l'autre)

pemp gwech kemend-all

1732
Daveenn : GReg pg cinq (fois autant)

Me hoz kray kuit a gemend-all

1732
Daveenn : GReg pg (je vous serai quitte) d'autant

kemend-all

1732
Daveenn : GReg pg equipollence (égalité de valeur), fois (Une fois autant.)

Na c'hellot biken e gavout e-kreiz kemend-all a dud.

1850
Daveenn : GON.II pg é-kreiz ou ékreiz (Vous ne pourrez jamais le trouver parmi tant de monde).

Biskoazh, emezañ, ne welis kemend-all.

1850
Daveenn : GON.II p.62 (Jamais, dit-il, je n’en vis autant).

kemend-all

1850
Daveenn : GON.II pg kémeñt

En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kemend-all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro.

1867
Daveenn : MGK p138-139

Neb a ya oc'h ar groug a lavar kemend-all.

1867
Daveenn : MGK p66

Chom a rae sebezet o welet kemend-all a draoù brav aet da netra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.56

Pebezh tristidigezh ne voe ket evit an daou zen-mañ ar gwel eus a gemend-all a grizder !

1877
Daveenn : EKG.I. p.48

Daoust ha ne deuio ken, en hor bro baour, tud disakret a-walc’h evit esa ober kemend-all ? Doue ra viro !

1877
Daveenn : EKG.I. p.8

Ha goude kement-all a ziskianterezh eus o ferzh, e vezint klevet o klemm, o kaout kasoni ouc’h ar re vat, abalamour ma ne roont ket a voued a-leizh-kof dezho, d’o zud ha d’o bugale, evel pa ne vent ket ar pennkaoz eus o dienez hag eus o foan !

1877
Daveenn : EKG.I. p.66

Evit merenniañ kemend-all a dud e oa ret kaout ur podad mat a yod ; hag evit aozañ ur podad mat a yod, eo ret kaout un tantad mat a dan.

1878
Daveenn : EKG.II p.69-70

— Mar gouzoc’h kement-all a draoù, perak dont d’o goulenn diganen-me ?

1878
Daveenn : EKG.II p.223

Ha petra omp-ni a-enep kemend-all a dud ?

1878
Daveenn : EKG.II p.14

Skuizh on o welet ober kemend-all a fallagriezh.

1878
Daveenn : EKG.II p.129

Eno e voe ur jabadao ker gwazh ma n’o deus biskoazh paotred ar sabad graet kemend-all. Traonien Pont-Eon a groze hag a dregerne gant-ho betek an aod.

1878
Daveenn : EKG.II p.147

Hogen, diwar se, ne voe abeg mat ebet ken evit ober kemend-all.

1923
Daveenn : SKET p.45-46

Ha, bep ma troe o doare d’an div c’hoar e troe kemend-all doare an tri breur.

1923
Daveenn : SKET p.103

E-pad pemzek deiz n’oa bet ken kaoz entre Lokireg, Gwimaeg ha Lanneur nemet eus ar barner hag e gazeg ; ar c’hurunoù, a vije bet kouezhet war tour Kernitron, n’en dije ket graet kemend-all a drouz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1033 (Gouere-Eost 1924)

Lavaret he deus an hini Yaouank : « Sell, o Atextorix, kemend-all a zouaroù a zo ganen hag int dic’hounid, dilezet, diberc’henn !

1924
Daveenn : SKET.II p.61-62

Bilzig ne chomas ket da glask kemend-all. Berr e vennozh war an doare-se : klañv e oa Katellig, kasti ha treut e vreur Yannig, kig ne oa ket da reiñ dezhe, ezhomm o devoa da vezañ bevet mat, prederiet mat ; gedon ha konifled a zo du-hont en koad Keraudren dont a reont da c’hoari war an traezh, war-dro goulou-deiz : mar gall o zapout, tizhet e vefont.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

Bidoullig o rual ! Ouzhpenn dek vloaz a oa abaoe ma n’he devoa graet kemend-all ! Ha ne oad ket en miz ebrel !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

A-raok mervel, mamm, a-raok mervel… (poan en devoa ar paotr o tigej ar girioù), a-raok mervel, en deus roet deomp e beadra, e di, e barkeier. Pep a gant skoed e ro d’an div intañvez, ha deoc’h ivez kemend-all.

1925
Daveenn : BILZ2 p.176

biskoazh kemend-all

1927
Daveenn : GERI.Ern pg biskoaz

kemend-all

1927
Daveenn : GERI.Ern pg all (tant que cela, autant)

kemend-all

1927
Daveenn : GERI.Ern pg all

a gemend-all

1931
Daveenn : VALL pg (il croît d')autant plus

kemend-all

1931
Daveenn : VALL pg autant (pour appuyer sur le rapport de comparaison ; qu'avant [quantité] ; d'autant plus)

a gemend-all

1931
Daveenn : VALL pg autant

kemend-all

1931
Daveenn : VALL pg autant

ur c'hemend-all

1931
Daveenn : VALL pg (une fois) autant

Div wech kemend-all a dud a yae e-barzh e 1940 kement ha ken bihan ma n'eus ket a-walc'h a folled da lakaat en un ti bras nevez-flamm a c'hell servijout hiziv da lakaat tud all.

1943
Daveenn : TOAA p3

Diaes eo degemerout dilec'hiadurioù spontus a live ar mor -betek 3000 metr- e kemend-all a lec'hioù eus ar bed; goulakaet en deus H. Baulig dilec'hiadurioù a 480 metr uhelder e-doug ar Plioken, ha nerzhus a-walc'h eo an enebadennoù savet gant De Martonne hag a ziskouez ar reverzhioù divent e dremm ar bed a vije ret evit hen aotren.

1943
Daveenn : TNKN p67

Neuze Job a zirollas da c’hoarzhin, da c’hoarzhin kenañ, kenañ. Ne oa ket evit komz, kemend-all e c’hoarzhe.

1944
Daveenn : ATST p.14

Kemend-all a hegarated am diarvaras hag ur mintinvezh a viz Mae 1899, e voe souezhet implijidi gar Montroulez o welout war ar c’hae, o c’hortoz an tren, ur c’hañfard gwisket gant dilhad Kemper : […].

1944
Daveenn : EURW.1 p.102

— « Penaos, n’oc’h ket marv ? » a c’houlennas Lom. — « Marv ? marv ? me marv ? Biskoazh kemend-all ! ! ! » eme Herri.

1944
Daveenn : ATST p.131

Job a resevas un taol botez en e benn-a-dreñv, ha Lom div wech kemend-all er memes plas.

1944
Daveenn : ATST p.131

Ar yer, ar c’hilhog hag ar bolezig vihan a zihunas trumm hag a nijas spontet, betek toenn ar c’hraou ; ar pluñv a nijas kemend-all.

1944
Daveenn : ATST p.130

« Biskoazh kemend-all ! amañ n’emañ ket an traoù en o flas, » a soñjas-eñ.

1944
Daveenn : ATST p.33

Graet e voe ’ta hervez he diviz, hag evidon da bellaat a c’hrad-vat [a-c'hrad-vat] diouzh kemend-all a drubuilh, daoust ha n’am eus kavet biskoazh abeg da glemm ouzh ar skolaj, n’eus forzh, desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued.

1954
Daveenn : VAZA p.49-50

Gallet am bije, a gred din, en em zibab mat-tre gant c’hwec’h kant lur er bloaz, met o vezañ n’am boa ket tu da rastellat kemend-all a vadoù, ret[-]mat e oa din menel sac’het e Priel, ha klask ar primañ gwellañ ur stumm bennak da c’hounit va bara.

1954
Daveenn : VAZA p.73

A-benn ar fin, en em lakeas da ouelañ ha war an taol e chomis gant va genou digor[-]bras, rak kammed ne oa degouezhet dezhañ ober kemend-all dirazon.

1954
Daveenn : VAZA p.66

Da lavarout eo, troet en devoa kein ouzh Doue e yaouankiz, ha kemend-all a fae a rae 'ta war e vro « garet » ha war yezh e gavell.

1954
Daveenn : VAZA p.17 (notenn 1)

Ha kemend-all ouzh ar re vev, / Kollet ganto vertuz ha sev / Kaer ha nerzhus Hoc'h Aviel, / Grit 'ta dezho karout Ho Tad, / Ma vo 'trezo peoc'h ha youl vat, / O c'halonoù kuit a riell, / A zroulañsoù, a gasoni, / A gouetiz, a c'hwervoni.

1960
Daveenn : PETO p84

"Va Doue" a huchas an ofisour. "Biskoazh kement all!" [sic, kemend-all]

2012
Daveenn : DJHMH p38

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial